2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2 vn evit kompren an transport war vor

2 vn evit kompren an transport war vor

12/04/2023

Ouzhpenn 90% deus ar marc'hadourezhioù 'vez kaset gant ar bigi hiziv an deiz. Ma n'eo ket ken saotrus hag ar c'hirri-nij eo memes tra lous-kenañ an trañsport war vor.


2vn evit kompren ar panelloù fotovoltaik

2vn evit kompren ar panelloù fotovoltaik

12/04/2023

Ar panneloù fotovoltaek zo gouest da grouiñ tredan gant energiezh an heol. Ur wech staliet ne goust netra ken ha ne gas ket dioksidenn garbon en aer kontrol d'an nukleel ha d'an energiezhioù fosil. Efedus eo ar panell 'pad 25 vloaz hag e c'hell treuzfurmañ energiezh 'pad pelloc'h c'hoazh daoust ma n'eo ket ken efedus. Met daoust hag eo propr ha padus ar sevel panelloù fotovoltaik ?


2vn evit kompren ar rotel

2vn evit kompren ar rotel

12/04/2023

Ar rotel pe ar c'hompost a zo disoc'h goidigezh an dilerc'hioù boued ha plant. Met penaos e teu da vezañ ho sil kafe, ho kroc'henn patatez hag ho keot troc'het, an humus mat da veskañ gant an douar ?


2 vn evit kompren penaos erlerc'hiañ ar plastek

2 vn evit kompren penaos erlerc'hiañ ar plastek

12/04/2023

Malloz ar c'hentañ kantvet warnugent eo ar plastek goude bezañ bet unan eus krouidigezhioù pouezusañ hor buhez pemdez. Met o welet kolo plastek e fri ar baoted, seier plastek e kof al loened mor ha mikro-tammoù plastek en douar, en dour hag en hor c'horfoù eo poent anzav eo echu ren ar plastek.


2vn evit kompren petra eo ar batirioù litiom

2vn evit kompren petra eo ar batirioù litiom

12/04/2023

Ar batirioù litiom 'vez kavet en holl deknologiezhioù nevez : ezhougoù, urzhiateroù, kirri-tan tredan, kezeg-houarn tredan e-touez traoù all. Met n'int ket adaozabl evit poent.


2vn evit kompren diviañ ar metalioù

2vn evit kompren diviañ ar metalioù

12/04/2023

Gouzout a ouzomp mat ne vo ket a direoul ken a-raok pell. Unan eus ar c'hudennoù brasañ e vo - ma talc'homp gant hor mod da vevañ e broioù ar c'hornog. Un dra all, ha n'eo ket ken anavazet, a zeuio da vezañ ur gudenn vras en hor buhezioù ivez : an diouer a vetalioù.


2vn evit kompren penaos adaozañ ar metal

2vn evit kompren penaos adaozañ ar metal

12/04/2023

Saotrus ha dañjerus eo tennañ ar metalioù diouzh an douar. Un donenn a houarnaj adaozet a gas 90% nebeutoc'h à CO2 en aer hag un donenn metal tennet war-eeun eus an douar. Koulskoude eo an holl vetalioù pe dost adaosabl distailh !


2 vn evit kompren an adc'houeziñ

2 vn evit kompren an adc'houeziñ

12/04/2023

Petra eo an adc'houeziñ, ar rewilding, ar réensauvagement ? En un nebeut gêrioù e talv ober d'ul lec'h, d'un dachenn bezañ gouez en-dro en un degas bronneged bras.


2vn evit kompren perak e finv an norzh

2vn evit kompren perak e finv an norzh

12/04/2023

An Norzh n'eo ket stabil. An Norzh magnetek da nebeutañ, an hini a ra d'an nadozioù-vor heñchañ ac'hanomp abaoe kantvedoù.


2vn evit kompren dalc'histed ar baktiri

2vn evit kompren dalc'histed ar baktiri

12/04/2023

Klevet a reer e teu da vezañ dalc'husoc'h dalc'husañ ar baktiri rak an antiobiotikoù met perak 'ta ?


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine