Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Paroles de Sénans, an eil abadenn

Paroles de Sénans, an eil abadenn

13/04/2023

Setu an eil abadenn gouestlet da "Paroles de Senans", skrivet gant Pierre-Yves Kersulec ha Yann Riou, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.


Sten Charbonneau, paeron Stumdi

Sten Charbonneau, paeron Stumdi

13/04/2023

Bep bloaz e vez kinniget gant "Stumdi"ur paeron pe ur vaeronez d' e stajidi.
Hag eo bet dibabet an taol-mañ Sten Charbonneau , 'oa bet degemeret an deiz all e sez "Stumdi" gant Helene Bonniec, renerez nevez ar greizenn.
Gant Karolina



Beilhadeg Kommana gant ar gevredigezh L'Arbre à Pommes

Beilhadeg Kommana gant ar gevredigezh L'Arbre à Pommes

13/04/2023

Ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes" a ginnig bep miz ur veilhadeg e bro Landivizio. Awen Plougoulm a zo aozerez an abadennoù-mañ. Kinnig a ra ivez bep sizun kentelioù evit deskiñ kanañ ha kontañ. Digemeret eo bet er studio, asambles gant daou stajiad : Emma ha Loig.


Kentañ pladenn daouad Endro & Fablennoù La Fontaine war Youtube

Kentañ pladenn daouad Endro & Fablennoù La Fontaine war Youtube

13/04/2023

Klervi Rouyer ha Neven Ar Penneg eus strollad Endro zo o klask arc'hant evit sevel o fladenn. An delennerez hag ar soner gitar o deus graet un droiad gant ur vag dre lien e-pad an hañv o seniñ e porzhioù hag e tavarnioù zo.
War-lerc'h e vo klevet Maryvonne Berthou, Helle hag he mab Neven kemeret ganto perzh en ur raktres savet gant Ti ar vro Leon diwar-benn fablennoù Yann ar Feunteun war Youtube.


Paroles de Sénans

Paroles de Sénans

13/04/2023

"Paroles de Sénans". Ul levr skrivet gant Yann Riou ha Pierre-Yves Kersulec, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.


Ar strollad Tanmat ha program Ti ar vro bro Leon miz Du

Ar strollad Tanmat ha program Ti ar vro bro Leon miz Du

13/04/2023

Graet e vo anaoudegezh gant Maelys Poublanc, animatourez nevez Arvorig FM. Aterset en deus Klervi Lintanf deus Ti ar Vro bro Leon. Kinniget e vo program miz Du.
E eil lodenn an abadenn : ur strollad tud Yaouank, Tanmat, bet enrollet e studio ar radio !


Diskouezadeg abati Daoulaz gant Elodie Simon

Diskouezadeg abati Daoulaz gant Elodie Simon

13/04/2023

Un diskouezadeg gouestlet da relijionoù Afrika a zo da zizoleiñ betek an 3 a viz Kerzu e abati Daoulaz. Kinniget e vez deomp gant Elodie Simon, heñcherez.
Klevet e vo ivez Mikael Konk, kenaozer teletoñs Plougin ouzh mikro Maelys Poublanc.


Film Disoñjal & Skrivagnerez Laurence Lavrand

Film Disoñjal & Skrivagnerez Laurence Lavrand

13/04/2023

Disoñjal, ur film berr e galleg hag e brezhoneg diwar-benn koll ar yezh, zo bet skignet evit ar wech kentañ e-pad festival european film berr Brest.
Klevet e vo Janig Bodioù, komedianez, ha Madeleine Guillo-Leal, saverez ha skrivagnerez ar film.
Ha war-lerc'h, ur pennad-kaoz gant Laurence Lavrand a skriv levrioù evit ar vugale hag ar grennarded, enrollet gant Hermine de Kerorguen.
Un abadenn enrollet gant Maëlys.


Breizh a gan & Gorre ha Goueled

Breizh a gan & Gorre ha Goueled

13/04/2023

Evit an daou-ugentvet gwech e vo aozet "Breizh a gan" gant kevredad "Kanomp Breizh".
Daou zevezh gouestlet d'ar c'han a-gor e brezhoneg a vo displeget deomp gant Youenn Boulig ha Yann-Ber Thomin.
Kaoz 'vo ivez diwar-benn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh "Gorre ha Goueled". C'hoariva 'vo gant strollad ar Vro Bagan (War hent Youenn Gwernig), un atalier sonerezh akordeoñs gant Hyacinthe le Henaff hag ivez un diskouezadeg gouestlet da zilhad bro Kernevodez.
Muioc'h a ditouroù gant Serj an Huede enrollet gant Karolina.


Laouer-vez Lokrist

Laouer-vez Lokrist

13/04/2023

Diwar-benn un enklask kaset da benn gant Roger Bossard, Guy Ducellier ha Paul Mesangroas evit adkavout ul laouer-vez eus ar Grenn-amzer, a oa aet diwar-wel poent bennak... A c'heller da welet hiziv an deiz 'barzh liorzh ar chapel e Lokrist, damdost ouzh Gwinevez !
Roger Bossard enrollet gant Karolina


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine