Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar 6vet klas

Ar 6vet klas

12/04/2023

Atersadenn : ar 6vet klas gant skolajidi Diwan Jakez Riou Kemper Sonerezh : I was made for loving you, gant ar strollad Kiss Rekipe : kreien kourjetez Keleier ar vugale : profañ 400 marc'h-houarn da vugale Bro India C'HOARI !!! "E peseurt kantved eo bet ijinet ar marc'h-houarn ?"


Rekipe kreien kourjetez

Rekipe kreien kourjetez

12/04/2023

Evit 4 den e vo ezhomm : - 7 kourjetezenn bihan a-walc'h - 3 loaiad vras a zienn-fresk - 100 gram fourmaj rasklet - pepr ha holenn Prest oc'h ? Deomp de'i ! Da-gentañ, rakpoazhit ar c'hourjetez ouzh ar vurezh. Implijit ur gaoter-aezhenn pe ur gastelodennad dour hag ur paner-aezhenn e-barzh. Evit rakpoazhañ ar c'hourjetez n'eo ket dav dibluskañ na troc'hañ anezho met gwalc'hiñ anezho tra ken. Ur wech rakpoazhet ar c'hourjetez, dibluskit anezho ha troc'hit peder anezho a-dammoù. Meskit ar peder-se gant an dienn, ar pepr hag an holenn. Ar gwellañ eo meskañ gant ur robot. An teir c'hourjetez a chom a c'hellit troc'hañ e laonennoù. Tapit ur plad mat da vont er forn ha ledit un tamm amann ennañ. Raktommit ar forn da 200°. Skuilhit ar yod kourjetez er foñs ha stalit al laonennoù war-c'horre. Ouzhpennit ar fourmaj rasklet. Laoskit ar pladad er forn e-pad un ugent munud bennak, hag ur wech krazet ar fourmaj eo prest !


Rekipe rolloù eog ha fourmaj-gavr

Rekipe rolloù eog ha fourmaj-gavr

12/04/2023

Hiziv 'ginnigin deoc'h ur sekred-kegin lipous-tre : Rolloù eog ha fourmaj-gavr. An teuzar, n'eo ket'ta ? Brav 'vo servij an dra-mañ 'vit an digor-kalon pe c'hoazh evit an dibenn-pred. Evit pevar den 'vo ezhomm : - Peder skejenn eog mogedet - Ur podad fourmaj-gavr fresk - Geotennoù doare perisilh ha koriandrez - Spisoù doare kumin - Pepr hag holenn Tennit ar fourmaj-gavr deus ar yenerezh un tammig a-raok implij rak arabat na vefe re galet. Skuilhit ar podad e-barzh ur bolenn ha meskit mat gant ar geotennoù, ar spisoù ar pepr hag an holenn. Stalit ar skejennoù eog war ur blakenn, tost-mat ar skejennoù an eil deus ebet ha ledit ar meskaj fourmaj warno gant ul loa. Rollit ar skejennoù ha lakit anezho er yenerezh e-pad un nebeud eurvezhioù e-barzh paper-film. Goude-se troc'hit ar roll dre dammoù bihan ha stalhit bep a bik e-barzh. N'eus ken debriñ ! Kalon vat !


An distro-skol !

An distro-skol !

12/04/2023

Setu lañset abadenn nevez Deomp de'i, un hanter-eurvezh asambles gant Katell ha Morgane. Atersadenn : ur sell war ar gelaouenn Louarnig gant Kami Sonerezh : Summertime, gant Janis Joplin Rekipe : eog ha fourmaj gavr Keleier ar vugale : sekredoù ar momied Goulennaoueg : petra a blijfe deoc'h klevet e-barzh Deomp de'i ???


Kentañ Kent