Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Pemp strollad kan bodet e Gwipavaz evit ur veilhadeg ("TRO-KAN")

Pemp strollad kan bodet e Gwipavaz evit ur veilhadeg ("TRO-KAN")

09/02/2024

Pemp strollad kan eus ar vro a ginnigo ur veilhadeg fenoz e Gwipavaz. Kanerien ha kanerezed ar c'hevredigezhioù Skolpad Lokournan, Gwalarn (Ar Releg), War roudoù ar Gelted (Gwipavaz), An Daoulamm (Plougastell) hag Ar vro bagan (Plougerne) a vez bodet teir gwech ar bloaz evit kinnig ar c'hanaouennoù e brezhoneg o deus desket. Jean-Claude Emeillat, prezidant ar gevredigezh War roudoù ar Gelted, a lavaro hiroc'h diwar-benn an abadennoù-se anvet "TRO-KAN".

En abadenn-mañ ivez :
- Véronique Ladan hag hec'h avantur en abadenn dele Foeterien
- Ul lodenn eus yaouankiz Katerin ar Gov, 105 vloaz anezhi, maouez koshañ Daoulaz
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Aet eo maout an taol lañs "Trio libre" gant Leved' Tatañ e Plougastell

Aet eo maout an taol lañs "Trio libre" gant Leved' Tatañ e Plougastell

06/02/2024

Bep bloaz e miz Genver e kinnig Bleunioù Sivi, kelc'h keltiek Plougastell, un taol-lañs evit an triadoù a son sonerezh da zañsal. Ar bloaz-mañ eo aet ar maout gant ar strollad Leved' Tatañ. Klevet e vo Emma Gélébart eus Bleunioù Sivi ha Malo ar Gall, soner fleüt an triad "Leved' Tatañ".

Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc

Poltred : Irène Mopin


Peder c'hevredigezh eus Brest zo a-enep Republik Bro-C'hall ?

Peder c'hevredigezh eus Brest zo a-enep Republik Bro-C'hall ?

01/02/2024

Peder c'hevredigezh eus Brest zo bet nullet o skoazell-arc'hant gant prefed Penn-ar-bed e 2023. Koulskoude e oa bet asantet gant ar gomision a zo e karg da zibab ar raktresoù "kef da ziorren ar vuhez kevredigezhel" (FDVA). Isprefed Brest en deus displeget da gCanal Ti zef n'eo ket bet roet ar skoazell dezhi abalamour ma n'he dije ket doujet da reolennoù Republik Bro C'hall. Klevet e vo Kristen Falc'hun eus Canal Ti Zef ha Pierre Servain eus ar gevredigezh Ekoumene ouzh mikro Erwan Blanchard.

E eil lodenn an abadenn e vo klevet ar gontadenn "Gwenneien an aotrou Skouarneg" 'bet kontet gant Agnès Chevalier e mediaoueg Lokournan e miz Genver.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Stourm a-enep kreizenn nukleel Plougoñ displeget da liseidi eus Montroulez

Stourm a-enep kreizenn nukleel Plougoñ displeget da liseidi eus Montroulez

26/01/2024

Jean Moalic ha Fañch an Henaff a oa stourmerien a-enep kreizenn nukleel Plougoñ e fin ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. Pedet e oant bet gant Fabris Kadou ha Fañch Oger, kelennerien war ar brezhoneg e Montroulez, da gaozeal gant liseidi hentenn divyezhek Tristan Corbière.
Diwallit : son eil lodenn an abadenn a vo boud.


Diskouezadeg "Kanañ er skol"

Diskouezadeg "Kanañ er skol"

25/01/2024

"Kanañ er skol" zo un diskouezadeg savet gant Ti-embann ar skolioù (TES). Skolidi Skol Itron-Varia-an-Trec'h Ploueskad o deus profitet eus ur weladenn heñchet kinniget gant Marivon Berthou.
Embannet eo an abadennn gant Maëlys Poublanc


Ar Breizhtival e Landivizio

Ar Breizhtival e Landivizio

25/01/2024

Bep bloaz e vez eus ar Breizhtival e Landivizio.
Aozet gant kevredigezhioù eus ar vro: Bagad Landi, Dañserien Lann Tivizio, Ti-kear Landi, KLT hag ivez Strollad Bro Landi.
Gant Strollad Bro Landi vo displeget war leurenn sal Tourenemine daou bezh c'hoari skrivet gant Maria Prat: "An hini gozh o vont da dennañ he foltred" ha "D n'an hini diwezhañ bev"
Gant Karolina


Levr-pladenn Dastum Line Marnée 2

Levr-pladenn Dastum Line Marnée 2

23/01/2024

An eil abadenn gouestlet da levr-pladenn Dastum & Dastum Bro-Leon "Line Marnée, ur ganerez eus Tremenac'h e Plougerne".
Kinniget gant Kristof Nikolaz ha Goulc'han Kervella.
Da gaout ivez en abadenn " Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg diwar-benn gerioù ar c'housk.
Gant Karolina


Levr-pladenn Dastum Line Marnée 1

Levr-pladenn Dastum Line Marnée 1

23/01/2024

Levr-pladenn Dastum ha Dastum Bro-Leon "Line Marnée, ur ganerez eus Tremenac'h e Plougerne" kinniget gant Kristof Nikolaz, prezidant Dastum Bro-Leon & gant Goulc'han Kervella , bet oc'h enrollañ Line Marnée e 1986.
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut "Ar Bleiz hag an Dañvad".
Gant Karolina


"A-stroll !" n°5 - Koshaat asambles e CoolKozh e Plabenneg

"A-stroll !" n°5 - Koshaat asambles e CoolKozh e Plabenneg

22/01/2024

Tost an holl annezidi CoolKozh zo war o leve. Choazet o deus chom hep koshaat o-unan ha da sevel un ti aes da fiñval ennañ ha pa vezer gant ur gador ruilh. Klevet e vo Geneviève Thépaut, Jean-Luc Bleunven ha Jean-Yves Kerboul e Plabenneg.
[A-stroll n°4] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60730)


"A-stroll !" n°4 - Ékoumène, un annez lodet ha digor e Brest

"A-stroll !" n°4 - Ékoumène, un annez lodet ha digor e Brest

22/01/2024

E karter ar Milinoù e Brest emañ Ékoumène. Pal an annezidi eo bevañ gant o c'harter. Kinnig a reont ur sal gevredigezhel a c'hall bezañ emprestet evit ur priz dieub, nozvezhioù c'hoari, ur soubenn digoust bep miz... Pierre Servain a lavaro hiroc'h.
[A-stroll n°3] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60634)


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine