Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar gerioù-estlamm e brezhoneg (1)

Ar gerioù-estlamm e brezhoneg (1)

12/04/2023

Ne teu ket kalz gerioù-estlamm gant an dud a zo o teskiñ brezhoneg bremañ, goude 'zo kalz deuzouto hag e vez graet ganto hardi bemdez. Tangi Yekel a lâr deomp peseurt re a vez implijet gant an dud e Bro Dreger.


Kontañ dre ugent e brezhoneg

Kontañ dre ugent e brezhoneg

12/04/2023

Tout an dud a oar kontañ dre ugent betek kant. Koulskoude 'zo ur sistem-kontañ kozh-kozh e brezhoneg : an niveradur dre ugent betek daou-c'hant. Ur sistem a vez implijet c'hoazh gant un darn deus ar vrezhonegerien, a lâr Tangi Yekel.


Brezhoneg Bear

Brezhoneg Bear

12/04/2023

Komañset eo Tomaz Laken gant kronikennoù nevez asambles gant Tangi Yekel. Hennezh a zo o chom e Bear ha desket 'neus brezhoneg e barrez. Da zigentañ emañ-eñ o vont da lâret deomp pelec'h emañ Bear ha peseurt perzhioù a zo d'ar brezhoneg a vez kaozeet gant tud e vro.


brezhonegbear.bzh

brezhonegbear.bzh

12/04/2023

Tangi Yekel a zo sot-lip' gant brezhoneg Bro Vear. Asambles gant e gamaraded en deus savet ur gevredigezh, Hent Don, ha da heul ul lec'hienn Internet internet kaer-abominapl ha leun a draoù interesant e-barzh evit an dud intereset gant brezhoneg Treger : ur geriadur, pennadoù yezhadur, enrolladennoù, krennlârioù distaget ha displeget,dielloù da selaou ha me oar me c'hoazh...


Anvioù ar stered (2)

Anvioù ar stered (2)

12/04/2023

Evit ar wech tout 'zo bet roet anvioù d'ar stered, forzh peseurt langach a vefe. Med kalz deuzouto a zo bet disoñjet e brezhoneg, e-giz ur bern komzoù all maleruzamant. Jean Lecoulant a zo deuet a-benn da zeskiñ da gavout tud a oar un nebeut re c'hoazh, e Karaez ha Kleden. (eil lodenn)


Anvioù ar stered

Anvioù ar stered

12/04/2023

Evit ar wech tout 'zo bet roet anvioù d'ar stered, forzh peseurt langach a vefe. Med kalz deuzouto a zo bet disoñjet e brezhoneg, e-giz ur bern komzoù all maleruzamant. Jean Lecoulant a zo deuet a-benn da zeskiñ da gavout tud a oar un nebeut re c'hoazh, e Karaez ha Kleden.


Kemmadurioù all ... (2)

Kemmadurioù all ... (2)

12/04/2023

Kemmadurioù ar brezhoneg a ra aon d'ar vrezhonegerien yaouank peurvuiañ. Kompliket ar jeu, gwir eo ! E peurunvan e vez kontet pevar kemmadur : ar c'hemmadurioù dre vlotaat, ar c'hemmadurioù dre galetaat, ar c'hemmadurioù dre c'hwezhañ hag ar c'hemmadurioù kemmesket. N'eo ket aes ! Un tamm simploc'h eo an traoù e brezhoneg Bro-Gerne koulskoude, met kemmadurioù all a vez klevet ivez. Ha cheñch a ra un nebeut sonioù ivez ! Jean Lecoulant a lâr deomp penaos vez graet en e barrez e Kleden.


Kemmadurioù all ...

Kemmadurioù all ...

12/04/2023

Kemmadurioù ar brezhoneg a ra aon d'ar vrezhonegerien yaouank peurvuiañ. Kompliket ar jeu, gwir eo ! E peurunvan e vez kontet pevar kemmadur : ar c'hemmadurioù dre vlotaat, ar c'hemmadurioù dre galetaat, ar c'hemmadurioù dre c'hwezhañ hag ar c'hemmadurioù kemmesket. N'eo ket aes ! Un tamm simploc'h eo an traoù e brezhoneg Bro-Gerne koulskoude, met kemmadurioù all a vez klevet ivez. Jean Lecoulant a lâr deomp penaos vez graet en e barrez e Kleden.


Kaozeal gleb

Kaozeal gleb

12/04/2023

Goût a ouzoc'h petra vez graet eus "palataliser" e brezhoneg ? Kaozeal gleb ! Hag ouzhpenn e Bro-Gwened e vez graet. En ul lodenn vat eus Bro-Gerne e vez safaret gleb ivez. Jean Lecoulant a lâr deomp penaos emañ an traoù e brezhoneg Kleden.


Silabennoù lonket

Silabennoù lonket

12/04/2023

E Kleden 'vez lonket silabennoù 'zo. Lakeomp, ne vo ket klevet "siminal", met "chimin", gant an taol-mouezh e memes plas ! Jean Lecoulant a lâr deomp penaos 'ya en-dro.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ