Digwener ha disadorn en doa Radio Kerne staliet e studio e Sant Ervlan da geñver dorioù digor ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Ur greizenn da zegemer al lodenn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour e brezhoneg e meurgêr Naoned, ur greizenn da vodañ ar vrezhonegerien, da laka 'nezho da zeskiñ e brezhoneg e vagouri, er skol, er skolaj, da zeskiñ ar brezhoneg e Skol an Emsav, e kentelioù an Noz, da lenn e brezhoneg e levraoueg KDSK, ha da eskemm ha da vevañ en hor yezh en ul lec'h boutin. Visant Roue deus Ofis publik ar brezhoneg, Lena Louarn, eil brezidantez Rannvro Breizh en karg eus yezhoù Breizh, Pêr-Emmanuel Marais, kuzulier kêr ha meurgêr Naoned ha Tangi Manac'h, prezidant Yezhoù ha Sevenadur a zo bet aterset gant Morgane Bramoullé ha Tunvezh Wloaguen-Grandjean. Teknik : Lou Millour
Stad al labourerezh douar hiziv an deiz (bio, 'conventionnelle', FNSEA, Kengevread ar beizanted...), diskouachet gant : Charlotte Kerglonou, saverez saout laezh, kengevread ar beizanted, Didier Goubil, saver yer, dilennet e kambr al labour douar Penn ar Bed, FDSEA, Louis-Pierre Le Cras, saver saout laezh, Kengevread ar beizanted, Jean Bihan, bet labouret e vuhez-pad e kevelourioù labour-douar, ha sell arbennig Tunvezh Vloaguen-Grandjean. Buhezet gant Laetitia Fitamant.
D'an 12 a viz Genver e vez lidet 'Kiss a Ginger Day', un devezh gouestlet da bokañ d'an dud gant blev ruz. Perak 'ta gouestliñ un devezh d'ar re ruz o blev ? Ar fed eo ez eus c'hoazh tud gwasket peogwir eo ruz o blev. Hannah, plac'h yaouank a Zouarnenez, Niza, maouez kozh eus Kemperle, ha Lena Louarn, bezprezidantez rannvro Breizh, ruz o blev, a ro o soñj war 'pezh a chañj en o buhez liv o blev.