---A-benn disadorn e vo aozet e Pleiber-Krist un devezh fest-deiz ha fest-noz da rastellat arc’hant da sikour stourmerien sindikel eus Montroulez da baeañ fraejoù alvokaded. Rebechet eo dezho bezañ stanket an hent bras N12 e 2023. Displegadennoù gant Fabris Kadou, unan eus ar stoumerien a zo bet kastizet. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
---
---
---Divizet eo bet gant ti-kêr Plouedern staliañ panelloù evit lakaat war-wel glad ar gumun. Troet int bet e brezhoneg gant ar c'huzulier-kêr Paul Mingant. Lavarout a raio hiroc'h diwar-benn ar c'hoari kinniget da arvesterien an iliz e bourc'h Plouedern. Ur pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc.
---
---
Levr kentañ Clyde Dlugy-Belmont, Stourm e Mor Skos, zo war renk "Priz ar yaouankiz" ar bloaz-mañ. Un eil levr en deus skrivet ar skolaer e Kommanna : Konstantinopolis. Embannet int gant Keit vimp bev. Plijout a ra d'ar skrivagner ar grenn-vrezhoneg ivez ! Displegañ a raio penaos e treiñ testennoù.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Tro o deus bet liseidi Tristan Corbière Montroulez da baseal ur sizhunvezh e Euskadi da geñver ur veaj skol. Un digarez ivez evito da ober pennadoù-kaoz ha da sevel un abadenn gant sikour o c'helenner Fabris Kadou.
"Froudennoù Jil" a vo ivez hag e vo graet anv gant Mikeal Madeg eus kontadenn "An touseg war an aour" ha kredenn "Ar gouere pez" a gaver 'barzh levr-pladenn Dastum Bro-Leon "Brezhoneg ar ro".
Gant Karolina
An eil abadenn e kompagnunez Aziliz Peaudecerf!
An taol-mañ 'vo graet anv eus podkastoù savet ganti hag embannet war lec'hienn Ouest-France 'barzh "Korn ar brezhoneg". Daou stirad podkastoù a zo " Eus ur remziad d'egile" ha "Breizhiz er C'hanada".
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut " Ar Miliner, e Vab hag an Azen".
Gant Karolina
D'ar Sadorn 16 ha 17 a viz Meurzh eo bet dalc'het ar Foar bio e Landerne. Un abadenn a zo bet enrollet gant :
-Anwen Le Jeune ha Morgan Faligot, evit an aozadur ;
-Vonick Fraval, e penn Mohair Breizh ;
-Lila Le Guen evit ar stal boulejerez Le Signor ;
-Constant Oger, braserez SKLENT ;
-Jean-Paul Kerjean, unan deus krouerien ar FOAR 26 vloaz 'zo.
-Bugale o tañva traoù lipous : Plume, Brune, Arwen.
Mouezhioù tud yaouank a vo da selaou en abadenn-mañ :
- Skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez o deus kaset a-benn ur raktres skrivañ ha kontañ istorioù skrijus hag euzhus gant o c'helenner Jean Roualec-Quere.
- Skolidi divyezhek skol Arzmael e Plouarzhel o deus kinniget un abadennig radio gant o skolaerez Véronique Ladan. Klevet e vo lodennoù eus ar gartenn-bost da glevet o doa kaset d'o c'henskriverien e bro Dunizia.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc