Re Bell Ganti 27/01/2022 Erell L'Hopiteau, Eflamm Louis ha Uisent Crequer, asambles gant Yuna Kojan (RBG), diwar-bouez ar "primaire populaire". Yann-Fulub Dupuy, asambles gant Benjamin Bouard, evit safaret deus an emglev gant Kelenn ha Mervent. Kronikennoù : Pesa 'mod vé lar't / Ul levr, un oberour / A-ramp war 'r gomz / Barzhaz Keleier gant Tunvezh Wloegen
Lionel Olivier, Tugdual Audig, Aline ha Gérard diwar-benn ar staj sketchoù e brezhoneg aozet da geñver ar festival Taol Kurun e Bro Gemperle. Visant Roue eus Ofis publik ar brezhoneg diwar-benn ar c'hentelioù brezhoneg a vo en-dro e skol-veur Naoned. Kronikennoù Desaver buzhug : an arc'hant Brav ha Bev : ar plankton Sinema : dibab filmoù Keleier : Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé
Claire Cariou, eus ar gevredigezh zero lastez Côte Waste, diwar-benn atalieroù gwriat Elen hag Aurélie Le Maitre diwar-benn o oberenn Aux deux bouts de la terre tro-dro d'an hent 164 o treuziñ Breizh Kronikennoù Karront Sant Jakez : ar steredegoù 1/6 Ar Bed o Treiñ : un amprevan nevez dizoloet a-drugarez d'e vod da nijal 2 vn evit kompren : liv ar staot Keleier : Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé
-Maxime Touzé, ken brezidant Emglev Bro Douarnenez zo ganeomp en abadenn evit ur c'hinnig-labour -Un tamm eus RODEIER: Denis Bozec, paotr Langoned, vo en abadenn Rodeier a-benn disadorn war Radio Kerne. Tro parrez Langoned a vo graet da gentañ, a-raok kaozeal deus e goñje, pa oa bet kaset da vBerlin er bloavezhioù 60, e-kichenn ar voger vras. Hag e lodenn ziwezhañ an abadenn 'vo kaozeet deus ar gallaoueg, hag a neus desket e-unan, pa oa bet o labourat evel mevel labour-douar e Breizh-Uhel. Da gentañ ne ouie komz gallaoueg ebet, met gant al latin eo deuet a-benn da gompren tammoù traoù fonnus a-walc'h. -ALI LENN AR SIZHUN gant Ronan Debel eus ar vediaoueg Alain Gerard e Kemper : Le quai de Ouistreham gant Florence Aubenas -Un Tamm eus an Divskouarn O Nijal (sul 23 01 2022, 12e00 ha 18e00) gouestlet d'ar realizatour Avel Corre. Emañ o kinnig e film nevesañ, Termaji -LABOUS WEB, gant Gwen Meynier: enkadenn al ledreelloù (Un diouer a ledreelloù (semi-conducteurs) a vez er bed er mare-mañ. Gwelet e vo neuze petra eo ul ledreell, da betra servij ha petra eo efedoù ar gudenn-se? -STOURM AR GELENNERIEN Da dalañ deus ar c'horonavirus er skolioù zo ezhomm muioc'h a gelennerien. Ur sizhunvezh goude an devezh harzh-labour hag an oe bodet holl dud an deskadurezh stad diriaou tremenet, e oa dimerc'her un devezh stourm all evit ar gelennerien. Lakaet eo diaes ar gelennerien er c'hentañ hag en eil derez, o klask merañ ar skol daoust d'ar c'hleñved-red, ha merañ ar reolennoù yec'hed a vez cheñchet bep eil devezh. Bet oa Tunvezh Gwlagen-Grandjean o kelaouachiñ eno. Kavet he deus Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, ha Sklaerenn Noazel evit an FSU. -KELEIER: Yuna Cojean
Re Bell Ganti 20/01/2022 Carmen Le Bris, asambles gant Enora Molac (RBG), diwar-bouez he beaj e Ladakh. Per-Meñs Pegail, asambles gant Morgane Bramoullé, evit safaret deomp deus nozvezhioù al lenn. Kronikennoù : Pesa mod vé lar't / Ul levr, un oberour / A-ramp war 'r Gomz / Barzhaz Keleier gant Tunvezh Wloegen
Olier Cariou a zo o heuliañ studioù evit bezañ ijinour war ar c'hoad. Komz a raio eus e studioù ha deus e sell war an ekologiezh hiziv an deiz. Claudie Quenet, kenurzhierez nevez ar gengevredigezh aozet gant Ti ar Vro Bro Kemperle, diwar-benn ar festival Taol Kurun. Kronikennoù Sinema : ar filmoù nevez er salioù sinema Desaver Buzhug : ar GAEC hag an arc'hant Yec'hed : an difibrilator ` Keleier : Erwan Blanchard Kinniet gant Morgane Bramoullé
Re Bell Ganti 18/01/2022 Marie-Hélène Morvan, dre an telefon gant Benjamin Bouard, evit safaret deomp deus pezh-c'hoari nevez Strollad Kallag : Artichoed ar Maharaja. Mark Perrot, asambles gant Morgane Bramoullé, evit displegañ deomp petra eo an "électro-sensibilité". Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tunvezh Wloegen
Avel Corre, sevener, diwar-benn e film Termaji Mark Perrod diwar-benn an tredangizidigezh, electro-sensibilité Kronikennoù 2vn evit kompren al latar Ar Bed o Treiñ : ar peskvagerezhioù Karront Sant Jakez : Yaou 6/6 Keleier : Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Re Bell Ganti 13/01/2022 Thomas Nugues, asambles gant Morgane Cotten, diwar-benn e veaj da Chipr. Hoel Maloeuvre, asambles gant Tunvezh Wloegen, da safaret de stad an traoù evit ar gouren ar bloaz-mañ. Kronikennoù : Barzhaz / Ul levr, un oberour / A-ramp war 'r Gomz / Pesa mod vé lar't Keleier gant Tunvezh Wloegen
Aziliz Bourgès diwar-benn ar sell he deus war ar c'helenn pa kinnig atalieroù skrivañ. Perzh eo eus an heuliadenn gouestlet d'ar c'helenn ha d'an deskiñ kinniget gant Laetitia Fitamant. Olivier Ferrando diwar-benn prosez Pascal, en doa okupet un ti dilezet, war Enez ar Gerveur, ha kudenn al lojeiz e Breizh. Un atersadenn gant Enora Molac. Kronikennoù Sinema : dibab filmoù nevez deuet maez er salioù sinema Desaver buzhug : penaos sevel ur GAEC 2 Brav ha bev : an tardigrad Yec'hed : an infarktus 2/2 Keleier : Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé