Evit mizvezh ar brezhoneg hon eus pedet Garlonn da zont. N'eo ket dianveet hech anv ganeoc'h rak tro poa bet d'ober anaoudegezh ganti war leurenn an taol lans eozet e Langoned da-genver Gouel Broadel ar brezhoneg e miz Gouere. Deuet eo eus Brest evit kinnig deomp an tonioù he deus kompozet. Ganti war he chouk chakod e gitar akoustek, e koufr an oto un brasoc'h c'hoazh ... Hini an delenn, ar benveg bras a lakao he c'herdin da zasonin e studio Radio Naoned. Garlonn a zo 21 bloaz. kroget eo gant ar sonerezh da 6 vloaz ha da ganan ha skrivan kanaouennoù tro d'he 16 vloaz. Gouest eo d'ober gant meur a venveg : Fleüt treuz klasel, fleüt treuz iwerzhonad, traverso, telenn ha gitar. He fal : treuzkas deoc'h he bed sonerel ha splujan ho tivskouarn e-barzh pozioù he c'hanaouennoù.
Harfang 'zo ul loen-noz, ul labous-noz zoken daou benn dezhañ. Ur penn da ganañ e bozioù ken kreñv ha ma vijent huchet diwar lein ur menez, kement-se d'en em brouiñ, deomp-ni hon-unan omp bev-mat. Egile da luskañ ha da sardoniñ ur Beat Box nerzhus. An daou asambles, harpet gant riffoù dalc'hus ar gitar tredan, a ra ur sonerezh fresk ha teogus, a dreuzo ho korfoù dre ar son hag ar ster. Momo kaner ha gitarour hag Efaybee begtrouzer zo deuet da ginnig o strollad Harfang e studio Radio Naoned.
Ganet eo EMEZI un nebeud bloavezhioù 'zo, pa oa Perynn o klask ur gomperez evit seniñ. Kejet he deus gant Elise da vare ur jam jazz e Brest ha diouzhtu eo en em glevet an div blac'h, kenkoulz er vuhez hag er sonerezh ! Plijet eo Perynn hag Elise gant ar c'hanerezed pop, an jazz, an hip hop ha c'hoant o deus an div kanañ tonioù e brezhoneg. Tamm ha tamm o deus krouet ur set a ziskouezh mat piv int : div vaouez a glask ezteurel o soñj dre ar mouezhioù hag ar groove. Div steredenn a fell dezho lugerniñ !
Kresket he deus ur wezenn, maget gant tonioù ha kanaouennoù gall. Hag un deiz eo deuet bleunioù er wezenn, peadra da grouiñ Ceredjo (Kerez e Okitaneg). Ar frouezenn-mañ zo mesk-ha-mesk blazioù sukret pe c'hwerv, he liv zo hini an entan. Un entan kanet gant Fanny ha Vincent, div vouezh henchet gant lusk ar gitar akoustek
Parcours Santé 'neus komañset da gompoziñ en ul lochig kollet e Naoned. Buan 'zo deuet un 12 ton bennak gant an triad. Euh an teirad ma lâran mat ! 8 miz goude, ar sonadeg kentañ e ZAD Kernitron al Lann. Dirazo, arvesterien hag arvesterezed leun a youl ha c'hoant ganto klevet muioc'h a sonerezh, dañsal pe c'hoazh tañva en-dro eus aergelc'h ar vuhez a-raok ar c'hovid. Eil sonadeg. Ur mor a dud, ul livadenn voger evito o-un'. Ha setu lañset e oa da vat Parcours Santé. Goude teuio an droiad kentañ, tri deiziad dreistordinal da seniñ e Breizh. A'ta, Parcours Santé a ya en-dro. Desachet vez evezh ha divskouarn an dud ! Levezonet gant ar sonerezh Punk ha Pop, Parcours Santé zo ennañ daou rummad. Eus 24 bloaz da 47 vloaz. Buhezioù disheñvel, fonnus hag entannet ! Merc'hed dieub, fresk, fentus, flamm ha leun a varzhoniezh. 'giz ma lâront-int. Bezit yac'h gant Parcours Santé. Ar pep pouezusañ zo kemer perzh !
Chan 'zo un tabouliner a Vro-Naoned. Ha pa vez lâret tabouliner e vez soñjet diouzhtu er baterioù. Kefoù bras doare gourzaboulin en taboulinoù sklent, er simbalennoù. Soñjet 'vez ivez e kefoù ur bagad o tasoniñ kreñv ar sonioù bout pe c'hoazh un djembe bennak, un derbouka. Met gant Chan e vo kinniget deoc'h un daboulin nevez an Handpan ! An handpan pe Hang a-wechoù 'zo ur benveg ront stumm ur goulourdenn houarn anezhañ, war-c'horre, bosoù pe toulloù a ro d'ar benveg-se e notennoù sonerezh flour. Ouzhpenn skeiñ gant e Handpan a ra Chan kanañ a ra ivez, e galleg a-wechoù, e saozneg ivez, met dreist-holl e Berber, e yezh vamm. Deuet eo hiziv asambles gant Xavier. Xavier 'noa kemeret perzh dija en abadenn Naoned e Live gant ar strollad Vipère, ar strollad kentañ o tont da seniñ amañ. Deuet eo ar wech-mañ da eilañ Chan gant e violoñs war ganaouennoù 'zo. Kinnig a reomp deoc'h ur veaj, ur veaj er sioulder, ur veaj war lusk an handpan, ur veaj en tu all d'ar mor kreiz douar, e Maroko. Setu Chan !
Camille Rock zo ganet e-kichen Brest, eno deus desket seniñ gitar, desket dañsal ha desket ivez an doare furlukin Rusian. Levezonet eo bet he c'hanaouennoù gant kanerien ha kanerezed gall evel Georges Brassens pe Anne Sylvestre. Blev sachet a-dreñv d'he fenn, ur bragez lateks du krapet war heuzoù lêr uhel ho seulioù, ur gorfkenn laset start ouzh he bruched. Lezel a raio roudoù ruz muzelloù ouzh mikro Radio Naoned da zibuniñ he barzhonegoù. Pozioù kri pe karantezus da gontañ buhez ar merc'hed dieub en XXIvet kantvet. Pozioù flour pe tagus da huchal he soñj war ar gevredigezh a vremañ. Pozioù hudur pe goapaus da lakaat ac'hanomp da vousc'hoarzhin un tamm. Le chant des crevettes zo ivez un arvest, un arvest douget gant kompagnunezh les Dandys production. Arzourien hag arzourezed a 'n em gav asambles el lec'hioù krouiñ an Naoned evel Atalieroù ar Bitche pe Quai des Chaps. Arzourezed hag arzourien a ya da zifenn ar sevenadur en teatr Graslin ivez.
Bogside Of The Moon 'zo un triad anezhañ. Tri faotr en em gavet asambles en abadennoù sonerezh Iwerzhon e Naoned. Amañ ganeomp e studio Radio Naoned : - Arnaud Brès a zo eñ kaner ha gitarour. Arnaud 'noa bevet e-pad bloaz e Belfast, eno 'neus desket lod eus e ganaouennoù. Kanañ a ra tonioù tennet eus roll kanaouennoù Christy Moore pe c'hoazh reoù amprestet digant ar son-skrivagner amerikan Darrell Scott. - Frédérik Bouley zo paotr ar violoñs. Bevet 'noa ur bloavezh e Cork e su Bro-Iwerzhon pa oa studier. Sot eo gant sonerezh Iwerzhon ken m'en deus roet lañs d'an abadennoù sonerezh Iwerzhon e Naoned. - Mathieu Denaud a guzh eñ a-dreñv e c'hourbiolin. Degas a ra d'an triad livioù nevez, levezonet gant doareoù sonerezh disheñvel. Klevet e vez e venveg ivez er strollad Le cri du peuple ha kemer a ra perzh er c'henstroll Sonerien Primaozañ da seniñ tonioù free jazz. Laouen pe drist, kanaouennoù Bogside of the Moon zo levezonet gant istor a-drak Bro-Iwerzhon. Komz a reont eus ac'huberezh ar saozon, an divroañ pe ar brezel met ivez eus an ezhomm da c'hoarzhin, karout, dañsal hag hunvreal dreist d'an harzoù. Ha kement-se evit dec'hel penn muioc'h ha pelloc'h c'hoazh.
Brudet er bloavezhioù 1980-90 gant ar strollad EV, ur strollad kelto-finnek 'maez ar rummadoù boaz anezhañ. Gweltaz Adeux, bet kaner ha gitarour ar strollad, 'zo deuet en-dro gant un triad akoustek. Goude e bladenn Ehan embannet e 2010 e kav e hent Gweltaz Adeux evit un eil pladenn asambles gant Nikolas Guérin er gitar boud ha Tara Adeux sonerez gitar, taboulinig, ukulele ha vi. Int o zri en em gavet e studio Radio Naoned evit seniñ tonioù kozh pe nevesoc'h tennet eu ar bladenn Eyjafjallajökull. N'eus ket mui eus ar strollad milvrudet EV, met Gweltaz Adeux zo amañ c'hoazh enrgiezh ha startijenn gantañ !
Last Station 'zo ur pevarad arzourien ha sonerien binviji kordennet. 2 c'hitar folk, ur gitar tredan, ur gourbiolin, ur vandolinenn hag ur ukulele tro ha tro moumounet pe gwallgaset gant Patrice, Aurelien, Stephane ha Natacha. Ur aergelc'h Americana Music, ur mesklaj Country, Rock 'n Roll, Bluegrass, Hillbilly, Swing, Old Time, Folk. Kaset da benn gant pevar forban en em gavet asambles war kae un ti-gar.