Terres Gwazhell eo anv tachenn Mael ha Sylvia Grainig. A-verped eo bet an dachenn-mañ e familh Mael. E-raok e oa saout-laezh àrni met Mael ha Sylvia o deus lakaet en o sojñ desevel roñsed ! Mael a gaoja deomp hag o micher.
foto : https://www.lesterresgwazhell.com/
Ni zalc'ha hiriv da vizitañ tachenn Mael Granig, menn 'tisava roñsed. Get e vouez Sylvia o deus ur pañsion ivez ewid ar loñned bras-se. Mael tisplega o micher hag ivez an termen spontus pa zo bet roñsed bloñset un tammig partoud ba Frañs 2 vloaz zo...
Foto : © Les Terres Gwazhell
https://www.lesterresgwazhell.com/
Damp da c'hout muioc'h a draoù a ziwar buhez ar ganerez Morwenn Le Normand. He 'gonta diomp e sonjoù kentan pa oe bet gopred evit kano. Ha ze oe ba gêr, b'an Orian, 'vel just ! He 'displega damp ivez speret an daouad hag 'deus savet gan Ronan Pinc, ha pesort istorioù vez kontet gante pa 'reont arvestoù pe festoù-noz.
Musik : Morwenn Le Normand ha Ronan Pinc, Beltan Mari-Louiz
Diamp' d'an davarn Ar Roue Morvan evit ober anaoudegezh gan ur plac'h d'an Orian : Morwenn Le Normand. He a gonteï deomp pegen tomm eo dezhi an Orian ha Locmiquelic, lem 'ma i chom, ha pesort chanchamenchoù zo bet gwellet ba'n tu-se goude ar c'hovid. Ha peogwir homan zo deuit da vout ar « speakeuse » FC An Orian, e vo kaojet un tamm deus ar football hiri ba ho abadenn TKM !
Ton : Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde - Kalon Skorn
Ni hamp' da beajo en ur skol 'vel vije kavet kasi kant bloaz zo, gan Cédric Binet. Yian zo i chom er C’hroesti met e laboura ba Botoa er mirdi er skol. Hiri,e diamp' da visito gantan ur sal klas mod bloavezhoù tregon !
Ton : Ar strollad Kanerhog. Foer gouel Mikel
Skoalerez vije bet Elodie Jaffré ‘raok bout kanerez-a vicher. Konta a ra deomp a ziwar al labour-se ba skol diwan. Kontet vo ganti ivez, pegen tomm eo deï treuzkas ar c’han d’ar vugale.
Tonioù : An ton doubl gan Awena Lucas
MONET DA DOULON (Bladenn « ER VAMMENN ») gant Awena Lucas.