Un dornad tud a gaoja hiriv a Sant Iwan Bubri, ar chapel hag ar foerioù . Pierre Nignol, Raymond Ar Berre, Gweltaz Robic ha Henri Bevan 'oe bet aterset get Monique Ar Boulc'h er bleadoù 1990 Sonerezh : - Sant Iwan Bubri : Dianv - Kantik Sant Iwan Bubri : Pierre Nignol, Raymond Ar Berre, Gweltaz Robic ha Henri Bevan - Kojet vé dein - Gildas Robic
Tri den zo b'an abadenn hiriv. Pierre Allain a Bluverin, Amélie Audran a Vihui ha Germaine Saindrenan a St-Tudual, o deus groet sezonoù kostez Pariz, Jerzey ha b'ar Beauce durant o yaounkiz ewit gounit o bara. An tri a gonte ar vuhez labour o deus bet doh mikro Monique Ar Boulc'h, b'ar bleadoù 1990. Sonerezh : - Jo Pourchasse : Hallas ar Gohoni - Edgar Trio : Le Chant des Lucioles - Chants du Morbihan : Er park é labourat
Simone Toquin a Vourieg zo bet e Rome ha kontet he deus he beaj da Germaine Chevillard er blead 1991. An abaden-se eo ar lodenn ketañ ! Sonerezh : - Landat/Moisson : An TiPlouz - Un den a Bloe : Rossignolet Voyajour - Dour Le Pottier Quartet : Sonjerie D'un Ouézè Vayaijou
En abadenn hiriv e vo komzet ag en istri, ar varteloded hag ar brezel. Cécile Mahéo ha Rose Ar Mancq a Santez-Hélène o doe kontet doc'h mikro Monique Ar Boulc'h er blead 97, penaos e oe labourat get an istri hag àr ar mor. Int o doa kontet ivez petra o deus bevet durant ar brezel. Sonerezh : - Jorj Belz : Micher ar barkzion istr - Youn Lange : Doc'h w'hwi tud en ti-mañ -Esquisse : Hommage
Hiriv eh omp e kompagnunezh tud o deus dalc'het un dachenn. Albertine ha Pierre Botlan a gonta o buhez. Albertine zo a Vuvri met daet eo da Valguenag goude bout labouret e Pariz. Er fin e vo Hèlene hag Alphonsine. Int o deus 'bevet e Malguenag. Rac'h anezhe zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h b'ar bleadoù 90. Sonerezh : - Pierre Ar Floc'h : àr baverioù Pariz - Job Goel : Pe oen mec'hig yeuank - Joseph Jan : Bonfam er vourc'h
Me 'esper ho lakaat da zañsal hirie kar komzet 'vo a laridennoù b'an abadenn. Monique Ar Boulc'h 'oa 'ba' kompagnuneh Yannig Audran hag a zispleg deomp peseurt laridennoù 'vez dañset 'ba' bro Pondi Ha René Segent, Jude Paboul ha Marcel Jaffré a gaoja àr-lerc'h ag ar laridennoù a Vaod. An abadennoù zo bet savet 'barzh bleadoù 1990. Sonerezh : - Gael lorcy hag Izabelle Kidu : laridé gavotte - Carré Manchot : laridé gavotte - Marcel ha Yannig Audran : laridé - Raymond Bihan :laridé - Henri Freilhec ha René Sergent : laridé a Vaod.
- Erwan ar Pimpeg, aterset get Marie-Laure Groix e 1997 a-ziàr ar blead studi en doa paset e Bro-Iwerzhon - Anicet ar Floc'h, aterset get Marie-Laure Groix e 1997 a-ziàr ar gevellerezh etre Bubri ha kêr Macroom e Bro-Iwerzhon Sonerezh : Sinead O'Connor - Foggy dew Parnell's march Lúnasa - January snows The Singing Stream - Reels
En abadenn-mañ e vo klevet Armel Herrieu, a oa bet aterset get Marie-Laure Groix e 1997. Da gentañ e komzay ag ar levr « dasson ur galon », a oa bet skrivet get e dad Loeiz Herrieu, hag e eil lodenn an abadenn e komzay ag e vamm, Loeiza ar Meliner. Sonerezh : Mard an-me da bet soudard (laride Baod) Airs de cortège Dir ha Tan - Pont ar Vilin Ar vreudeur Drean - kas-a-barzh
En abadenn-mañ : - Albert Bocher, aterset get Monik ar Boulc'h e 1989 a-ziàr istoer Kompagnunezh an Indez, ganedigezh kêr an Oriant hag istoer Bro-India. - "ar peskour kozh hag an div verc'h-mor", un istoer kontet get Stefani Gwilhom da Iwan an Diberder e Porzh-Loeiz e 1913, lennet get Mazhev Coviaux, Brewal Runigo, Enora Molac ha Ninnog Louis. Sonerezh : Yves Jego & Aymeric Le Martelot - Daomp Gahinet Katrin Pasko - An Anglezed bonetoù ruz Syz / Kamm - En Oriant Alambig Electrik - Delhi St-Vincent Le Bot / Chevrollier - Lorient