Deomp da Velrand, e ti feurm Keroperh, gan kompagnunezh Glenn An Doujet. Eñ 'halla zono ur bern benvioù : ar Vombar, ar fleüt, ar gitar, ar taboulin skos...Hiri e koaja deomp deus e buhez sonour, ha penaos 'laboura evit ur c'hompani sirk Panik hag evit raktresoù ell.
Ba ti ferm Keropezh, ba Velrand, vez kavet ul lec'h war ar mez anvet Kerochap, e lec'h 'ma i chom ar c'hompani sirk Panik. Ni zo bet ennan i fellet Glenn an Doujet, hag zo sonour ar c'hompani. Hiri, e konta deomp istoer ar c'hompani hag penaos 'laboura gan ar ronsed.
Musik :Paloma Désamorçage, Glenn An Doujet
Tilio ha Mona oe 10 ha 7 bloaz pa oent aet de veajo gan o zud miz ba India, Nepal ha Malezia. N'oent ket evit mont ba skol pad c'hwec'h neuzen met int doe desket kement a zraoù koulskoude 'nor veajo, komz saozeneg da skoer. Hiri e tisplega diam' o mamm, Sklaerenn Ar Galloudec, penaos oe bet roeit klas dehe 'pad ur veaj ha pegen important oe dehe an avantur-man.
Musik : Parveen Khan & Ilyas Raphaël Khan - Bandhyani
Bet eo bet Sklaerenn ar Galloudec ba Asia 'pad cʼhwecʼh miz, gan he gwaz hag he vugale Tilio ha Mona. Hiri, e kaoja diam' deus ar vro Malesia, 'lem oe bet i veajo 'pad ur miz hanter. Aze 'doe kemeret perzh en ur raktres evit gwarediñ boat.
MusiK : Afida Es & the Siglap Boys - jangan goda / Sanisah Huri - Sejak Ku Bertemu Padamu
Marie Ar Floc'h-Grainig 'oa kelennourez solfège ha piano. Ni ya da ouiet muioc'h geti a-venn 'ta skritur ar sonerezh 'ouiam b'an Europe. Hiriv 'kojay deomp Mari diàr-benn ar skrid-sonerezh kozhañ zo bet kaved ha ni ouiay tamm-ha-tamm geti penaos eo daet da vout pezh welamp àr ar partisionnoù bremañ !
Muzik :
Sonerezh hourrite, diàr ar partisioñ ketañ kavet
Ad vielle que pourra - Adagio Des Annees Mornes
Limaj :
Ar partisioñ hourrite ketañ kavet
Pa oe Catherine yaouank, ne vije ket klevet tonioù kemen se ba gêr, koulskoude he 'deus kanet bopeut. Kano zo an afer familh evit ar re Pasco hiri, kar tout bugale Catherine zo nom lakaet de gano pe de zono. Plij 'ra dezhi organiso filajoù ba Bovel, ba'n davarn mod cozh. Catherine 'gonta diam' ivez diwar benn he istor gan Radio Bro Gwened, peogwir 'laboure 'pad 10 vlé evit an abadenn kreiz Mintin.
Ton : Meuriad Brandevi ar vamm hag he div verch
Ni 'delc'ha visito jardin Catherine Pasco ba Bredewi. Catherine 'deus gouniet ur bern legumaj ha plantoù aromatek ha bep seurt. Gwez-frouezh oe bet plantet pell zo war he zachenn ivez. Ze zo kaoz vez kavet ennan kasi tout pezh foata dezhi de debo. Diam' de desko penaos 'ra evit gounit kemen a zraoù hep doura 'ne kemen ze, trugarez d'an oya ha da fesonioù ell.
Derc'hellam' de veajo ba Asia gan Sklaerenn Ar Galloudec. Gan he gwaz hag he vugale 'deus beajet er vro-se 'pad cʼhwecʼh miz, e 2023. Sklaerenn a gonta deomp pe sort mod vez gwellet olifanted e Kerala. Kont a ra o avanturioù ba Nepal ivez, 'lem doe labouret a youl-vat ba ur skol.
Ton : Mulako chana-jayananda lama- Cover ODUL band
Bet oe bet sklaerenn Ar Galloudec i veajo 'pad cʼhwecʼh miz e bro India, Nepal ha Malaisia gan he mignon hag he vugale, Tilia ha Mona. He a displega deomp penaos oe bet lakaet ba he sonj mont e bro India, ha peseurt santimant 'oe be kavet ganti hag e familh pa oeinch i veajo ennan. Sklaerenn a gonta ivez he sonjoù deus ur lid hag 'peus gwellet evit an den hag oe marv.
Ton : Mehndi Laga Ke Rakhna - Dilwale Dulhania Le Jayenge- Shah Rukh Khan-Kajol