E-pad vakañsoù miz C'hwevrer e oa bet dalc'het stajoù c'hoariva e brezhoneg gant Ar vro Bagan e Plougerne. Daou bezh-c'hoari kinniget gant ar vugale a vo da selaou en abadenn-mañ : An dañserien noz hag Ar bleizi-mor.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Diskouezadeg an arzourien Elouan Cousin ha Swann Chevillotte zo da welet betek digwener dre brenestri savadur ar gevredigezh "Au feu à droite" e Brest. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar gevredigezh-se gant Marvin Moal a sav tresadennoù bev ha Guilvic Le Cam a sav filmoù. An daou arzour o deus o atalier eno, e karter Rekourañs.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Da geñver al lezenn "3DS" en deus roet kuzul-kêr Plouezoc'h ur chomlec'h d'an hentoù ha d'an tiez. Ul lodenn eus an anvioù-lec'hioù anvet zo aet diwar-wel. Savet en deus Yann-Fulup Taleg ar strollad "Collectif lieux-dits Plouezoc'h" evit derc'hel anezho.
Graet e vo anv eus al levr "Guide des noms de lieux bretons: un trésor à préserver, un patrimoine à partager" bet skrivet gant Yann-Bêr Kemener ivez. Ouzh mikro Karolina Rufflé e oa ar skrivagner warlene. Deuet e oa a-benn da virout an anvioù-lec'hioù anvet e Terrug. Klevet e vo anezhañ e eil lodenn an abadenn.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Ar raktres "Roud Diroud" zo ur raktres c'hoariva gant ur strollad amatourien hag amatourezed. Kaset eo gant Mona Caroff a zisplego hiroc'h diwar-benn ar raktres-mañ a zo e raktres european "Phōnē" a laka war-wel ar yezhoù minorel.
Glenan Guillou zo unan eus ar gomedianed a gemer perzh e Roud Diroud. Gantañ e vez kinniget "ar youc'hadenn" bep Sul war varc'had Sant Loeiz e Brest ivez.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Poltred : Roud Diroud
D'an 22 a viz C'hwevrer e oa dalc'het forom ar micherioù e brezhoneg gant Stumdi e Landerne. Un digarez da lakaat ar gaoz war plas ar brezhoneg e bed al labour gant :
- Meriadeg Vallerie en deus kaset an enklaskoù "Ar postoù labour hag ar brezhoneg" e 2012 ha 2022 gant Ofis publik ar brezhoneg.
- Aourell Couteau eus servij heñchañ Stumdi
- Rozenn Le Plénier e-karg eus ar brezhoneg e kentañ derez e skolioù katolik e Penn-ar-Bed
- Nolwenn Horellou, karget eus ar c'hehentiñ gant Diwan
- Cyril Mocquard eus an Institut national supérieur du professorat et de l'éducation (INSPE) e Sant-Brieg
- Patricia Legrand-Peoc'h eus Bureau Information Jeunesse (BIJ) Brest
- Sterenn Le Guillou, karget a ziorren an dudi Brezhoneg/Gallaoueg e Union Bretonne pour l'Animation des PAys Ruraux (UBAPAR)
- Natacha Guénolé, merourez rouedadoù sokial "Nat B. Good"
Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard ha Maëlys Poublanc
Erwan Blanchard, kelaouer war gefridi e Pariz gant Brudañ ha skignañ, en doa enrollet stourmerien ha stourmerezed a oa er vanifestadeg kaset gant "Evit ma vevo hor yezhoù" d'ar 7 a viz C'hwevrer :
---Gregory Moign, renerer lise Diwan Karaez
---Anwenn Bricaut-Salomon, liseadez
---Nina Bidault, liseadez
---Matilin Tepot, lisead
---Inès, ur skolajiadez eus bro Euskadi
---Yves-Marie Derbrée-Salaün, teñzorer Diwan
---Pol Molag, ezel eus ar strollad "Evit ma vevo hor yezhoù"
---Adèle Pinon-Langlais, dileuriadez. Kaozet he doa gant an deputeed.
Sevel ur c'harr-nij penn-da-benn ? Deuet eo a-benn d'e huñvre Loeiz Noblet ha padal ne oa ket a-vicher ! Deomp gantañ e aero-kleub Gwipavaz el lec'h m'emañ staliet Chouchennn 1, e garr-nij.
A-hed an abadenn e vo klevet Jean-Marie Jacq, blenier ivez. E fin e kinnigo ur gentel bleniañ ur c'harr-nij da Herve ar Beg. Enrollet e oa bet gantañ e 2011.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Digoret vo an abadenn gant kronikennoù Leo, Tess & Romane ha Lila eus lise Tristan Corbière Montroulez.
Testeni Kristell Kombod a vo klevet, skolarez e Sant Edern Ploudern, diwar-benn ur veaj bet graet ganti e Oslo gant Erasmus evit gwelet penaos e vez graet "skol er maez" d'ar skolidi ahont.
Klozet 'vo gant ur fablenn "Al Louarn ha Marharid gouzoug-hir". Gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina.
Da zigeriñ an abadenn 'vo klevet kronikennoù savet gant Jean, Gwenvel ha Lou eus Lise Tristan Corbière e Montroulez.
Kendalc'het 'vo gant un dibab geriennoù ha lesanvioù a gaver 'barzh levr-pladenn Dastum Bro-Leon "Brezhoneg ar 'ro". Mikael Madeg 'vo klevet.
Ur fablenn goude-se gant Dominque Thepaut "Bodadeg gant ar Razed" hag e vo klozet gant barzhoneg Anjela Duval "Va c'halon" da geñver "Froudennoù Jil".
Gant Karolina
Kaoz 'vo diwar-benn levr-pladenn " Brezhoneg ar 'ro" skrivet gant Mikael Madeg hag embannet gant dastum Bro-Leon.
Ur sell a-dostoc'h hiziv war ar pezh 'zo heverk da vrezhoneg Eusa a-fed yezh.
"Froudennoù Jil" a vo ivez: div varzhoneg ("Gwennilied" diwar ar Barzhaz Breizh, "Porzh" gant Roparz Hemon hag un ton warlerc'h dibabet gant Jil!)
Fin an abadenn e adkavimp Ildut a-benn displegañ ar mod da ober war-dro ar girzhier.
Gant Karolina.