Istor hir skolaj Sant Fransez Lesneven displeget gant meur a zen.
Gant liseidi Serj ar Rouz e vo lavaret muioc'h diwar-benn o lise hag ivez petra eo evito bezañ barzh ur skolaj-lise prevez.
O kemeret harp war levr Claude le Menn e teskimp muioc'h diwar-benn istor ar skolaj, kontet gant Yvon Abiven a zo bet skoliad e Sant-Fransez.
Gant Karolina
Bed an Drag, drag queen pe drag king, a ya waraok ‘ba Brest ! E 2019 ‘oa bet krouet ar strollad Glory all, ur strollad oa bet kroet evit lakaat war wel bed an drag ha kinnig arvestoù drag ‘ba Brest. Muioc’h a zisplegadennoù gant Tangi zo ezel eus Glory All dindan anv Emjay pe c’hoazh Caméléon…
Gant Erwan Blanchard ha Karolina Rufflé
Digoret 'vo an abadenn gant "Froudennoù Jil". Goude bezañ lennet deomp gwerzennoù gant Ivoned Omnes e vimp gant Jean-Louis Laot. Displeget vo gantañ danvez e brezegenn aozet gant kevredigezh Lanniliz"Sauvegarde du patrimoine". Setu bet dibabet gant Jean-Louis rannañ ar pezh neus desket diwar tud ar vro diwar-benn emgann Kerbabu.
Gant Karolina
An eil bloaz eo e kinnig ar greizenn arz a-vremañ Passerelle diskouezadegoù e maner Kerlaouen e Lesneven. Marc Didou, ur c'hizeller eus ar gumun ha Philemona Williamson, ul livourez eus Stadoù Unanet a ziskouez ul lodenn eus o oberennoù. Camille Guihard a zo karget e Passerelle gant ar publik a raio anv eus an arzourien hag an arzourezed a ginnig diskouezadegoù e Brest ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Annezidi c’hwezek ti ar re gozh a oa bodet e Domani Menez Meur e Hañveg diriaou evit ober troioù marc'h-houarn tredan gant "L'Amicyclette". Roger ar Gov a zo e-touez an dud a-youl vat a tisplego deomp ar pezh a oa aozet gant ar gevredigezh an devezh-se. Anne ar Rouz he deus profitet eus un dro war an hentoù. Kontañ a raio deomp penaos profitañ eus an natur a laka anezhi da soñjal e avanturioù he doa bevet gant korriganed.
E eil lodenn an abadenn e vo roet ar gaoz da skolajidi eus Lanneur. Prientet o deus ar re c'hwec'hvet skolaj Ar pevar Avel gant o c'helennerez war ar matematik, Julie Naour, hag o c'helenner war ar brezhoneg, Fañch Oger, lavaradoù matematik evit ar selaouerien hag ar selaouerezed. Gouest e vezoc'h da respont d'o goulennoù ?
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Skolajidi e pempvet klas ha skipailh pedagogel skolaj Diwan ar Releg zo bet stummet war an hanterouriezh gant ar gevredigezh "Génération médiateurs". Ar pal eo gwelet ha diskoulmañ ar c'hudennoù a c'hall c’hoarvezout etre ar grennarded en un doare efedusoc'h. Brendan Simon a zo penn kasour er skolaj ha Mael ha Nino a zo e pempvet klas a tisplego deomp ar pezh o deus desket ha penaos e vo lakaet e plas hanteriñ er skolaj.
Klevet e vo ur reportaj diwar-benn ar flammen olimpek a oa tremenet dre ar skolaj d'an 20 a viz Even ivez daoust ma oa amzer da zont ar savadur en arvar d'ar mare-se.
E fin an abadenn e vo klevet Fulup Jakez, rener ofis publik ar brezhoneg diwar-benn sinadur live 1 karta Ya d'ar brezhoneg gant kumuniezh-kumunioù Landivizio. Klevet e vo Aline Chevaucher, karget gant ar brezhoneg e Departamant Penn-ar-bed ha Loeiz Abgrall, ur soner eus ar vro, ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Ar bloaz-mañ e vez lidet 200 vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Yan Dargent. Evit lidañ kement-mañ eo bet soñjet gant tud mirdi Sant-Servez, "mirdi Yan Dargent, aozañ un droiad a abadennoù anvet "War roudoù Yan Dargent".
Gant Ronan Hirrien ez eomp da welet a-dostoc'h ar pezh vez kinniget e mirdi Sant Servez hag e Landerne: e palier ar Rohan hag e iliz Sant Houardon.
Gant Karolina
Digoret vo ,an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez. Gant Mikeal Madeg e vo an anv eus : drajoniñ, gwezeuri, spern du, kouez derv...
Goude-se e vo dalc'het gant Paskal Hervio da gontañ muioc'h deomp diwar-benn istor Neudig.
Hag e vo echuet gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel".
Gant Karolina