Deus bro Iwerzhon vo komzet hiri gan kompagnunezh Veronique Bourjot. He oe bet i chom du-hont just goude 'doe kuitaet al lice. Tapet oe bet Veronique gan musik deus ar vro se ha breman, ema i labouro diwar benn a raktres nevez hag vo an arvest anvet "Les Irlandais de Bretagne".
Musik : The May Morning Dew, Veronique Bourjot, Arz Nevez.
Ba Seine Saint Denis oe bet disavet Veronique Bourjot ha ba Rostren oe bet o chom. Neuzen, perak oe bet tapet gan ar brezhoneg ha gan ar ch'an deus bro Gwened ? Peseurt mod 'deus rencontret al Loeroù ruz ? Peseurt mod oe deit da vout kelenner ba skol sonerezh An Orian ? He a gonta tout !
Musik : A-dra-sur, m'en asur. Loeroù Ruz
Olier Berson a ro kentelioù brezhoneg gan Kerlen Sten Kidna ha Ti Douar Alre. Kont a ra deomp deus e istor gan ar yezh. Displega a ra ivez peseurt tud vez gwellet ba e gentelioù, ha perak 'deus c'hoant desko ar yezh. Er fin vo koajet gantan deus ar vro Island ha deus broioù all 'lem 'noe beajet.
Musik : Saga dæmda mannsins, Hljómar
Diam d'ober anaouedegzh gan Olier Berson ba bro an Alre. E dresadennoù vez gwelet ba leverioù evit ar vugale ha skeudennaouet 'noe al levr "De loen en large", scrivet gan Patrick Drean, diwar benn tro lavarioù liamed gan al loened. Hiri, e kontey deomp neuzen un tamm deus e vuhez tresour, penaos 'neus desket dreso, ha peseurt teknikoù a blija dehan implijo.
Setu lodenn zevezhañ get Marie Ar Floc'h-Grainig hag istoer skritur ar sonerezh. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag e vez desinet an notennoù èl e ramp bremañ. N'eus ket chañjet kalz a-c'houde 1601 ! Lod o deus ijinet traoù nevez ur sort. Mari a lâray muioc'h deomp !
MUZIK
Kreiz Breizh Akademi 9 - ’Noz Kent Aveit ’N Nihour
Limaj : Iannis Xenakis neus ijinet ur feson nevez da skrivañ ar muzik
Ni a zalc'ha get ur gentell istoer ar muzik get Marie Ar Floc'h-Grainig. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag 'laramp "do ré mi fa sol la si" ba lec'hioù 'zo, ha "ABCDEFG" ba lec'hioù arall.
MUZIK
Didier Squiban- Petit air marin