Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Sport ha Karambar

Sport ha Karambar

12/04/2023

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Pariz o komz diwar-benn ar micherioù o defe c'hoant ober, ar pezh a lennont hag ar sport! Kontadenn : Moutig an alori Sonerezh : 1977 Gant Anita Tijoux Rekipe : Ar gwastell karambar C'hoariit ganeomp war blog Deomp de'i !


Moutig an alori

Moutig an alori

12/04/2023

Kontadenn Moutig an alori, lennet deomp gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Marianne Vaidie. Un destenn gant Yann Ber Kemener.


Rekipe ar gwastell karambar

Rekipe ar gwastell karambar

12/04/2023

Evit 6 den ho po ezhomm : - 200gr bleud - 150gr amann - 75gr sukr - 20 karambar - 3 vi - 1/2 sac'had gouel - 1 biñsad holen Lakaat ar forn da dommañ en a-raok da 180 derez (termosta 6). Mesklañ ar bleud, ar gouel hag an holen en ur plad vras. Ouzhpennañ ar vioù ha mesklañ mat pep-tra betek ma vefe unvan an toaz. Lakaat da deuziñ, en ur gastolodenn, an amann hag ar c'harambarioù. Skuilhañ ar mesklaj en toaz ha mesklañ mat. War-lerc'h : Skuilhañ pep-tra en ur voull leun a amann. Lakaat da boazañ ar gwastell er forn da 180 derez e-pad 25min. Ha servij !!!


Bottereaux, bignez Bro Naoned

Bottereaux, bignez Bro Naoned

12/04/2023

Ezhomm ho po (evit 10 den): 800gr bleud 7 vi 250gr amann 1 sac'had gouel 100 g sukr 20 sl laezh rhum (diret) 8sl dour bleuñv oranjez 1 biñsad holen sukr lindr Lakaat ar bleud en ur pod vras hag ober ur puñs enni. Terriñ ar vioù ha lakaat anezho er puñs gant al laezh, ar sukr, ar gouel, an holen hag ar bleuñv oranjez. Labourit mat an toaz gant ho taouarn. Ouzhpennit an amann e tammoù bihan. Ha kendalc'hit da labourat mat ar mesklaj. Grit ur voulenn vrav gant an toaz ha laoskit da repoz e-pad 2 eurvezh, ul lien propr war c'horre. Gant ur ruilhenn doaz, ledit anezhi evit m'he defe 1/2sm a devder. Troc'hit a dammoù karrezennek gant ur gontell. Lakit da dommañ eoul en ur chaodenn vras. Pa vez tomm an eoul lakit ar bottereaux unan hag unan enni. Troit anezho pa vezont hanter poazh. Tennit anezho ha lakit anezho en ur plad. Lakit sukr lindr war c'horre ha tañvit anezho !


Beaj familh an Erminiged

Beaj familh an Erminiged

12/04/2023

Dizoloit beaj diwezhañ familh Ermione hag Ermilin, an erminiged. Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero gant sikour Marianne Vaidie. Skrivet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho


Merc'hed, paotred ha bignez

Merc'hed, paotred ha bignez

12/04/2023

En abadenn e klevoc'h :` Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Plogastel-Sant-Jermen o prederiañ war ar merc'hed hag ar baotred Kontadenn : Beaj an Erminiged Sonerezh : Magic gant Coldplay Keleier ar vugale : Sonerezh Mario Bros gant binvigi a bep seurt / chokolad Rekipe : Bottereaux Ha c'hoariit war blog Deomp de'i !


Kontadenn An Erminiged e Kernitron al Lann

Kontadenn An Erminiged e Kernitron al Lann

12/04/2023

Adkavit istor Ermilin hag Ermione, erminiged e Kernitron. Skrivet ha lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho ha Marianne Vaidie.


Rekipe Saosison chokolad

Rekipe Saosison chokolad

12/04/2023

Ur rekipe aes-tre evit ar re a blij dezho ar chokolad kinniget deoc'h gt Bleuenn. Evit fardan ar saosison chokolad ho po ezhomm: - 200 gr Chokolad du - 100 gr Amann - 100 gr Sukr lindr - 1 Vi - 10 Chamallow - 150 gr Gwispid doare " Petits beurre" 1) Lakit da deuziñ ar chokolad hag an amann en ur gastolodenn doare "dourgib". Pa 'z eo teuzet pep-tra, mesklit mat betek ma teufe da vezañ flour ar mesklaj. 2) Tennit ar gastolodenn eus an tan hag ouzhpennit ar vi a-bezh en ur mesklañ buan, hag ouzhpennit ar sukr lindr. 3) Torrit ar gwispid e tammoù bihan. Ha troc'hit pep tamm chamallow e 6. 4) En ur pod vras, mesklit ar chokolad tevet, bruzhunoù ar gwispid hag an tammoù chamallow. 5) Skuilhit pep-tra war ur follenn aluminium vras. Ha plegit an aluminium tro-dro d'ar mesklaj evit reiñ stumm ur saosison dezhañ. 6) Lakit ar saosison er yenerezh e-pad 6 eurvezh evit ma teufe da vezañ kalet. Ha prest eo da vezañ lonket ! Plijadur vras deoc'h!


Mario Bros, ar chokolad ha Nolwenn LeRoy

Mario Bros, ar chokolad ha Nolwenn LeRoy

12/04/2023

Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Pariz o kanañ hag o komz diwar-benn sonerezh Kontadenn : An Erminiged e Kernitron al Lann Sonerezh : What does the fox say gant Ylvis Keleier ar vugale : Sonerezh Mario Bros gant binvigi a bep seurt / chokolad Rekipe : Sosison chokolad


Kontadenn : Ganedigezh Ermione

Kontadenn : Ganedigezh Ermione

12/04/2023

Ganedigezh Ermione Gant Cecilia Ollivier ha Drian Bernier Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ