2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2vn evit kompren perak e finv an norzh

2vn evit kompren perak e finv an norzh

12/04/2023

An Norzh n'eo ket stabil. An Norzh magnetek da nebeutañ, an hini a ra d'an nadozioù-vor heñchañ ac'hanomp abaoe kantvedoù.


2vn evit kompren dalc'histed ar baktiri

2vn evit kompren dalc'histed ar baktiri

12/04/2023

Klevet a reer e teu da vezañ dalc'husoc'h dalc'husañ ar baktiri rak an antiobiotikoù met perak 'ta ?


2vn evit kompren petra eo ar yen

2vn evit kompren petra eo ar yen

12/04/2023

Petra eo ar yen


2vn evit kompren ar gwagennou fallakr

2vn evit kompren ar gwagennou fallakr

12/04/2023

Setu unan deus kevrinoù ar mor, ar gwagennoù fallakr, n'eo ket komprenet c'hoazh en c'hentañ kantvet warn ugent. Ur wagenn fallakr a c'hell bezañ 30 metrad uhel ha kaoz peñse bigi bras.


2vn evit kompren pegen speredek eo ar plantennoù

2vn evit kompren pegen speredek eo ar plantennoù

12/04/2023

Gouzout a ouzomp mat hiziv an deiz eo speredek al loened : Ar marmoused a c'hell sevel binviji ha deskiñ yezh ar sinou, an olifanted o deus ur memor kabidan, gouest eo ar razhed da ziskoulmañ kudennoù hag ar gwenan a oar kontañ. Met pegen speredek eo ar plantennoù ?


Perak eo gwasoc'h ar bevdrelaosk eget an tireoul.

Perak eo gwasoc'h ar bevdrelaosk eget an tireoul.

12/04/2023

Gwasoc'h eo an ethanol hag ar bio-diesel eget an tireoul. Perak ? Ar respont amañ.


2vn evit kompren perak omp drammet gant hor pellgomzerioù hezoug

2vn evit kompren perak omp drammet gant hor pellgomzerioù hezoug

12/04/2023

Gouzout a ouzit pegen a-bouez eo deuet da vezañ hor pellgomzerioù ezhoug en hor buhez. A-drugarez dezho e kavomp hon hent, e talc'homp soñj deus deiz ha bloaz hor mammoù kaer hag e chomomp kelaouet ! 2 viliard hanter, setu an niver a dud er bed a-bezh o deus ur smartphone, ur pellgomzer speredek. Hag en o zouez pet a zo drammet, adiktet gant o mekanik bihan ? Kalzig sur mat ha n'eo ket ur souezh. Savet eo ar smartphonoù EVIT desachañ hon evezh ar muiañ posubl hag e ya mat-tre en-dro. 1 eurvezh 42 a gasomp war hor pellgomzerioù dre geitad e Frans. Ouzhpenn 2 eurvezh ha kard evit ar re dindan 35 bloaz !


2 vn  perak eo ken diaes ezvoudañ ar sifern

2 vn perak eo ken diaes ezvoudañ ar sifern

12/04/2023

Setu erru eo mare spontusañ ar bloaz. Mare ar sifern ! Vaccin ebet, hag estreget ur banne dour tomm, mel, sitrons ha rhum, 'neus ket a louzoù efedus kenebeut ! Padal eo anavazet ar c'hleñved abaoe mare an Ejipt kozh da nebeutañ. Ha n'eo ket souezhus : bep bloaz eo tapet un den gour gant ar sifern etre 2 ha 4 gwech, hag ar vugale a c'hell bezañ siferniet betek 10 gwech ar bloaz.


2vn evit kompren perak n'hon eus ket a eñvorennoù a-raok 4 bloaz

2vn evit kompren perak n'hon eus ket a eñvorennoù a-raok 4 bloaz

12/04/2023

Peurliesañ ne talc'homp ket soñj deus hor buhez a-raok 4 bloaz, ha nebeut tre a envorennoù hon eus etre 6 hag 8 vloaz. Ha perak 'ta neuze ? Normal eo disoñjal evel just hag eo diaes-tre derc'hel soñj deus un amzer ken kozh hag ar bugaleaj bihan. Met hor bloavezhioù buhez kentañ a ro deomp nebeutoc'h a eñvorennoù eget dleet pa kemeromp e kont an dregantad a ankouadennoù normal.


2vn evit kompren perak e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred

2vn evit kompren perak e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred

12/04/2023

Tost e pep lec'h er bed e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred. N'eus nemet en un nebeut broioù afrikan tapet kalz gant ar SIDA e varv yaouankoc'h ar maouezed. Dreist holl neuze e vev hiroc'h ar maouezed hag an diferañs a c'hell mont betek 15 vloaz e Bro Rusia ! E Breizh ez eus 6 vloaz a ziferañs memes tra. Ar maouezed a vevo betek tost 85 bloaz. Hag ar baotred betek un tamm ouzhpenn 78 vloaz. Met perak an diforc'h bras mañ ?


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine