Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Rekipe Sushi frouezh

Rekipe Sushi frouezh

12/04/2023

Ezhomm ho po: - 200g riz ront - 75cl laezh-dienn - 100gr sukr - 1 glorenn vanilha - frouezh (sivi, melon, pechez, mangez, kiwi .. ) 1° Lakait ar riz da boazhañ e-barzh al laezh hag ar vanilha ( troc'hit ar glorenn vanilha en he hirder) war un tan bihan e-pad 30 mun tamm-pe-damm. Dourenn ebet na rank chom. 2° Ouzhpennit ar sukr ha laoskit da yenaat e-pad, d'an nebeutañ, 1 euriad. 3° E-pad ar mare-se: gwalc'hit ar frouezh (dibluskañ anezho ma 'z eo ret) ha troc'hit anezho e lavnennigoù fin. 4° Stummit keunellennigoù bihan gant ar riz. 5° Lakait war pep tamm riz ur lavnennig frouezh. Tu zo deoc'h debriñ ar sushied frouezh gant chokolad teuzet pe ul lipig sukret.


Kroc'hen azen

Kroc'hen azen

12/04/2023

Kroc'hen azen gant Charles Perrault. Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero.


An aon 'pad an noz ha loened dreistordinal

An aon 'pad an noz ha loened dreistordinal

12/04/2023

... hag ivez ya-ouank.com ha milkshakes gant Morgane ha Bleuenn ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolajidi skol Plogastel Sant Jermen diwar-benn an aon e-pad an noz Kontadenn : Chipo o pennfoliñ Sonerezh : Couting stars gant One Republic Keleier ar vugale : Loened dreistordinal Rekipe : ar Milkshake


Kontadenn ar Vorganezig diwezhañ

Kontadenn ar Vorganezig diwezhañ

12/04/2023

Ar vorganezig diwezhañ skrivet gant


Ar moc'h, ar vorganezig hag ar beatbox

Ar moc'h, ar vorganezig hag ar beatbox

12/04/2023

Dizoloit ar moc'h hag ar beatbox gant Morgane ha Bleuenn ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Loenig loen : Un abadenn kinniget gant Keridwenn Ar Mero diwar-benn ar moc'h Kontadenn : Ar vorganezig diwezhañ Sonerezh : Somebody to you gant The Vamps Keleier ar vugale : Ar beatbox Rekipe : ar C'hoaven chokolad


Rekipe ar C'hoaven chokolad

Rekipe ar C'hoaven chokolad

12/04/2023

Ezhomm ho po : 4 melen vioù 4 loaiad vras bleud 2 loaiad vras maizena 1 litrad laezh 150 gr sukr 200 gr chokolad a dammoù 20 cl koaven fresk - Mesklit en ur plad vras ar bleud hag ar maizena, distrempit tamm-ha-tamm gant ul lodenn eus al laezh yen hag ouzhpennit koaven fresk. - Lakait ar melenoù vioù e-barzh. - Skuilhit peurrest al laezh gant ar meskaj sukr ha chokolad ha lakait da dommañ er skinforn eus 3 mun da 3 mun betek ma vefe teuzet ar chokolad. - Ouzhpennit ar meskaj kentañ ( bleud, maizena ha laezh ) ha lakait er skinforn eus 3 mun da 3 mun betek ma devfe ar meskaj. - Lezit da yenaat ha lakait er yenerezh. Kalon vat da zebriñ, ha debrit asambles war an ton bras !


Un dro vale e Afrika gant Marianne ha Bleuenn

Un dro vale e Afrika gant Marianne ha Bleuenn

12/04/2023

Loenig Loen, kinniget deomp gant Keridwenn Ar Mero diwar-benn ar marmouzed. Kontadenn : Boubam hag an tam tam. Sonerezh : Staff Bendan Bilili gant Staff Benda Bilili. Keleier ar vugale : Roueed ha rouanezed ar bed, deiz-ha-bloaz LOL hag an oto Google. Rekipe: Ar "charlotte" Ananas.


Abadenn Redadeg ha paotrezig alumetez gant Marianne ha Bleuenn

Abadenn Redadeg ha paotrezig alumetez gant Marianne ha Bleuenn

12/04/2023

Atersadenn : Karen, Enora ha Gael mui kanaouenn ar c'hwec'hveidi skolaj Diwan Jakez Riou evit ar Redadeg. Sonerezh : An ton "Laouen" evit Lipdub ar Redadeg e Roazhon. Kontadenn: Paotrezig an alumetez. Keleier ar vugale : Ar marathon + Redadeg. Rekipe : Ar wastell legumaj.


Arzhig Du, kib vell-droad ar bed ha smoothie

Arzhig Du, kib vell-droad ar bed ha smoothie

12/04/2023

Fin ar raktres treiñ Arzhig Du, bugale harozed ha sivi lipous gant Katell ha Morgane ! Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Fin ar raktres treiñ Arzhig Du, gant Arnaud, embanner, Romaric, lisead ha Gwenole, skoliad Kontadenn : Keneiled vat Sonerezh : Heroes gant Janelle Monae Keleier ar vugale : #bringbackourgirls Rekipe : Smoothie sivi


Rekipe Smoothie sivi

Rekipe Smoothie sivi

12/04/2023

Fardet 'vo ur smoothie gant sivi, da laret eo un evaj fresk ha yac'hus a vo un teuzar evit merenn vihan. Evit 4 den 'zo ezhomm : - 300 gram sivi. Tapit reoù gounezet b'ar vro, gwelloc'h eo! - 1 vananezenn - 10 tamm skorn bennak - hag un tammig sukr ma 'zo ezhomm Troc'hit ar frouezh a dammoù bihan ha meskit mat en ur robod. Tañvit ha ma kavit eo re drenk ar frouezh, ouzhpennit un tammig sukr poultr. Ouzhpennit an tammoù skorn ha drailhit anezho a-benn kaout chug skornet. Dasparzhit ar meskaj 'barzh gwerennoù brav hag evit diouzhtu. Sed aze, prest eo ar smoothie ! Tu 'zo lonkañ 'nezhañ gant ur blouzenn ha staliañ ur sivienn war benn ar werennad. Ma fell deoc'h e c'hellit lakaat ar meskaj er yenerezh ha 'giz se teuio da skornenn !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ