Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Donerezh ha Gwinizh Du, ag ar loko betak ar moissonneuse-batteuse

Donerezh ha Gwinizh Du, ag ar loko betak ar moissonneuse-batteuse

13/04/2023

Ni 'ya de glevet kaojal ag an dornerezh a-choude pell get Pierre Robic a Ploerdut. Eñ 'doa komañset ged ur loko hag a gerzhe get vapeur, kar e dad 'doa prennet unan b'ar blead 1912 ha Pierre 'neus pennet er bleioù 60 ur moissonneuse-batteuse. Eñ 'zisplege toud ar chanchamantoù 'neus gwelet doc'h micro Monique Ar Boulc'h b'ar bead 89. Àr-lec'h 'vo klevet Etienne Jaffré a Blourae komz ag ar gwinnizh du. Eñ 'oa bed aterset get Monique 2 vlez goude. . Sonerezh : - Louis Jouan : Ketañ Krenet. - Denise Noay : Kanenn en dud yeuank - Seraphine Floc'h : Ar gwinnizh du


Mimi 'ba' C'Hanada

Mimi 'ba' C'Hanada

13/04/2023

Loeiz Konan 'doa groet konaisañs get Anne Marie er C'hunff, anvet Mimi get an dud. He 'oa bet gannet 'b'ar Voustoer 'ba Silieg, met bed eo bet o vevañ 'ba Kanada. He 'gonte da Loeiz penaos he oa aet du-se hag a gaoz da berak. . Sonerezh : - Iwan Cam : 3 jours d'hiver. - Talec Noguet : En tu all d'ar mor bras - Philémon Cimon : Ma mère au nord


Elisa Nouveau

Elisa Nouveau

13/04/2023

Elisa zo gannet e 1912. Da 12 vlez he deus bet he sertifikat a-raok mont da Wened ha d'an Naoned ha goude d'ar Berry b'an Indre ewit bout matezh. Aet eo àr-lerc'h de vevañ da Gerverh etre ar Gemene ha Ploerdut. Durant ar brezel 'oa bet goulennet get Eliza gwalc'hin dilhad an Alamanted met hi 'walc'he ivez re ar batrioted. He zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h er blead 98. . Sonerezh : - Pascaline Roux : Er vateh - Jean Guillemot : Lann penn dañvad - Iwan Cabellec : Kan Er Skorv


Klegereg, bro sistr per !

Klegereg, bro sistr per !

13/04/2023

Tud a Glegereg a gaoja ag ar barrez met surtoud ag ar jistr per. Aimé Rault 'oa bet aterset get David er Gall e 93. Ha Pierre ar Go ha Marie Legendre 'oe int doc'h mikro Monique Ar Boulc'h e 97. . Sonerezh : - Aimé Rault: Paotr yeuank. - Remi Fraboulet : Boulom Kozh - Pierre Bihoué : Ar charré jistr. - Casimir Tarnec : Sistr nevez


Esklujioù

Esklujioù

13/04/2023

Sklujerion a zispleg o micher hiriv. François Groix a Gistinic 'oa bet aterset b'ar blead 92 ha Jop Lavolé a Blaniav 'oa bet aterset b'ar blead 93, get Monique Ar boulc'h. . Sonerezh : - Lucien Douarin: Er poull é walc'in - Izabelle Kidu : Er rid en deur - Tri Dipop : La batelière


Gwerzhiñ pesked

Gwerzhiñ pesked

13/04/2023

Jean-Luc Le Guen, anavetoc'h dre e voranv « Chichile », a oa marc'hadour pesked e Kaodan. E 1999 e oa bet aterset get Marie-Laure Groix, he devoa dihunet kourz da vintin evit monet asambl getoñ d'an Oriant, da breniñ pesked er porzh-pesketa, da gargiñ skorn en oto, ha da vonet betak Kaodan da werzhiñ ar pesked. Chichile en devoa komzet geti a-ziàr e vicher. Sonerezh : Sharon Shannon - Bungee Jumpers


Kalann

Kalann

13/04/2023

Jeannette Leannec, Joséphine Carré ha Thérèse Le Hein a gomze diàr-benn bourc'h Klan hag a-zivout Klub ar Re Gozh, doc'h mikro Monique er Bourc'h b'ar blead 97 Sonerezh : -Pardon Kalan. - Louise Guegano et Marie Françoise Brizoual: Disul Vitin - Philomène Keraron de Cléguer : er boulom kozh


Merc'hed a Gimperlé

Merc'hed a Gimperlé

13/04/2023

Ni ya de glevet hiri merc'hed a Gimperlé! Louise Déredel ha Soiz a oa bet aterset get Monique er Boulc'h b'ar blead 91. Int 'gaoja ag ar vuhez gwezharall, ag an dornerezh, ar bugad hag er c'hrampouezh, met Louise a gomañs get ar gleustoù veze kavet b'an ti. Sonerezh : - Goulven Pense : komanset eo an deiz da hiraat - Yann-pier Deredel : Ne vern e men ec'han - François Monpas : Kan skolerezig a Gimperle


Bout yaouank durant ar brezel

Bout yaouank durant ar brezel

13/04/2023

Penaos 'oa buhez an dud yaouank durant ar brezel ? Un dornad tud a vo klevet e KM hiriv hag int o doa soñj mat penaos 'oa ret dec'hel da labourat, da gavet boued met ivez d'ober bourrapl desped an okupasion, ar bonbadegoù (bombardamant), ar lodennadur-boued (ar rasionamant) hag ar c'heulfé (ar c'houvre feu)... Philomène Keraron a Glegér, Jean Deault, Antoine ha Jeannette Guennec a Bloe 'oa bet aterset get Monique Ar Boulc'h. Sonerezh : - Philomène Keraron : Me mamm gaer - Philomène Keraron : Er boulom kouh - Jean Deault : Pardon Kelven - Chim Le dorze : Un dé 'dén e Ploue


Klub ar re gozh Queven

Klub ar re gozh Queven

13/04/2023

Ni glevay hirie un dornad tud ag ar vro Pourleth met rac'h anezhe 'oa o chom ba Queven , kostez an Oriant. Int a gonte o buhezioù da Monique Ar Boulc'h b'ar blead 90 Get Marcel ha Marianne Eveno, Louis ha Sylvaine Sivy ha Marie-Joseph Thomas Sonerezh : - Jean Ar Vouedec : Ni zo ag ar vro Pourleth - Pascaline Le Roux : Er vro Pourleth - Gabriel Bernic : An Tavarnour


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine