Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Nedeleg laouen gant Katell Kloareg ha Jean Pouliquen

Nedeleg laouen gant Katell Kloareg ha Jean Pouliquen

13/04/2023

O paouez embann "Mikak la fille de l'océan" ul levr gant ur bladenn sonerezh emañ Katell Kloareg. Ar gontadenn-mañ a vo kinniget d'an 21 a viz Kerzu e Boneur. Ar pennad-kaoz-mañ a zo bet enrollet gant Pauline Daniel.
E eil lodenn an abadenn e vo graet tro iliz Lambaol-Gwimilio heñchet gant Jean Pouliquen. Abaoe 30 vloaz e sav Jean ur sapre kraou Nedeleg enni.
Kudennoù zo gant son an eil pennad-kaoz, digarezit ac'hanomp.

Gant Maëlys


Tekmao & Belioñs

Tekmao & Belioñs

13/04/2023

Gant paotred Tekmao e 'vo kinniget o fladennig nevez embannet "The drunken rebelioñs".
Cheñchamant stil avat! Awenet int bet an taol-mañ gant kanaouennoù a Vro-Iwerzhon ha pedet "Belioñs" da zont da ganañ ganto.
Malo Jentil, Gweltaz Foulon ha Malo Breton enrollet gant Karolina


Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

13/04/2023

Degemer mat e ti Awenn Plougoulm e Kommanna. Ar gonterez a ginnigo hec'h abadenn "Nij" d'an 21 a viz Kerzu e Lesneven. Klevet e vo binviji enni hag en o zouez... ur vibrafon !

O paouez sevel videoioù evit "Kan ar bobl" emañ Jakez Ar Borgn e ti strollad ar vro Bagan. Klevet e vo Maryvonne Berthou hag Egareg Kervella o deus kemeret perzh er raktres-mañ.
Gant Maëlys


Ur c'hafe-atalier nevez e Plouneour-Menez

Ur c'hafe-atalier nevez e Plouneour-Menez

13/04/2023

Solen Lesouef 'zo luderez hag ezel eus ar gevredigezh Artatak. O klask arc'hant emañ ar skipailh er mare-mañ evit sevel ur c'hafe-atalier a-benn miz C'hwevrer e bourc'h Plouneour-Menez.
E fin an abadenn e vo klevet Yvette Lucas eus Ofis retredidi Brest (ORB) ouzh mikro Hermine de Kerorguen. Aozañ a ra emgavioù anvet "Kafe" yezhoù.
Kinniget gant Maëlys.


Expéditions Lumière gant Yann Kersale

Expéditions Lumière gant Yann Kersale

13/04/2023

Betek an eil a viz Geñver e vo da gaout, e palier ar Roc’han e Landerne, un diskouezadeg gant Yann Kersale "Expéditions Lumière"
Graet 'vo tro an diskouezadeg gant Solange Kloareg, e-karg eus ar c'henurzhiañ sevenadurel e ti-kear Landerne.
Anv 'vo ivez eus ur stal-geginañ bet aozet gant Ti ar Vro-Leon 'lec'h ma oa deuet ar c'heginer Dylan Simon.
Un abadenn enrollet gant Karolina


Dastum 2

Dastum 2

13/04/2023

Ha setu an eil abadenn gouestlet da Zastum Bro-Leon ha Dastum Breizh.
Kristof Nikolaz, enrollet gant Karolina


Dastum

Dastum

13/04/2023

Ar bloaz-mañ e vez lidet 25 bloaz Dastum Bro-Leon hag 50 vloaz Dastum Breizh.
Un digarez da zont en-dro war istor hag oberezhioù ar c'hevredigezhioù-se.
Kinniget 'vo ivez ar raktresoù a zo war ar stern ganto. Hag e vo klevet un dibab a zielloù graet gant Kristof Nikolaz, prezidant kevredigezh Dastum Bro-Leon.
Un abadenn enrollet gant Karolina.


Restaurants du cœur, fiñvusted ha Teatr Piba

Restaurants du cœur, fiñvusted ha Teatr Piba

13/04/2023

Temoù a bep seurt en abadenn hiziv. Klevet e vo Jo, den a-youl-vat e « Les Restaurants du coeur » er Folgoad. O paouez kregiñ emañ prantad goañv ar gevredigezh a gustum sikour an dud lakaet diaes.
A-hend-all 'vo lakaet ar gaoz war ar c'hudennoù o dez an dud dalc'het en o c'herzed e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz ha petra zo bet graet er vro evit sikour anezho. Gant Violaine Fichou eus ar gevredigezh « Coups d'Pompes », Margot ha Loreleï eus skolaj Meskoad ha Enora Coat a labour e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz.
Evit echuiñ e vo klevet Thomas Kloareg diwar-benn «phōnē » a lak war-wel ar yezhoù minorel. Leurenner Teatr Piba zo bet enrollet gant Hermine de Kerorguen.

Un abadenn enrollet gant Maëlys.


Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

13/04/2023

Seongwoo Kang, barzh ha studier war sonerezh ar brezhoneg.
O paouez embann e gentañ dastumad barzhonegoù emañ ar studier war ar werzadurezh. 'Bet lakaet ar gaoz ganeomp war al liamm etre e studioù ha barzhoniañ.
Klevet e vo Ronan Kalvez ivez. Ar c'helenner hag enklasker a ginnnigo "kafe brezhoneg" diwar-benn « Teñsorioù dornskrivet ar familh Kerdanet » a vo e Lesneven d'ar 4 a viz Genver. Lakaet eo bet ar gaoz war an devezh "la Bretagne linguistique" e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek e Brest ivez.
Enrollet gant Maëlys.


Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

13/04/2023

Ha plijet oc'h gant ar beilhadegoù ? Awen Plougoulm, deus ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes", a ro kentelioù d'ar re a fell dezho deskiñ penaos kontañ ha kanañ en ur veilhadeg. Pauline Daniel n'eus digemeret anezhi e studio ARvorig FM, asambles gant daou deus e stajiad : Emma ha Loig. Klevout a rit ivez un tañva deus ar veilhadeg zo bet d'ar 15 a viz Du.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine