Naoned E Live

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Amelik e live !

Amelik e live !

22/04/2024

Fenoz en abadenn Naoned e Live e tegemeran un arzourez yaouank anavezet-mat gant lod ac’hanoc’h. Amelik a oa bet klevet he sonerezh war leurenn an taol-lañs e [Gouel Broadel ar Brezhoneg] (https://gbb.bzh/fr/) e Langonned. Lipet ganti priz 1añ ar rummad arzourien pe arzourezed an dazont. Kaset he deus he raktresoù pelloc’h c’hoazh dibaoe. Darempredet gant sonerien all, krouet ur strollad, bet o kanañ war un nebeud leurennoù er vro. Ha n’eo ket deuet hec’h-unan. Ganti fenoz hec’h oud evel-just, ur benveg dianavezet a-walc’h stumm ur gitar kofek, 12 kordenn ouzh e vrec’h vihan. Ha deuet eo ivez gant 4 den. Pellik 'zo ‘moa ket gwelet kement a dud e studio Radio Naoned. Met ne vo ket pemp den asambles er studio…
Da gentañ penn e vo klevet Amelik asambles gant Sonia ha Meziane evit un triad sonerezh eus broioù ar reter. Un triad gitar, oud ha fleüt kinklet gant pozioù brezhoneg hag arabeg kemmesket. Goude-se e kinnigo deomp he raktres solo… Hi hec’h-unan, gant hec’h oud ha mekanikoù elektronek. Hag evit echuiñ e klevimp ar strollad Milendall, Amelik ouzh an oud, Alexis gant an Tabla, seurt taboulinoù a vro India, ha Dimitri o c’hwezhañ en e glarinetenn voud.
Plijadur deoc’h gant hollvedoù sonerezh Amelik !
[Ur video eus sonadeg Milendall amañ] (https://youtu.be/XaZP6pv2IMM?feature=shared)


The Greenings e Live

The Greenings e Live

16/02/2024

Asambles omp gant The Greenings. The Greenings zo un daouad binviji kordennet a vro Naoned. Guinou gant ar gitar ha Jessica ouzh ar violoñs. Kerdin moumounet pe gwallgaset war lusk sonerezh Iwerzhon. Eus ar folk hengounel d’an tonioù rock ‘n roll vo klevet ganeoc’h peadra da veajiñ dreist lennoù, takadoù geuniek ha menezioù an enezenn. Setu, selaouomp asambles The Greenings !
[THE GREENINGS] (https://kpdp-productions.com/project/the-greenings/)
[Facebook] (https://www.facebook.com/thegreenings) - [Instagram] (https://www.instagram.com/thegreenings_officiel/)
[Ar video sevenet e Radio Naoned] (https://youtu.be/cEAxaem6XzE?si=qaeYFmVkhRnzmPGv)


Plouz & Foen e Live

Plouz & Foen e Live

22/12/2023

Toutz ha Kavaï zo deuet d'ober un tamm tro e studio Radio Naoned.
Kinnig a reont deomp tonioù Plouz & Foen gant ur startijenn dibar ha dic'hortoz !
[Facebook] (https://www.facebook.com/PlouzFoen)
[Insta] (https://www.instagram.com/plouzhafoen/)
[Video Plouz & Foen e Radio Naoned] (https://www.youtube.com/watch?v=S54mD4lZq2I)


Jalouse e Live

Jalouse e Live

17/11/2023

Ar strollad Jalouse zo tremenet dre studio Radio Naoned !
Jalouse zo ur raktres Elektro pop pe Pop gall. Tonioù fardet gant syntheoù pe mekanikoù elektronek, lusket gant riffoù gitar tredan Nicolas. Kement-se gwisket cheuc’h gant pozioù Florent ! An daouad a lak ac’hanomp da veajiñ en ur bed sonerezh levezonet gant hollvedoù Dao, Taxi Girl pe Bashung… Ha gant un energiezh dic’hortoz a-walc’h !
[Ar video bet filmet e Radio Naoned] (https://www.youtube.com/watch?v=z9ArSMWGsJ8)
[Jalouse dre Facebook] (https://www.facebook.com/Jalouselegroupe)
[Jalouse dre Instagram] (https://www.instagram.com/jalouse_rock/)


Kelf e Live

Kelf e Live

13/04/2023

An daouad Kelf a ginnig deomp ur veaj ! Un dro-vale dre lanneier taouarc’hek an Donegal, ur bourmenadenn war torgennoù digempez Connemara a vo treset deoc’h a-hed an eurvezh sonadeg-mañ. An div Vreizhadez Johanne KERNIN ha Virginie LE FURAUT, ganet o-div e bro an Oriant, war ribloù tramor ar Mor-Bihan, a zo o vont d’hon henchañ gant ur roll tonioù hengounel ha liesseurt.

KELF zo bet ganet diwar kejadenn an div sonerez, levezon ha skiant-prenet pep hini anezho. E 2020, o doa komañset gant ur roll kanaouennoù hengounel a Vro-Iwerzhon. Buan e kinnigont deomp chom a-sav a borzh da borzh, war douaroù Iwerzhon, Bro-Skos, Amerika ha Breizh.

E-kreiz an torgennoù e tihun ar vouezh e-keit m’emañ an delenn o tresañ ar gweledva evel mogerioù maen Bro-Iwerzhon. Degas a ra barzhoniezh hag heson en un doare naturel. Pediñ a ra ar violoñs da zañsal ivez.

[Lec'hienn kelf] (https://kelf-duo.com/)
[Kelf war Facebook] (https://www.facebook.com/kelfduo)
[Kelf war Insta] (https://www.instagram.com/kelf.duo/)


Les Ptites Mains Baladeuses e Live

Les Ptites Mains Baladeuses e Live

13/04/2023

Les p’tites mains baladeuses zo un daouad. Div blac’h o chom er Winieg en em gavet da seniñ ha da ganañ asambles. Nolwenn plac’h he boest an diaoul ha Marine ur ganerez a lak hec’h arched da ruzañ ouzh kerdin he violoñs. Evito o-div eo ar sonerezh un dudi ha n’eo ket ur vicher. Un dudi pouezus koulskoude, maget abaoe o yaouankiz.
Un hollved sonerezh levezonet gant tonioù poblek. Tonioù ken brudet ha reoù Piaf, Brel, Aznavour, Renaud. Pe c’hoazh, tonioù klevet gante korf o bugaleaj evel La Rue Ket’, Les Cowboys Fringants, Manu Chao pe les Orges de Barback.
Abaoe bloaz bremañ ez a an div gamaradez a davarn-dañs da zavarn-dañs hep tremen e-biou da ouelioù kevredigezhioù pe dorioù digor gwinieg Bro-Naoned. Emdreiñ a ra o roll kanaouennoù a-feur d’ar sonadegoù… Ar pal bremañ, dont a-benn da gompoziñ ha da ginnig o zonioù dezho !


Chant-à-Stick e live

Chant-à-Stick e live

13/04/2023

Chant-à-Stick zo liamm ur vouez flour hag ur benveg dic’hortoz, ar Chapman Stick. Ar benveg-se zo heñvel ouzh brec’h ur gitar 12 kordenn anezhañ. Eus un tu, sioulder ha lusk ur gitar boud eus an tu all, kensoniezh ur gitar, peadra da soñjal en un delenn. Cécilia ha Yannick a ro deomp rekipe ur sonerezh eklektel gant tonioù brudet ar Soul, Jazz ar Rythm’ ‘n Blues hep tremen e biou da standardoù rock, gospel pe c’hoazh reggae. Ha kement-se gant kizhidigezh mouezh Cécilia lusket gant hec’h armonika ha kerdin Chapman Stick Yannick. Plijadur deoc’h gant Chant-à-Stick.


Atrium e Live

Atrium e Live

13/04/2023

Atrium zo tremenet da ginnig deomp e donioù nevez ! Sadbh a oa deuet da ganañ un nebeud bloavezhioù 'zo gant ar strollad Good Bad & Young. Hiziv eo gant Jeanne, kanerez, Elie er gitar boud hag Alexis an tabouliner hag eo deut Sadbh da seniñ gitar ha da ganañ. Atrium a lak e nerzh hag e fulor da zibuniñ e soñj diwar-benn ar gevredigezh a-vremañ. Da lakaat ar gaoz war sujedoù kriz evel ar merc'hed gwallet pe gwallgaset, marv Georges Floyd, drouklazhet gant ar polis en USA pe c'hoazh ar stourm evit ar gwir da ziforc'hañ.
Yaouankiz, kounnar ha from evit plijadur ho tivskouarn


Nantesse BoogaloO e Live !

Nantesse BoogaloO e Live !

13/04/2023

Un triad binviji kouer, harpet gant krennadennoù kerdin ur gitar boud hag ur gitar tredan kaset gant lusk ur bateri dirollet. Sed aze rekipe Nantesse Boogaloo, tonioù Afrobeat gant levezonoù funk a-wechoù pe Acid Jazz gwechoù all. Tonioù brudet Mandrille pe Kool and the Gang adtapet gant ul lusk groovy da lakaat ac’hanomp da hejañ hor BoogaloO !


Gloria Cicada e Live

Gloria Cicada e Live

13/04/2023

Gloria Cicada zo ur strollad bet savet e 2020 pa oa kenfinet an dud er gêr 'blam d'an enkadenn yec'hed. Ha ya, dav eo din lâr eo da gentañ Kévin ha Rebecca ur c'houplad. Ur c'houplad arzourien eta ! Rebecca zo komedianez a-vicher, kanerez emzesket e ra pep tra diwar glevet. Da 8 vloaz he doa skrivet Rebecca he barzhonegoù kentañ hag e 2010 en em gav war al leurennoù evit an arvest « Des jouets en colère. Kévin zo eñ animatour. Koget e oa gant ar Sakso da 7 vloaz ha ne baouezo morse da c'hwezhañ er benveg-mañ. Seniñ a ra e meur a strollad ha tro nez d'en em gavout war leurennoù digor Bro-Naoned. E miz Even 2020 e klask ober gant mekanikoù elektronek : ur synthé hag ur mekanik Sampler. Setu ganet Gloria Cicada, un daouad kanaouennoù teknoid levezonet gant bedoù sonerezh liesseurt evel Serge Gainsbourg, Odezenn, Boris Vian pe Marie Davidson. Met ivez gant strolladoù rock evel Radiohead, Noir Désir, The Chemical Brothers, Rage against The Machine pe c'hoazh les Rita Mitsouko. Ale bremañ ma an've'it hollved Gloria Cicada, grit anaoudegezh gant o sonerezh.