Warc'hoazh e vo lidet deiz-ha-bloaz Bagad Plougastell. Savet eo bet hanter-kant vloaz zo. Abaoe bloavezhioù e kenlabour ar bagad gant ar strollad Oposito. Kinnig a raio ar gompagnunezh arz ar straedoù-se un dibunadeg vras gant un tropellad loened graet gant houarn e Plougastell. Muioc'h a zisplegadennoù gant Talwyn, Tremeur ha Lomig.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Poltred : Yoann Pierre
Tro daou-ugent skolajiad ha skolajiadez eus Morbihan o doa graet tro Enez Vaz e miz Gwengolo. Aziliz Sotin he doa kinniget dezho gouzout hiroc'h diwar-benn ar bezhin hag an tevenn. Ar gonterez he doa kontet dezho ur gontadenn diwar-benn ar mor ivez.
Emabannet eo bet an abadenn gant Maëlys Poublanc
Penaos e vez miret ar boued ? Peseurt ostilhoù a vez graet ganto evit sterilizañ ar podoù ? Eve Hellequin zo artizanez. Fardañ a ra rekipeoù legumaj da ledañ gant hec'h embregerezh [Miamm-Douar] (https://www.kisskissbankbank.com/fr/projects/conserverie-artisanale-miamm-douar) e Sant-Segal. Labourat a ra gant produioù bio eus ar vro a-raok mirout anezho e podoù gwer. Displegañ a raio he micher deomp. O klask arc'hant evit kregiñ da werzhañ he froduioù emañ er mare-mañ.
Kaset eo ar pennad-kaoz-se gant Maëlys Poublanc
O paouez embann e bladenn gentañ emañ ar strollad Baliskis. Choazet o deus Anne-Cécile Poyard, Katell Kloareg ha Grégoire Pluet kanañ daouzek testenn skrivet gant maouezed. Katell Kloareg a gonto deomp istor ar bladenn "Eus an eil d'eben".
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Bep hañv e vez roet lañs en-dro da ziskouezadeg "Cinambule, sur la piste des scénarios" aozet gant ar Groupe Ouest ha ti-kear Plouneour-Brignogan.
Un digarez da welet dre skeudennoù ha tammoù senario, al labour a vez graet er Groupe Ouest hag ar filmoù ijinet eno.
Gant Maïna ar Gars.
En abadenn ivez ur c'hrenn-lavar gant Dominique: "Sac'h goullo na chom ket en e sav", hag "Alc’hwezioù brezhoneg gant Mikael Madeg.
Gant Karolina.
Warc'hoazh e vo dalc'het an abadenn "Deuit da welet 'ta !" e Plougastell. Kinniget e vo c'hoarioù nerzh Breizh gant ar gevredigezh "Fitness Force Plougastel" evit ar wech kentañ. Gilles Guivarch, unan eus an aozerien, ha Fañch Kastell a gano e-pad ar gouel a oa ganeomp e studio nevez Arvorig FM !
Kaset e oa ar pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc
Da geñver "Froudennoù Jil" e vo klevet barzhoneg Youenn Drezenn "Bremaik e nozo".
Ur pennad-kaoz war-lerc’h gant Nolwenn Korbell deuet e mediaoueg Landerne evit kinnig un abadenn gant Tomaz Saouzanet. Un digarez da ober anv eus he fladenn nevesañ "Ar preñv glas" hag he levr "Kan awenoù".
Klozet gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez. E-mesk ar gerioù a vo klevet gant Mikael Madeg: gwenngoad, skalfek, bourchasi, bleñchaoua, skub-delioù...
Gant Karolina
Digoret vo an abadenn gant kronikennoù liseidi Tristan Corbière Montroulez.
Hag a-nevez gant Herve Lossek? Levrioù adembannet dre ma oant diviet! "Amañ emañ an amann, mamm!" Hag ivez "Perles de banquiers".
Digantañ vo klevet ivez muioc'h diwar-benn penaos distagañ anv kêr Lesneven.
Hag e vo klozet gant "Ar Gwesklivi o houlenn ur roue". Ur fablenn lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina