Dimeurzh e oa Malarde, ha dec'h e oa Merc'her ar Ludu... Ya met petra eo an traoù-se ? A-venn e taont ? Ha petra veze graet an deizioù-se e-raok ? Setu ar pezh a vo displeget deomp get Jude Paboul, a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1991. Hag àr-lerc'h e vo klevet un istoer tennet ag ar levr « a liv ar loar hag ar stered ». Er levr-se vez kavet istoerioù a oa bet kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz, etre 1913 ha 1916, ha dastumet get Iwan an Diberder. Skipailh Radio Bro Gwened ha tud a vro bPorzh-Loeiz o deus en em lakaet d'añrejistriñ (enrolliñ) an istoerioù-se ar blez paset, ha tuchant e vo klevet un istoer anvet « ar siren gouliet get ar rekin er c'hoad tailh », kontet get meur a zen, enrollet get Benoit Allaire, ha frammet get Jeanne Chevrel.
Hiziv eh aomp da vale asambl get Jañ-Pol Runigoù e Kervignag. Andrea ar Gall ' oa bet é ober un droiad getoñ e karter an Treizh, àr vord ar Blavezh. Jañ-Pol en doa komzet ag ur bochad traoù liammet get an tachad-se : an diforc'h a oa etre tud ar c'harter-se hag an dud arall e Kervignag, penaos en deus chañjet ar c'harter bremañ, Tavarn ar Vretoned, ar valtouterion a veze aze betak ar brezel, an treizh kozh, ar sonennoù a-ziàr tud hag a zo bet beuzet er Blavezh gwezharall, bered ar bagoù kozh, hag ur bochad traoù arall c'hoazh.
Dec'h e oa Gouel Sant Dewi, gouel broadel Bro-Gembre. Just a-walc'h, hiziv eh aomp da selaou doc'h Germaine Chevillard, a oa bet aterset get Marie-Laure Groix e 1997 a-ziàr ar boaiajoù he deus graet er vro-se. Ha goude e vo komzet a-ziàr Bro-Iwerzhon get Momo Jouanno, a zo bet é chom hag é labourat er vro-se e-pad seizh vlez. Komzet vo ag ar skolioù, ar yezh iwerzhoneg, an tele, ha traoù arall c'hoazh.
Hiziv eh aomp d'ar Vro Pourlet hag eh aomp da selaou doc'h Marcel Jaffré, a oa bet aterset get Merwyn Sauerbrey e 2011 a-ziàr an amzer gwezharall e parrez Sant Karadeg Tregomel. Hag e achumant an abadenn e vo klevet un istoer hag a oa bet kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz e 1913. An istoer-se, a zo anvet « Ar verc'h hag an daou ozegan », a zo bet kontet hag enrollet e 2020 get tud ag ar radio hag ur skipailhad tud a-volantez vat : Enora Molac, Benoit Allaire, Brewal Runigoù, Momo Jouanoù, Gregory Evenas, ha me, ha frammet get Jeanne Chevrel
Albert Pechard a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1990 a-ziàr parrez Klegereg. Komzet en doa ag an traoù a oa bet savet pe kempennet a-nevez er gumun en amzer-se, hag a-ziàr ar chistr-per a vez graet en tachad-se. Sonerezh : Bagad kerlenn Pondi - Manez Gwenn Erik Marchand ha Taraf Karansebes - Pardon Klegereg Kerbedig - Kost-ar-c'hoad Aziliz ha Maina Audran hag Eflamm ha Ninnog Louis-Vorc'h - K'rollomp a laride
Klevet ' vo div atersadenn ' oa bet graet get Marie-Laure Groix e 1998. Klevet ' vo Yannig Madeg é komz ag e vicher labourer-douar, ha Serj Bozeg é komz ag an traoù ' vez moaian gober get ar bezhin. . Sonerezh Dir ha Tan - An dudchentil hag ar peizant Yao ! - An dro Denez Abernot - Gwerz ar vezhinerien Roland Becker - Tachenn glas