Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An taol-mouezh

An taol-mouezh

12/04/2023

Etramek Kemperle hag ar parrezioù all tro-war-dro eo komañset an taol-mouezh da cheñch. Disheñvel a-walc'h eo deus taol-mouezh brezhoneg Kerne-Izel a-benn neuze, pe hini brezhoneg kreiz ar vro. A-wechoù 'vez klevet tammoù traoù disklipet 'mod brezhoneg Bro-Gwened ivez. Hag evit ar pozioù a zo teir silabenn enno 'zo un dra all c'hoazh, neuze 'vez pouezet war ar silabenn gentañ ! Yannick Souffez a zo deus mikro Benjamin Bouard.


Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon

Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon

12/04/2023

Cheñchomp bro ! Bet omp bet 'welet Yannick Souffez evitañ da safaret deomp deus brezhoneg e vro : brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon, etre Rosporden ha Konk-Kerne deus un tu, Kloar ha Kemperle deus an tu all. Ul levr 'neus skrivet diwar-benn an dra-se asambles gant Mona Bouzec ha Jos Goapper ivez : Blaz ha Blazig c'hoarzh - Le breton des rives de l'Aven et du Bélon.


Pouez-mouezh kanton Porzh-Loeiz

Pouez-mouezh kanton Porzh-Loeiz

12/04/2023

Deomp da Vro-Gwened bremañ asambles gant Enora Molac ha Serj Bozeg da zeskiñ brezhoneg kanton Porzh-Loeiz. Evit ar gronikenn gentañ 'vo komzet deoc'h deus ar pouez-mouezh !


E pe I ?

E pe I ?

12/04/2023

Dalc'homp gant brezhoneg kanton Porzh-Loeiz, e-kichenn an Oriant. Serj Bozeg a zo deus mikro Enora Molac hag hiziv emañ-eñ 'vont da zeskiñ deoc'h penaos vez cheñchet ar son « é » e « i ».


An taol-mouezh

An taol-mouezh

12/04/2023

Deomp pelloc'h bremañ gant brezhoneg kanton Porzh-Loeiz, asambles gant Enora Molac ha Serj Bozeg. Hennezh a zo 'vont da lâret penaos disklipañ mat brezhoneg e vro . hag ar brezhoneg dre vras !


Un nebeut troioù-lavar

Un nebeut troioù-lavar

12/04/2023

Un nebeut troioù-lâr a vo desket deoc'h bremañ gant Serj Bozeg, tammoù traoù 'neus klevet etramek Porzh-Loeiz, du-hont e-kichenn an Oriant. Ha setu emañ-eñ deus mikro Enora Molac eveljust !


Ar raganvioù-diskouez

Ar raganvioù-diskouez

12/04/2023

Tangi Yekel zo sot-lip' gant ar brezhoneg evel 'vez kaozeet 'ba' Bear, e Bro-Dreger. Hiziv gantañ e vo kaozeet deus gerioù a vez klevet kalz e brezhoneg, ar raganvioù-diskouez.


Amprestiñ gerioù diwar ar galleg (2)

Amprestiñ gerioù diwar ar galleg (2)

12/04/2023

Pell 'zo eo kustum ar brezhoneg amprestiñ gerioù diwar ar galleg. Tangi Yekel a lâr deomp hiziv penaos 'ra brezhonegerien e vro da lakaat liv o yezh war ar gerioù gallek amprestet ganto.


Amprestiñ gerioù diwar ar galleg (1)

Amprestiñ gerioù diwar ar galleg (1)

12/04/2023

Pell 'zo eo kustum ar brezhoneg amprestiñ gerioù diwar ar galleg. Tangi Yekel a lâr deomp hiziv penaos 'ra brezhonegerien e vro da lakaat liv o yezh war ar gerioù gallek amprestet ganto.


Ar gerioù-estlamm e brezhoneg (2)

Ar gerioù-estlamm e brezhoneg (2)

12/04/2023

Ne teu ket kalz gerioù-estlamm gant an dud a zo o teskiñ brezhoneg bremañ, goude 'zo kalz deuzouto hag e vez graet ganto hardi bemdez. Tangi Yekel a lâr deomp peseurt re a vez implijet gant an dud e Bro Dreger. (eil lodenn)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ