Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Maryline Pollet - Pondi Amap

Maryline Pollet - Pondi Amap

22/05/2023

Maryline Pollet eo prezidantez AMAP Pondi. He zisplegay deomp petra eo un AMAP just-a-walc'h hag a-gaoz da berag e soñja ema a-bouez kavet ur gevredigezh èl-se.
MUZIK : Charkha - Tam Tam


Lennerezh get Christian : "Flanchec"

Lennerezh get Christian : "Flanchec"

13/04/2023

Christian ar Meut a gaoja deomp a-zivout Flanchec, skrivet get Jean-Michel Le Boulanger. Daniel Le Flanchec oa maer Douarnenez etre an daou vrezel. Ar gwaz neus bet ur sapre buhez ba-raok mervel b'an Allamagn, àr-lerc'h bout sikleriet d'an nazied get e vouez.


Lennerezh get Christian : "Va Zammig Buhez"

Lennerezh get Christian : "Va Zammig Buhez"

13/04/2023

Christian Ar Meut a lenna ur bochad. Hiriv e kaoja deomp ag ur levr skrivet get Jarl Priel, ur gwaz a vro Dreger, "Va Zammig Buhez"


Lennerezh get Christian : "La Frontière Bretonne"

Lennerezh get Christian : "La Frontière Bretonne"

13/04/2023

Christian Ar Meut a lenna passabl ha hiriv e kaoja deomp ag ur vandenn dreset anavet La Frontière Bretonne, savet get Philippe Créhange ha Benjamin Keltz. An daou gazetenner o deus groet un enklask diàr istoer "adunvaniñ Breizh", réunification Breizh...


Panelloù Heol 1/2

Panelloù Heol 1/2

13/04/2023

Bout propoc'h ha sklaer en e benn. An dra-se zo kaoz 'neus soñjet Yannig Doujet lakaat panelloù heol en e di.
Yannig a zisplega deomp penaos 'kerzha ar panelloù ha penaos o lakaat e plas.
Muzik
Ndiaz - dirheol


Panelloù Heol 2/2

Panelloù Heol 2/2

13/04/2023

Yannig Doujet a zalc'ha da gaozeal deomp ag ar pannelloù heol 'neus lakaaet àr e doenn ha penaos e kerzha. Kar Yannig zo berped o soñjal penaos dont da vevañ en ur feson propoc'h ewit an Douar.
Muzik
Meriadeg Lorho-Pasco & Timothée Le Net - Claudine


Sevel un ti ekolojik 2/2

Sevel un ti ekolojik 2/2

13/04/2023

Damb endro da gaozeal diàr-benn ar labour bras o deus groet Jil ha Martine Auffret en o zi.
Ar wezh baset, Jil neus lâret deomp petra o deus groet ewit ar leur hag ar blañcheris, ha hiriv e kaoja deomp ag ar mogerioù hag an doenn.
Muzik : Ampouailh - Skañv (mazurka)


Sevel un ti ekolojik 1/2

Sevel un ti ekolojik 1/2

13/04/2023

Martine ha Jil Auffret o deus savet endro un ti ba Klegereg àr-lerc'h bout laoket o zi-feurm. Lakaet o deus poan ewit implijet dañvezoù prop ewit an Douar.
Ur pikol labour oa ha Jil hag e ami Yannig a zisplega deomp toud pezh o deus groet adal ar penn-ketañ betag ar fin !


Ar c'hoariva - 3/3

Ar c'hoariva - 3/3

13/04/2023

Kristof Gwilhoù a blija dezhañ ar c'hoariva abaoe pell. En abadenn-se e konta deomp petra eo e zarempred get ar c'hoariva hiziv.


As queer as folk - 2/3

As queer as folk - 2/3

13/04/2023

Hiziv vez kaojet ag an dañs asambles get Dewi Kerbrat. Eñ a gemera pezh er gevredigezh « as queer as folk » ha displegañ a ra deomp petra a ra ar gevredigezh-se ha petra eo an dañs dijener.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine