2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2vn evit kompren perak ne c'heller ket breugeudiñ en egor

2vn evit kompren perak ne c'heller ket breugeudiñ en egor

12/04/2023

Perak eo dibosubl breugeudiñ en egor ? Ar respont zo roet gant Chris Hadfield, an astraer 'noa sonet kanaouenn Space Oddity gant David Bowie pa oa en efor en SEE, ar savlec'h egor etrebroadel.


2 vunutenn evit kompren penaos e varvo an heol

2 vunutenn evit kompren penaos e varvo an heol

12/04/2023

An astrofizisianed a soñj dezho e varvo an Heol a-benn 5 miliard a vloavezhioù. Er c'hozmos ez ur penn hag ur fin d'an holl draoù. Evitomp-ni tud munut, n'eo ket gwall blijus soñjal e fin an Heol ha fin ar vuhez war ar voul-douar met bez eus marvioù bravoc'h eget reoù all. Betek hen e soñje deomp e oa re vihan an heol evit mervel e-giz un tan-arvest. Met a-drugarez da araokadennoù ar patromoù roadennoù e c'hell ar skiantourien embann ne yao ket an heol diwar-wel didrouz.


2vn evit kompren penaos e ra ar pesked evit analiñ

2vn evit kompren penaos e ra ar pesked evit analiñ

12/04/2023

Tenn a ra ar pesked o anal e-giztomp, e-giz an holl loened ! Ar pal : euvriñ oksijen ha skarzhañ dioksidenn garbon. Anat eo e vez kavet oksijen en aer, mod all ne vijemp ket bev met bez zo oksijen en dour ivez. Kalz kalz nebeutoc'h, 25 gwech nebeutoc'h eget en aer. Ken ral eo e kemer an tenn anal 30% deus energiezh ar pesked !


2 vn evit kompren perak n'eo ket Ploudon ur blanedenn ken

2 vn evit kompren perak n'eo ket Ploudon ur blanedenn ken

12/04/2023

9 flanedenn pe 8 ? E-pad 76 vloaz eo bet Ploudon unan eus planedennoù koskoriad an Heol. Met n'eo ket mui. Perak 'ta ?


2 vn evit kompren perak e ya war c'hrizaat hor blev

2 vn evit kompren perak e ya war c'hrizaat hor blev

12/04/2023

Penaos e c'hell seurt gwaleur c'hoarvezout ? Perak e tro hor blev du, ruz, melen da c'hriz pe da c'hlas e brezhoneg flour ?


2 vn evit kompren an arnevioù

2 vn evit kompren an arnevioù

12/04/2023

Petra eo an arnevioù ? Lâret a reer ez eus un arnev pa klever taolioù kurun pe pa weler foeltr. Ar c'humulonimbus, an hini eo, ar goumoulenn a zo kaoz an arnev !


2 vn evit kompren marv ar gwenan

2 vn evit kompren marv ar gwenan

12/04/2023

Ma yafe ar gwennan diwar-wel e varfe an holl dud dindan 4 bloaz. 'Neus den na oar piv 'neus lâret ar frazenn (n'eo ket Einstein bepred) met gallout a rafe bezañ gwir ! Er goañv 2017-2018 ez eus marvet 80% deus ar ruskennadenoù e lec'hioù zo e Kornog Europa.


2 vn evit kompren da petra servij ar blev

2 vn evit kompren da petra servij ar blev

12/04/2023

Ar blev : mezhus ouzh divc'har ar maouezed, arouezus war penn ur punk. Kompliket eo ar blev evit an denelezh. Padal eo ken kozh ar blev hag ar vuhez war ar voull-douar ! 3,6 miliard bloaz zo pa z'eo ganet ar bevedegoù kentañ e foñs ar morioù e oa un doare efedus-tre da fotosinteziñ gouloù an heol. Abegoù liesseurt 'neus ar blev hiziv an deiz : bouetañ, treuzkas, analiñ, gouennañ pe santout. Bewech eo un etrefas etre an endro ha diabarzh an organismoù.


2 vn evit kompren perak eo ken bras ar balumed

2 vn evit kompren perak eo ken bras ar balumed

12/04/2023

Sed aze al loened brasañ bet war ar voull-douar, ar balumed glas, morse 'neus bet ul loen ken bras : 30 metrad hirder, 190 tonenn dre geiden, kalon ar balumed a zo a-vent gant ur c'harr-tan, hag o zeod a zo ken pounner hag un olifant. Bez zo deus balumed fanoliek abaoe 36 milion bloaz ha 'pad pell e oant dindan 10 metrad hir ha n'eo nemet 4 milion hanter bloaz zo int deuet da vezañ bras divent ! Met perak 'ta neuze ? Da betra servij bezañ ken bras ?


2 vn evit kompren perak ez eus stantadegoù war an hent ?

2 vn evit kompren perak ez eus stantadegoù war an hent ?

12/04/2023

Setu unan eus an traoù spontusañ er bed hag er vuhez vodern : ar stankadennoù war an hent ! Perak ez eus stankadegoù war an hent pa n'eus gwallzarvoud ebet ?


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine