Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Kontadenn Ar vilin hud

Kontadenn Ar vilin hud

12/04/2023

Ur gontadenn skrivet gant Jacqueline Baudet evit gouzout hiroc'h war ar fed eo sal ar mor.


Rekipe an Dienn flamboez

Rekipe an Dienn flamboez

12/04/2023

Rekipe an Dienn flamboez Ezhomm ho po evit 6 den : 250 gr flamboez 25 sl koaven fresk tanav (evit ma vefe aes da vasañ) 2 loaiad vihan sukr malet 1 hanter loaiad vras sukr lindr Basit ar c'hoaven fresk e chantilly gant ar sukr lindr. Gwalc'hit ar flamboez ha dispartiit anezho e daou vern Lakit ur bern er frikerez (mixeur) gant ar sukr malet Mesklit dousig ar yod-se gant ar c'hoaven chantilly Lakit ar mesklaj e podoù bihan hag ouzhpennit ar flamboez a chom war c'horre evit kinklañ  Kalon vat da zebriñ !


Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!

Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!

12/04/2023

Un abadenn buhezet gant Morgane ha Bleuenn diwar-benn a-bep seurt traoù: ar zebr, an dolfined, al legoioù ha niverenn diwezhañ Louarnig! Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn: Kami diwar-benn ar gelaouenn Louarnig diwezhañ Kontadenn : Ar vilin hud Sonerezh : Already home gant ar strollad Great Big World Keleier ar vugale : Komzet e vo diwar-benn ar zebr, an dolfined hag al legoioù Rekipe : An dienn flamboez C'hoariit ganeomp en ur respont d'ar goulenn-mañ : Perak ez eus roudennoù gant ar zebr? 1 . Peogwir en deus debret re a vadigoù 2 . Peogwir emañ c'hoazh e bijama gantañ 3 . Peogwir en deus c'hoant chom hep bezañ flemmet gant an amprevaned Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei@gmail.com Chañs vat deoc'h !


Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel

Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel

12/04/2023

Setu un abadenn kinniget deoc'h gant Marianne, Morgane ha Bleuenn ! Klevet e vo komz eus ar spas, ar mor, ar merc'hed hag ar bara-mel ... Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn : Skol Diwan Kemperle diwar-benn un abadenn a zo bet kinniget dezho er skol. Kontadenn : Ar paotrig Bara-mel Sonerezh : Sirens call gant Cats on Trees Keleier ar vugale : Diwar-benn ar spas, ar mor hag ar merc'hed Rekipe : Ar Boulomig bara-mel C'hoariit ganeomp evit gounit al levr "Ar Brammoù" gant Erwan Hupel ! Respontit d'ar goulenn-mañ : E pelec'h ne c'hell ket ar merc'hed votiñ ? 1 . E Bro C'hall 2 . E Arabi-Saoudit 3 . E Breizh Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei@gmail.com Chañs vat deoc'h !


Rekipe Alumenn Avaloù

Rekipe Alumenn Avaloù

12/04/2023

Ezhomm ho po: 1 vi 1/2 werennad laezh 2 loaiad vras a vleud 1 loaiad vras a eoul 2 loaiad vras a sukr 1 aval 1) Lak un den gour da rouzañ en amann an avaloù bet diblusket ha troc'het. 2) Gra ur puñsig er bleud. 3) Lak en urzh al laezh, ar vi, an eoul hag ar sukr. 4) Bas mat gant ur foet. 5) Diskenn an toaz war an avaloù ha poazh war an tan bihan. Kalon vat da zebriñ!


Kontadenn Keneiled vat

Kontadenn Keneiled vat

12/04/2023

Ur gontadenn skrivet gant Paul François troet e brezhoneg gant Tugdual Kalvez. Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho gant sikour Lou Millour, Marianne Vaidie ha Morgane Bramoullé.


Keneiled vat !

Keneiled vat !

12/04/2023

Merc'hed, paotred, keneiled vat ha devezh ar c'housk gant Bleuenn ha Morgane ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Plogastel St Jermen o komz diwar-benn ar merc'hed hag ar baotred Kontadenn : Keneiled vat Sonerezh : Wasting my young years gant London Grammar Rekipe : Alumenn avaloù


Budapest ha Carrot cake

Budapest ha Carrot cake

12/04/2023

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi Skol divyezh Douarnenez o komz diwar-benn o raktres labour-dorn Kontadenn : Rojer ar spontailh Sonerezh : Budapest gant George Ezra Rekipe : Carrot cake


Rojer ar Spontailh

Rojer ar Spontailh

12/04/2023

Ur gontadenn skrivet gant Loeiza, embannet er gelaouenn Rouzig. Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero, Brieg Moal ha Marianne Vaidie.


Carrot cake

Carrot cake

12/04/2023

Evit 6 den : - 340 gr sukr semoul - 3 vi - 175 gr bleud - 100 gr Philadelphia cream cheese (pe St Moret) - 1 sac'had gouel kimikel - 1/2 loaiad kafe holen - 1 loiad vras sukr lindr - 200 gr karotez - 150 gr kraoñ - 10 sl eoul - 1 loaiad vihan kanell - 1/2 loaiad vihan muskad - Toaz amandez orañjez ha gwer (evit kinklañ, ma fell deoc'h) Lakit ar forn da dommañ da 180°C/ termosta 6 Dibluskit ha flastrit ar garotez en un doare gros pe o lakaat en ur frikerez Mesklit ar gouel, ar bleud, an holen hag un nebeud spisoù a-bep seurt Territ ar c'hraoñ Basit ar vioù hag ar sukr semoul en ur pod vras Lakit ar mesklaj da eonenniñ Ouzhpennit 2 loaid vras dour tomm Ouzhpennit an eoul E meur a -wezh, skuilhit ar bleud mesklet gant ar spisoù, ar c'hraoñ hag ar c'harotez Lakit amann en ur moll Skuilhit ar mesklaj er moll Lakit da boazañ e-pad 55 minutenn (ret eo d'ar gwastel bezañ sec'h) Rekipe evit an toaz war-c'horre: Basit ar cream cheese gant ar sukr lindr Ledit ar mesklaj war-c'horre ar c'harrot cake (ret eo d'ar c'harrot cake bezañ yen) Tu zo deoc'h ober ur garotezenn gant an toaz amandez evit lakaat war ar gwastel Ha debrit !!!!


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ