Ur gronikenn un tammig ispisial a vo hiziv. Emaomp o vont da goazeal eus un dra a zo gwir evit tout kement yezh a zo er bed. Ouzhpenn ar yezhadur hag ar c'homzoù a ranker deskiñ evit kaozeal ul langach. Forzh peseurt yezh a vefe e ranker klask respetiñ « muzik ar langaj ». Gurvan Lozac'h a lâro deomp neuze pegen important eo an dra-mañ 'blam da vezañ komprenet mat.
Deomp pelloc'h diwar-benn brezhoneg ar C'hreiz-Breizh, asambles gant Gurvan Lozac'h. Nevez 'zo 'neus dastumet daou gomz gozh e Laz : « kabow » hag « argadenn ». Met 'blam da betra dastum komzoù kozh e-giz-se, anvioù an ostilhoù kozh ha tout ? Da betra servij al labour-mañ ?
E brezhoneg peurunvan ez eus un diferañs etre « ouzh », « diouzh » hag « eus ». E kreiz ar vro eo kalz simploc'h ar jeu ha « deus » vez implijet e-plas an teir c'homz-mañ. Koulskoude e c'hall bezañ kompliketoc'h an traoù a-wechoù, peogwir ne vez ket disklipet « deus » memes-mod partout ! « Deuh », « doh », « dah », « da » a vez klevet ivez ! Gurvan Lozac'h a zo o vont da zisplegañ an afer-mañ deomp.