Re bell ganti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Re Bell b'an ti Meurzh 15 a viz Kerzu 2020

Re Bell b'an ti Meurzh 15 a viz Kerzu 2020

13/04/2023

Re Bell b'an ti Meurzh 15 a viz Kerzu 2020 Dominique Merrien, gant Benjamin Bouard, da safaret deus radioteleskop Arecibo. Anaïs Hascoët ha Denise Jardin, gant Laetitia Fitamant, da safaret deus ar forn da boazhat bara e karter Kervern e Douarnenez. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned 'zo / Un den er bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tunvezh Wloegen


Re Bell b'an ti 14 a viz kerzu 2020

Re Bell b'an ti 14 a viz kerzu 2020

13/04/2023

-Div vunutenn evit kompren... ar blob. Morgane Brammoullé -Karront Sant Jakez N'eus ket netra 'met gaz e-barzh ar blanedenn Yaou. An dra-se zo kaoz n'haller ket bale war he c'horre. Ha na posubl 'vije bet moaien deomp bale warni 'vije bet dav deomp bezañ gouest d'anduriñ an amzer fall zo eno. Avelioù foll a zo, ha n'eo ket tomm an amzer ivez ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard... -Ar Bed o Treiñ: vaksinañ pe lezel evañ... ret eo choazh -Marins à l'Ancre, gant Olivier Dussauze. Al lec'hienn internet zo e linenn! Keleier all diwar-benn Emglev Bro Douarnenez (Dispar Amzer hag all...) -Un tañva eus an abadenn Deomp Dezhi....Tunvezh ha Benjamin a yay d'an Alpoù evit abadenn ar vugale ar sizhun-mañ, an abadenn Deompk Dezhi. Hag ur bern traoù a vo desket deoc'h : petra eo an erc'h, petra eo un diruilhad-erc'h (un avalañch ma karit) pe c'hoazh 'blam da betra zo e'mm da « fartañ » ar skioù ! Plijadur 'vo war an heñchoù-ski ! Deomp Dezhi : d'ar merc'her da 2e goude-merenn ha da 7e noz, war Radio Kerne hag Arvorig FM - Anvioù ar parkeier kozh e Poullan: Jean-Pierre Lozac'hmeur 'neus studiet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù anvioù kozh ar parkeier e Poullan war-c'horre ar c'hadastr kozh («le cadastre napoléonien» e-giz vez graet deuzoutañ e galleg). E gaieroù zo bet roet da gomun Poullan gant e familh, hag an ti-kêr 'neus roet ar re-mañ goude-se da Jean-Yves Kervareg ha d'ar gevredigezh «Poullan Gwechall hag Hirio».


Re Bell b'an Ti gwener 11 a viz Kerzu 2020

Re Bell b'an Ti gwener 11 a viz Kerzu 2020

13/04/2023

En abadenn hiziv: -keleier ha liv an amzer -Nolwenn Ilias, kineziterapeutourez, a lâr deomp ma konter muioc'h mui a vugale er servijoù bred. En anken e vezont lakaet abalamour d'ar C'hovid 19 ha d'an holl ambiañs tro-dro dezhe. -Brigitte Cloareg ar ganerez, a bed ac'hanomp d'en em gavout e linenn, dre Zoom, d'an 21 a viz Kerzu evit kanañ asambles. -Emañ c'hoazh Marianne Vaide gant Snoopy Snoop a-benn deskiñ hiric'h war an 'Arvar Fanzine'. -Un ali lenn, evel pep gwener: Voro, gant Janne Kukkonen. Kinniget gant Per Mins-Pegailh, eus mediaoueg an Erge-Vras. -Ar bed o treiñ: klevout a reer gant an daoulagad ivez


Re Bell b'an ti Yaou 10 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti Yaou 10 a viz Kerzu

13/04/2023

Re Bell b'an ti Yaou 10 a viz Kerzu Bleuenn Raynaudon-Kerzhero, dre bellgomz gant Tunvezh Wloegen, da safaret deus he micher. Kasourez eo e skolaj Diwan Jakez Riou. Snoopy Snoop, dirak mikro Marianne Vaidie, da safaret deomp deus an Arvar Fanzine. Kronikennoù : Pesa 'mod vez lâr't / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Tunvezh Wloegen


Re Bell b'an ti, Merc'her 9 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti, Merc'her 9 a viz Kerzu

13/04/2023

Anne Diaz, etnologourez evit BCD, Bretagne Culture Diversité, diwar-benn ar goulenn renkañ ar broderezh hag an dentelezh e Breizh e Glad sevenadurel broadel disanveziel. Kristian ar Meut deus ar gevredigezh «  Solidarité exilés Henbont  » diwar-benn marv daou stourmer a gozh, ar breur Ernest Kerfourn ha Simone de Bolardière, ur reportaj gant Yuna Cojean deus RBG. Kronikoù Ar virus respiratoire syncytial Petra ober pa 'vez devet ur babig Labourat war an anal Keleier : Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell b'an ti, Meurzh 8 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti, Meurzh 8 a viz Kerzu

13/04/2023

Re Bell b'an ti, Meurzh 8 a viz Kerzu An etnologourez Anne Diaz, deus mikro Tunvezh Wloegen, da safaret deus he labour, da lakaat ar broderezh hag an dantelezh e Breizh war-c'horre renabl broadel ar glad dizanvezel. Gwenola Kerreg, deus mikro Marianne Vaidie, da safaret deus ar c'hlub jardrinañ zo bet krouet e skolaj Diwan Sant-Ervlan. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned 'zo / Un den er bed / Labous Web / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tudual Karluer


Re Bell b'an ti, Lun 7 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti, Lun 7 a viz Kerzu

13/04/2023

Gabriel Bourroulec, a-youl-vat evit Emmaüs Redene, diwar-benn ar bloavezh 2020 evit ar gevredigezgh krouet gant an Abad Per. Elen Rubin deus Daoulagad Breizh diwar-benn ar genstrivadeg Filmoù chakod Anne Diaz, etnologourez e BCD, diwar-benn ar broderezh hag an dentelezh e glad sevenadurel broadel dizanveziel Kronikoù 2vn evit kompren ar c'helien Ar blanedenn Yaou 1/6 Keleier gant Tunvezh wGloagen Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re bell b'an ti gwener 4 a viz Kerzu 2020

Re bell b'an ti gwener 4 a viz Kerzu 2020

13/04/2023

Jean ar C'halvez, Tregeriad gante 1925, a oa aet da departamant an Herault da vevañ er bloavezhioù 1950; Eno en deus desket ar vicher war-dro d'ar gwin. Ouzh mikro Yan-Bêr Guyader emañ. Gwenaëlle Bizien, asambles gant he c'hlasad a vugale, a zo e darempred gant akipaj Louis Burton, tapet er Vendée Globe. KOntañ a ra deomp penaos 'vez maget al liamm-se, ha peseurt labour pedagogel a c'heller kas gant liammoù diavaez skol evel-se. Un ali lenn a vo: 1000 petites rien, gant Jodie Picoud, kinniget gant Maryse Evrin, eus ar vediaoueg Alain Gérard e Kemper.


Re Bell b'an ti Yaou 3 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti Yaou 3 a viz Kerzu

13/04/2023

Re Bell b'an ti Yaou 3 a viz Kerzu Lucienne Moisan, deus mikro Benjamin Bouard, da safaret deomp deus he levr nevez, eil levr avañturioù Jopig, embannet gant Yoran Embanner. Chapi-Chapo (Patrice Elegouët), deus mikro Laetitia Fitamant, da safaret deus e bladenn nevez : Collector. Kronikennoù : Pesa'mod vez lâr't / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Tunvezh Wloegen


Re Bell b'an ti, Merc'her 2 a viz Kerzu

Re Bell b'an ti, Merc'her 2 a viz Kerzu

13/04/2023

Bernez Rest, ezel deus ar strollad «  Stop Amazon 29  » diwar-benn ar raktres sevel un ajañs amazon e Brieg e kichen Kemper. Louis Bocquenet diwar-benn e levr, La passagère Kronikoù Penaos, pelec'h ha pevare ober yoga ? Al laou Kousk ar babigoù 2/2 Keleier gant Erwan Blanchard Kinniget gant Morgane Bramoullé


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine