Fañch Rebous, skrivagner, diwar-benn e levr "Dindan ar seizh avel" Kronikennoù Ar Bed o Treiñ : ar gwennan ha penaos en em aozont pa vezont klañv 2vn evit kompren : petra 'ra d'an alumetez flammañ Karront Sant Jakez : Yaou 5/6 Keleier : Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé
Re Bell Ganti 11/01/2022 Claire Cariou, asambles gant Benjamin Bouard, evit safaret deus ar film "Le Cheval de Fer". Bleuenn Raynaudon, asambles gant Laetitia Fitamant, diwar-bouez ar pred e brezhoneg a vez aozet e Douarnenez bep eil merc'her ar miz. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tunvezh Wloegen
Rodeier: Robert Salaün vo en abadenn Rodeier a-benn disadorn war Radio Kerne, asambles gant Benjamin Bouard. Robert zo ganet e Sant-Hern (distaget « Zantêrn », Saint-Hernin), met er bloavezhioù 60 'oa divroet d'an Amerik, e-giz ur bern Bretoned all d'ar mare-se. Bet eo bet o labourat e New-York en ur restaorant bras, hag eno neuze 'neus anveet un toullad komedianed ha kanerien vrudet, evel Burt Lancaster, Franck Sinatra pe c'hoazh Dean Martin. Anveet 'neus ar familh Kennedy ivez. Ali lenn: Ronan Debel, deus mediaoueg an Ursulined e Kemper : div gelaouen glad da zizoloiñ e burev ar glad er vediaoueg. Skiant ar meteo: Guenole Guevel a zo bet e vicher diarbenn liv an amzer Ur bourmenadenn war ribloù an Erzh gant Tara Adeux Ar Bed o Treiñ: Ukrenia ne oar ket tretiñ al lastez E miz Kerzu e oa bet embannet ur c'helc'h lizher (circulaire) da suraat kelenn ar yezhoù bro, gant souten ar c'hentañ ministr. N'eo ket trawalac'h. Gant Ronan Kerbiquet, kelenner, hag Arno Goapper, e anv DivYezh Breizh
Re Bell Ganti 06/01/2022 Erell Coupier, asambles gant Enora Molac (RBG), evit kaozeal deus ar vugale gevel hag ar gevredigezh Jumeaux et +. Ronan Kerbiquet ha Tangi Louarn, asambles gant Tunvezh Wloegen, diwar-bouez an emglev Stad-Rannvro evit kelenn ar brezhoneg. Kronikennoù : Pesa 'mod vé lar't / A-ramp war Gomz / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Erwan Blanchard
Claire Cariou eus ar gevredigezh zero lastez Côte Waste diwar-benn al lezenn treuzkemm ekologel. Severine Even, heñchourez, a ginnig gweladennoù heñchet eus ar c'herioù. Kronikennoù Sinema : dibab filmoù ar sizhun Desaver Buzhug : penaos sevel ur GAEC Yec'hed : an infarktus 1/2 Keleier : Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Yann-Fulup Dupuis diwar-benn ar pezh c'hoari John Imagine gant ar gompagnunezh Tro Didro. Anais Skornet, implijadez Mignoned ar Brezhoneg, ha Malo Bouessel Dubourg, rener Produet e Breizh, diwar-benn ar voest ostilhoù bet savet gant Mignoned ar brezhoneg evit ar stalioù o deus c'hoant implijout ar brezhoneg. Kronikennoù 2vn evit kompren : blev ar c'hizier Karront Sant Jakez : Yaou 4/6 Ar Bed o Treiñ : an niver a chas e Berlin Keleier : Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
- Dielloù Kervarker -hag e gaieroù- zo en linenn dre Archivoù Departamant Penn ar Bed. Hag un diskouezadeg 'vo e Mirdi an Departamant adalek miz Genver. Nelly Blanchard, enklaslerez ha kelennerez e Skol-veur Brest; -Louis-Jacques Suignard zo leun e benn a c'herioù. Gwezhoù zo 'reont kanaouennoù, gwezhoù all barzhonegoù. Un dastumad anezhe a gaver e 'Bord an oabl' en ti Goater -Stourmoù 2021 er c'heleier gant Tunvezh Vloaguen -Stourm evit ar brezhoneg hag ar skolioù Diwan. Un eskemm gant Tangi Louarn, eus ar strollad European Elen (Réseau Européen pour L' Egalité des Langues) -Ar Bed o Treiñ: an hyperliesyezhourien -Labous Web, gant Gwen Meynier: anaoudegezh an dremm.
Re Bell Ganti 04/01/2022 Michel Lollier, asambles gant Tomaz Laken (RKB), evit kaozeal deus ar "Breizh Station" e Speied. Claudine Quenet, kenurzhierezh Ti ar Vro Bro Kemperle, asambles gant Morgane Bramoullé. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tomaz Laken
Kevin ar Vourc'h, merour ar stal Biocoop nevez e Kemper, diwar-benn an digresk a niver a dud o prenañ produioù bio. Bilañs 2021 : Manu Quemizet, kaner, soner, arzour, enrollet d'an 22 a viz Meurzh, e Teatr Kerne e Kemper a oa okupet d'ar mare-se. Kronikennoù : Yec'hed : an artroz Brav ha Bev : ar go 2/2 Desaver buzhug : an dour Keleier : Tomaz Laken Kinniget gant Morgane Bramoullé
-Un distro war 2021: ur vanifestadeg en enep da Amazon e Brieg, ur reportaj gant Tunvezh Vloaguen -Daou bennad sinet gant Samuel Julien e niverenn nevesañ Bremañ: peseurt plas lezel d'an anvioù meur pa z'int re tud a gaver abeg en o emzlac'h/ An eil duvell diwezhañ -Ur gentel fonologiezh gant Youn Vloaguen -Keleier: Yuna Cojean -Un tammig preder war ar barhoniezh gant Yann-Bêr Piriou