Ur wastelenn a vo fardet hiziv en-dro... Ur wastelenn lipous ma zo unan, gant chokolad ha flamboez. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 5 vi - Un 20 bennak a flamboez - 150 gramm amann - 160 gramm sukr - 125 gramm poultr amandez - 60 gramm bleud - 20 karrezenn chokolad gwenn da boazhañ - 1 sitroñs Lakit ar forn da dommañ war 180 derez ha ledit amann e foñs ur plad. Rannit ar gwennoù hag ar melenoù vi ha lakit ar gwennoù en ur volenn. Lakit an amann da deuziñ. Troc'hit ar chokolad a vunudoù. Gwalc'hit ar sitroñs ha rasklit e groc'henn. Meskit ar gwennoù-vi hag ouzhpennit ar sukr, an amann, an almandez, ar bleud, ar sitroñs hag ar chokolad. Meskit mat, gant ur robod ma 'zo ezhomm. Skuilhit an toaz er plad ha stalit ar flamboez war-benn. Lakit ar gwastellenn da dommañ er forn e-pad ur c'hard-eur.
Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv... Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu ! Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson Rekipe : Nanarzhioù malv-gwenn spontus Kontadenn : "Tazmant an noz"
Emañ gouel Halloween o tont... Fardomp neuze nanarzhioù malv-gwenn spontus ! Evit pevar den 'vo ezhomm : - Ur pakad nanarzhioù malv-gwenn - Div loaiad vras sukr lindr - Un nebeud takennoù livad-boued ruz hag un nebeud takennoù dour ha chug sitroñs Krogit o fardañ ar sklasañ livet. Dav neuze meskañ ar sukr lindr, al livad-boued hag ar sitroñs mesket gant an dour. Ma 'fell deoc'h kaout liv ruz-tan, ouzhpennit livad-boued. M'eo re zourek ar meskaj, ouzhpennit sukr-lindr. Gant beg ur gontell, tresit daoulagad ruz d'an nanarzhioù gant ar meskaj livet. Diwallit mat na redfe ket ar meskaj da lec'h all, sankit mat al liv en daoulagad. Skrijus eo neuze an nanarzhioù ? Efed brav a raint evit merenn-vihan Halloween !
Hiziv 'vo fardet riz 'giz Kanton, evit mont da heul pladoù pesked pe kig. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 250 gr riz 'doare basmati pe thai - 50 gr piz bihan - div skejenn morzhed-hoc'h gwenn - ur vi - ul loaiad vras eoul sezam - div loaiad vras eoul arachidez hag un tammig holenn - Lakit ar riz da boazhañ e-barzh ur gastelodennad vras a zour sal. Ur wech poazhet, laoskit ar riz da zizourañ. - E keit-se, meskit ar vi gant an eoul sezam ha laoskit a-gostez. - Troc'hit ar skejennoù morzhed-hoc'h dre guboù ha laoskit a-gostez. - Lakit tommañ an eoul arachidez en ur wok ha pa teu moged, ouzhpennit ar riz. - Ouzhpennit d'ar meskaj, ar piz-bihan hag an tammoù morzhed-hoc'h 'vit ma 'vefe poazhet mat. Goude-se, lakit ar meskaj e-barzh ur plad. - Er wok tomm-mat c'hoazh, fardit un alumenn voan gant ar vi mesket. - A-raok na vefe re boazh an alumennig, ouzhpennit ar riz, ar piz hag ar morzhed-hoc'h. Ha setu, prest ar boued ! Ouzh taol !!
Hiziv e kinnigan deoc'h fardañ madigoù. Reoù lipous ha yac'h, dispar evit ur gouel ! MARV-GWENN GANT BENT Evit pevar den 'vo ezhomm : - Un hanter werennad siroz bent - 8 folenn gelatin - 5 gwenn-vi - 500 gram sukr poultr - 50 gram glukoz hag holenn Evit kregiñ, lakit ar folennoù gelatin da vlotaat e-barzh dour-yen SON1 Lakit ar 5 gwenn-vi e-barzh ur robot-mesker gant un tammig holenn. Lakit ar sukr, ar glukoz hag ur banne dour da dommañ 'barzh ur gastellodenn. SON2. Laoskit ar sirop da virviñ 'pad 10 munud bennak o tiwall mat. E-keit-se, meskit ar vioù. SON3 Tennit ar gastellodenn diwar an tan ha skuilhit ar sirop ho peus fardet war ar vioù mesket. Dalc'hit da veskañ. Tennit ar folennoù gelatin diouzh an dour hag ouzhpennit anezho unan hag unan d'ar meskaj. Ouzhpennit goude-se ar sirop bent. Meskit en-dro an holl draoù e-barzh ar robod. SON3 Ur wech yenaet an traoù, lakit sukr lindr war foñs ur plad ha ledit an toaz. Ret gortoz 10 eurvezh bremañ. Ur wech sec'het un tu, grit ar memes-tra evit an tu all. Lakit sukr lindr war foñs ur plad ha lakit an tu all da serc'hiñ. Gant ur gontell, troc'hit an tammoù marv-gwenn a laonennoù. Yerc'hed mat !