Naoned E Live

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Good Bad & Young e live

Good Bad & Young e live

13/04/2023

Da 7 vloaz e komañs Sadbh gant ar gitar, stummet anezhi gant ur bluesman. A-hed ar bloavezhioù e tesk kanañ. Hag en em gav da 14 vloaz asambles gant Cyril, soner gitar boud, ha Joé, paotr an taboulinoù, da sonaozañ. E 2016 e oa ganet ar strollad Good Bad & Young. E korf 3 bloaz e vo bouetet o sac'h kanaouennoù hag o hollved. Kemer a ra perzh an triad e festivalioù evel : "L'ecaussystème", Quartier d'été", "Les trolls en folie", "Le roi Arthur" pe c'hoazh "La flume enchantée". Pignet war al leurenn gant arzourien liesseurt evel : "Vanupié", "La Ruda" ha "Les Ramoneurs de menhirs". Ar strollad Good Bad & Young douget gant mouezh e ganerez Sadbh, a embann e bladenn gentañ "Atrium" e deroù 2020. Levezoniet gant ar blues, ar rock met ivez tonioù a Vro-Iwerzhon, Good Bad & Young a lak ac'hanomp da veajiñ en ur bed folk-rock lec'h m'en em lak ar gitar akoustek hag ar c'hensoniezh-mouezh mesk-ha-mesk gant nerzh ar gitar boud hag an taboulinoù. Good Bad & Young 'zo ur strollad eus ar remmziad kanerien ha kanerezed remdaeler, evid an diorren padus, enep sistem ha difennourien galloudoù mab-den ! An testennoù skrivet gant Brid Ni Chonghaile a zeskriv troioù ar gevredigezh a-vremañ hag istorioù tragek met kement-se livet bepred gant barzhoniezh ha spi.


Teoran e  live

Teoran e live

13/04/2023

Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c'hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d'an tonioù, gant e gajòn ! Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet ganto, kanaouennoù Eric a gont e istor : e vuhez kent e Belfast hag ar stourm a-enep d'ar Saozon, ar c'hleñved, ar beajoù war vag a-hed ar stêrioù. Abaoe 4 bloaz bremañ e vez levezonet Bro-Naoned gant Teoran hag e sonioù a Vro-Iwerzhon. Eus o c'hav pleustriñ e Klison da ganol Naoned Brest bageet war-vourzh ur gobar e oant chomet a sav e Gwenvenez-Penfaou e 2019 da zigeriñ festival Cours et Jardin. En un davarn ha n'haller ket tremen e-biou. An Tempo.


Jean-Charles Guichen e Live

Jean-Charles Guichen e Live

13/04/2023

Jean-Charles Guichen en doa komañset da skrabañ kerdin e c'hitar pa oa 6 vloaz. Sonet 'neus war leurennoù vrasañ ar vro Yaouank, an Erer Kozh... Ha gant ar re vrudetañ ivez Jacques Pellen, Alan Stivell, Denez Prigent... Goude bezan bet sonet e strolladoù Ar Re Yaouank, Bran, Guichen Quartet, PSG (Pellen, Siberil, Guichen), Breudeur Guichen (asambles gant e vreur Frederic), e krog Jean-Charles Guichen gant ur red-micher solo ! Embann a ra peder fladenn : Chadenn Denel, Elipsenn, Breizh an Ankou ha Braz. Braz Live setu an tonioù kinniget gant Jean-Charles Guichen en abadenn Naoned e Live !


Vipère e live

Vipère e live

13/04/2023

O kammdreiñ hag oc'h en em silañ etre rock ha kanaouennoù e vinim ar strollad Vipère e sonerezh gant barzhoniezh, fent ha fulor. Gwagenniñ a ra etre kerdin ur violoñs, ur gourbiolin, ur gitar hag ur vouezh ha treiñ trumm d'un triad kanaouennoù binimus. A orin eus Naoned, izili gozh ar strollad Rivari'Cha Vincent Pierre ha Xavier Chapron, o deus degemeret Victor Le Coze. Int o-zri asambles dindan arouez ha lagad an naer. Lakaat a reont luskoù ha levezonioù liesseurt a-gevred, gant ur stil dibar ha reptilian.