Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn

13/04/2023

Un dra vat eo goût penaos vez disklipet kement komz zo tout e brezhoneg, met gwelloc'h eo c'hoazh bezañ gouest da lakaat tout ar c'homzoù-se da vont asambles, an eil warlerc'h eben, e-barzh ur frasenn. E brezhoneg ne vez ket disklipet ar frasenn evel 'vez graet e galleg : un taol-mouezh a zo ivez, ul lusk ispisial ma karit. Youenn Wloegen a zo 'vont da zisplegañ an dra-se deomp bremañ, en ur gemer skouer war ar mod 'vez preget brezhoneg en e vro, bro ar Bigoudenned. Aze emañ-eñ deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : an anvioù-lec'h

Fonologiezh ar brezhoneg : an anvioù-lec'h

13/04/2023

An taol-mouezh a rank bezañ lakaet war an eil silabenn ziwezhañ e brezhoneg peurvuiañ, met n'eo ket gwir atav evit an anvioù-lec'h ! Arabat lâret « KERlaz », dav eo lâret « KerLAZ ». Memes-mod evit « Pennmarc'h », « Plougoñ », « Lokorn » ha kement 'zo. Youenn Wloegen zo deus mikro Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : an anvioù-tud hag an anvioù-familh

Fonologiezh ar brezhoneg : an anvioù-tud hag an anvioù-familh

13/04/2023

Penaos disklipañ mat an anvioù-tud, an anvioù-familh e brezhoneg ? Pelec'h 'ranker lakaat an taol-mouezh ? Youenn Wloegen zo 'vont da respont deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar c'homzoù kevrenneg

Fonologiezh ar brezhoneg : ar c'homzoù kevrenneg

13/04/2023

Pelec'h ranker pouezañ a-benn vez lakaet e brezhoneg un anv-gwan warlerc'h un anv, pe c'hoazh warlerc'h ur verb ? Youenn Wloegen zo 'vont da respont deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : cheñchamañchoù ar bogalennoù

Fonologiezh ar brezhoneg : cheñchamañchoù ar bogalennoù

13/04/2023

E brezhoneg 'c'hall cheñch un tammig son ar bogalennoù pa ne vez ket pouezhet warno. E-barzh ar gomz « kaletez » lakeomp, eo dav pouezañ war an eil silabenn ziwezhañ. Ha ken kreñw eo an taol-mouezh e brezhoneg ken a teu da vezañ dister a-walc'h an « e » e-barzh ar silabenn ziwezhañ. Ha traoù all a zo c'hoazh , giz 'vo lâret deomp gant Youenn Wloegen, deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar c'homzoù savet diwar ar galleg nevez 'zo

Fonologiezh ar brezhoneg : ar c'homzoù savet diwar ar galleg nevez 'zo

13/04/2023

An taol-mouezh a rank bezañ lakaet war an eil silabenn ziwezhañ e brezhoneg, an dra-se vez lâret atav ! Met an dra-se n'eo ket gwir evit kement bro zo tout, cheñch a ra lakaomp e Bro-Gwened, Bro-Fañch pe c'hoazh Bro-Kemperle. Ha n'eo ket gwir c'hoazh evit komzoù 'zo, e-giz komzoù hag a zo savet diwar ar galleg nevez 'zo, evel telefon, katekiz, termaji ha kement 'zo. Youenn Wloegen zo deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù teir silabenn

Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù teir silabenn

13/04/2023

Ar sizhun baseet hon noa preget deoc'h deus ar c'homzoù div silabenn e brezhoneg, met komzoù hiroc'h zo ! Penaos disklipañ ar re-mañ evel zo gleet ? Youenn Wloegen a zo 'vont da respont deomp, en ur sellet a-dost deus brezhoneg ar Vro Vigoudenn. Emañ-eñ deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù div silabenn

Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù div silabenn

13/04/2023

Deomp pelloc'h gant fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg ma peus c'hoant. Dalc'homp bremañ gant ar c'homzoù div silabenn. An taol-mouezh, c'hwi oar mat, a rank bezañ lakaet war an eil silabenn ziwezhañ peurvuiañ, e Bro-Leon, hag en un tamm-mat deus Bro-Dreger ha deus Bro-Gerne. Cheñch a raio ar reolenn-mañ e Bro-Gwened, Bro-Fañch pe c'hoazh Bro-Kemperle, gwir eo. Youenn Wloegen a zo 'vont da zisplegañ penaos ranker disklipañ mad ar c'homzoù-se, en ur sellet a-dost deus brezhoneg e vro, Bro ar Bigoudenned. Emañ-eñ deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù berr, silabennoù hir

Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù berr, silabennoù hir

13/04/2023

Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg, taol-mouezh ha muzik ar brezhoneg, en ur sellet tostoc'h deus brezhoneg Bro Vigoudenn. Ar sizhun baseet hon noa preget deoc'h deus ar sibalennoù berr, ha bremañ neuze 'vo kaoz deus ar re hir. Ouzhpenn un afer a hirentez an hini eo, peogwir alies a-walc'h 'cheñch ar son pa vez hir ar silabenn. Youenn Wloegen zo deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen en-dro adarre.


Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù berr, silabennoù berr

Fonologiezh ar brezhoneg : komzoù berr, silabennoù berr

13/04/2023

E brezhoneg, pa vez lakaet an taol-mouezh war ur silabenn bennak e ranker goût hag-eñ ur silabenn verr pe un' hir. Met a-raok an dra-se c'hoazh 'c'hall bezañ diaes evit ar re zo 'teskiñ brezhoneg goût penaos pouezañ mat war-c'horre ar silabenn. Dav eo c'hoari gant an anal, tennañ mat e anal, e-giz emañ Youenn Wloegen o vont da lâret deomp, deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ