Hiriv 'vo klevet tud a zisave yér ewit bout debret hag ivez o vioù. Da gomañs e vimp e kompagnunezh Marie jarno a bareez Batlame hag goude Jo Hamonic a Silieg, an daou aterset get Monique Ar Boulc'h er bleioù 90. . Sonerezh : - Marie Jarno : P'oen é pasein - Marie-Ange Conan : me meus ur yarig wenn - Antoinette Govic : me mamm doé ur yar - Eben : Ar Yarig
Ag ar chistr e vo komzet en abadenn-mañ. Da gentañ e vo klevet Kolas Karré, a oa doc'h mikro Monik ar Boulc'h e Ploue, hag àr-lerc'h e vo klevet Lucien, Jobino, Thérèse hag Albert, a oa bet aterset get Monik e Neuliag e 1991. Sonerezh : An Drouzerion - lomm ar boulom Alan Stivell - son ar chistr
Ni 'ya da glevet un den neus groet ur bochad micherioù : peizant e Jersey, ketañ charratour er Beauce, soudard, fromager ha botoier. Désiré André a gonte toud doc'h mikro Minique Ar Boulc'h e 1995. . Sonerezh : - Joseph Konan : micher ar peizant - Pierre Nignol : Charbonnier mon ami - Bargainatt : Après la pluie
En o c'hortoz en nevez-hañv e kenigan deoc'h un abadenn diàr-benn ar bokedoù. Marie Raoulas a Bloe 'oa jardrinourez, hi 'gonte da Monique Ar Boulc'h penaos 'laboure gwezharall. En eil loden ag An abadenn vo klevet Roger Morgan O komz doc'h mikro Germaine Chevillard diàr-benn skol Kerplouz b'an Alre, ur skoul e-lerc'h 'c'hellit deskiñ ar vicher jardrinour. . Sonerezh - Nicole Péron : Boked eured. - Antoinette Le Govic : Ér jardrin a jubern
Merc'hed a barez en Henbont vo en abadenn hiriv. Simone Peres, Ernestine Cadoret ha Maria Houédec a gaoja deomp a-ziàr ar vuhez gwezharall, ar labour er luzin hagar yaounkiz en Henbont Int 'oa doc'h mikro Monique er Boulc'h er bleioù 90. . Sonerezh : - Jean Kemener : bai en Henbon - Eugène Gouarin hag e amied : Brejen a Goed Riwas - Eleonore le provost : Men Gwir Amour
Marie-Ange a Landevan 'oa bet aterset get Monique Ar Boulc'h e 1989. He doa lod kaer a draoù de gontet, ha neuze ni 'ya d'he c'helùet komz ag ar jubelein, koef er vro, penaos he doa desket kanein, pa zo arru en hent pras a-dreuz Landevan hag er fin ar brezel ha toud en traoù he doa dalc'het soñj. . Sonerezh : - Louise Galliot : paotredigoù a Landivan ; - Marie-Ange Konan : Kent an nihour - Marie-Ange Konan : Barzh an Turki
Ni ya d'an amzer gwezharall, e 91 e Pluniav. Kleved 'vo Raymond Lucas hag a oa maer ar gumun neuze, eñ 'gaoje doc'h mikro Monique Ar Boulc'h diàr-benn ar labourioù a oa da vout groet. Àr-lec'h vimp e kompagnunezh Leonie Bronsard hag a gomz ag he bugaleaj a Pluniav. . Sonerezh : - Job Lavolé : Er vugulez d'er lann - Marcel Audran : é tunet ag er chervad - Carré Manchot : Mab ar meliner
Albert Régnier, 'oa o chom en un davarn e Neuliag ha eñ 'gonte da Monique Ar Boulc'h toud ar pezh neus gwlet durant e yaouankiz àr ribl ar Blanvoezh. . Sonerezh : - Rafael Taldir : Me 'meus un ti - Job Harnay : Me 'gave mat ar gwin - Tud a Neuliag : Kantik Chapel Karmes
E Kreiz Mintin hiriv 'vo klevet ur vouez a sikoure merc'hed skriv lizheroù d'o galant aet d'ar brezel. Marie Nozac'hmeur a brizieg a gonta he bugaleaj e Prizieg. . Sonerezh : - Marie Harnay : Sonenn ar brezel 14 - Jean Pouleriguen : gavottenn - Denise Noay : Heol é seùel - Bugel koar : Ar solier