Amonenn ha Mel e Ploe Hiriv 'vo kaojet diàr an amonenn hag ar gwenan get tud a barrez Ploe. Marie-Joseph Ar Go a gomañs, he gonte da Monique er Boulc'h penaos 'veze kempennet en amonenn. ag àr-lerc'h vo Jo Moellic o kaojal diàr ar gwenein. Ar lonedigoù-se n'arrestont jamez da labourat start ha hembte 'vehe ket na freaj na boed. An dra-se zo kaoz e tisplege Jo Moellic penaos ober àr o zro. . Sonerezh - Pierre Cado : Kuitaat er maezoù - Vinceaudeau/Pichard : Le chant du jonc - Robert Perigault : Kantik er Bleu
Loeiz Konan' oa get Raymond en Diaot e Pleheneg. Raymond a gaoja a lod kaer a draoù hag ear micheriao 'neus groet durant e vuhez. . Sonerezh -Jean er Meut : Parrez Kervignac -Skolvan : O vont ebiou Landevan -Morwenn Le normand ha Ronan Pinc : Karot dour ha Merc'hed Pleheneg
D'en eil Sul a viz mae 'vez pardon Saint Matelin e Kistinid. Loeiz Konan 'noe groet konaisañs get Rosalie Elliot ewit kaojal diàr ar pardon. Monique er Boulc'h doe aterset tud ag ar gumun àr ar pardon met ivez ar foerioù ha lod kaer a draoù. Selaoamb neuze doc'h Virginie Tréhin, Mathurin ha Mélanie Le Roux hag aotrou person Marcel Blanchard ha Rosalie Elliot doc'h mikro Loeiz Konan . Sonerezh - Pierre Le Floc'h : Disul de gendahoé. - Jean Guiscriff : Er gêrig-hont a Blañvour. - Carré Manchot : Matelin En Amour
Klevet vo div atersadenn diàr-benn ar skol. Da gentañ e vo klevet Christian Badezet ha Mari-Lou Pochic, aterset get Monik e 1997 a-ziàr skol divyezhek Ploue, hag àr lerc'h e vo klevet Catherine Pasco, aterset get Marie-Laure Groix e 1999, é tisplegiñ perak ha penaos he deus graet skol d'he bugale er gêr.
Bourrabl a vez pa vez klevet istoerioù kontet mat, 'd eo ket gwir ? Hama, hiziv e vo klevet istoer "maget pell", a oa bet kontet get Daniel an Doujet e 1998. Hag àr-lerc'h e vo klevet ur pennad komz get Pier Nignol, François Louis ha Daniel an Doujet, a oa doc'h mikro Marie-Laure Groix é tisplegiñ penaos ha get piv o deus desket an istoerioù a vez kontet gete.
Hiziv e vo klevet div atersadenn a-ziàr Kerne-veur. Klevet vo Christian Hémonic é komz ag ar gevelladur etre Sant-Turiav ha Carlstock, ar vro, an dud, ar boued... hag àr-lerc'h e vo klevet Albert Boché é komz ag ar vro-se ivez : ar maezoù, an aod, an dud, an anvoù-lec'h, ar yezh gerneveg, ar manez Sant-Mikael a zo du-se, hag ar Saozon er vro.
Hiziv en abadenn Kreiz Mintin e vo klevet Jean-Luc Le Guen, anavetoc'h dre e voranv « Chichille », a oa marc'hadour pesked e Kaodan. E 1999 e oa bet aterset get Marie-Laure Groix, he devoa dihunet kourz da vintin evit monet asambl getoñ d'an Oriant, da breniñ pesked er porzh-pesketa, da gargiñ skorn en oto, ha da vonet betak Kaodan da werzhiñ ar pesked. Chichille en devoa komzet geti a-ziàr e vicher.