Re Bell Ganti Meurzh 30 a viz Kerzu Annaig Loizel, heñchourez e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper, dre bellgomz gant Tunvezh Wloegen. Fanny Chauffin, deus ar gevredigezh Cent pour un Toit e Kemperle, dre bellgomz gant Laetitia Fitamant. Kronikennoù : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo / Labous Web / Ul levr, un oberour / Teñzor ar Brezhoneg Komzet Keleier gant Tugdual Karluer
Re Bell Ganti Merc'her 30 a viz Kerzu Fanny Chauffin en-dro, asambles gant Laetitia Fitamant, da safaret deomp c'hoazh deus ar gevredigezh Cent pour un Toit. Lena Louarn, asambles gant Tunvezh Wloegen, evit kaozeal deus ar c'hentelioù brezhoneg a vo graet gant ar C'hned. Kronikennoù : Tennit ho Anal / Kronikenn ar Babigoù / Kronikenn Yec'hed Keleier gant Yuna Cojean.
Karront Sant Jakez - Yaou (4) N'anveer ket kalz traoù deus ar pladennoù gaz. Re bell emaint deuzoudomp. Met kaset zo bet un tamm-mat a soñdoù betek Yaou memestra, e-giz m'emañ Dominique Merrien o vont da lâret deomp, deus mikro Benjamin Bouard. BRITTANY FERRIES- ur sujed gant Tunvezh Vloaguen. Lakaet eo diaesoc'h diaesañ ar gumpagnuniezh lestriñ Brittany Ferries gant darvoudoù ar bloavezhioù tremenet. 115 million a euroioù a zo bet kollet ganti abalamour d'ar Brexit dibaoe 2016 dija. Un taol fall all 'n eus resevet p'eo bet sarret krenn an harzoù etre Frañs ha Breizh-Veur evit daou zevezh e penn kentañ ar sizhun dremenet. Dibaoe un nebeut mizvezhioù forzh penaos ne chom nemet ul linenn digor etre an div vro, evit liammañ Ouistreham ha Portsmouth. Sarret eo porzhioù Sant Malo, Roskoff hag an Havr-nevez. Div sizhunvezh 'zo, 'zo bet kaset ul lizher e 5 yezh gant Kuzul Gevelliñ Puluguen-Llanddyfri d'ar gouarnamantoù a sell a gudenn-se outo. Goulenn a reont ma vo soutennet an embregerezh Brittany Ferries ganto a fed argant.Yannig Mengui, prezidant ar c'huzul-gevelliñ. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos eo an embregerezh treusdougen dre vor ur beñveg a-bouezh. Div vunutenn evit kompren: gleur ar maligorned Daniel Jéquel oa ganeomp en abadenn an Divskouarn O Nijal disadorn war Radio Kerne, da gaozeal un tamm bihan deus ar mod ma veze lidet Nedeleg gwechall e Breizh-Izel. Met chom a rae c'hoazh tammoù ganeomp ha n'int bet lakaet en abadenn-se. Daniel en deus traoù c'hoazh da gontañ deomp, diwar-benn Nedeleg pe an deiz kentañ ar bloaz, traoù en deus bevet e-unan, peotramant traoù en doa enrollet pa oa o labourat e RBO er bloavezhioù 80. Emañ-eñ a-dreñv ar mikro, gant Benjamin Bouard.
Daniel Le Teuff, rener Coop Breizh : bilañs ar bloavezh 2020 Aziliz Peaudecerf, diwar-benn ar gevredigezh Jets d'encre Kronikoù Ar surentez evit ar c'hrouedurioù en oto Yoga an daoulagad Ar streptococus pneumoniae Keleier gant Tunvezh Gwloegen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
-Ober anaoudegezh gant ur gwiader, e Kemperle: David Masson -Deskiñ pegen torr-penn eo gortoz evit gellet kas ar gouren war-raok, pa vo achu gant ar reolennoù-yec'hed. Gaetan Duval, prezidant klub gouren Baod, ouzh mikro Yuna Cojean -Kompren penaos e c'hell Nat Penn ar Bed bezañ ken sodez, pegen plijet gant he bro. Prizet eo bet he labour brudañ an departamant gant ar merk 'Tout commence en Finistère'. -ne vo ket a geleier abalamour d'ur gudenn deknik. -Gant Daniel Jekel 'vo kontet an Nedeleg. Un tañva eus an abadenn 'an divskouarn o nijal' a vo en dibenn-sizhun.
Re Bell b'an ti Meurzh 22 a viz Kerzu Samuel Julien, rener Dizale, da safaret deomp deus Breizh VOD. Aziliz Peaudecerf, asambles gant Morgane Bramoullé, da safaret deus ar gevredigezh Jets d'Encre. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed / Labous Web / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Erwan Blanchard.
Anna Kere, diwar-benn La Grenouille à Grande Bouche, ur raktres dibar ha pinvidik e Roazhon Adrien Morvan, kelenner war ar russeg, diwar-benn ar viruskurunenn e Rusi Kronikoù Ar blanedenn Yaou 3/6 2vn evit kompren anvioù an te Ar gejadenn etre Yaou ha Sadorn Keleier gant Tunvezh Gwloagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Derc'h eo bet staget banniel Breizh war ti-kêr Naoned, un darvoud gortozet dibaoe pell gant an holl. Arno Mahe o chom e Naoned hag ezel en UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) a lar deomp hiroc'h. An ali lenn:Cheveux au vent (istor ar foot e Breizh, Per Mins-Pegailh) KONOGAN Er mare-mañ e vez ispisial ar vuhez evit an holl, gant ar reolennoù lakaet e plas da stourm enep red ar virus kurunenn. Ha pep hini e vev an traoù en un doare disheñvel. Tunvezh Gwlagen-Grandjean 'n eus ar chañs da gaout ar soner Konogan an Habask deus ar pellgomz, da c'houzout penaos e kase e labour da benn. Soner bombard, binioù pe c'hoazh pib-ilin eo Konogan an Habask, hag e penn ar strollad Pevarlamm, da skouer. A-bennisadorn e vo Konogan an Habask o seniñ, war internet ! Er siber-fest-noz e vo eñ gant e gomper Bernard Bizien deus ar gitar. Asambles e vo eno gant strolladoù braz all, evel hini Denez Prijant pe hini Jean-Charles Gwichen, ar strolladoù Arvest, O'Tridal, pe c'hoazh Yann-Ewen L'Haridon. Hag ur poent war Taol Kurun diouzhtu gant Fanny Chauffin, eus ar gevredigezh Féa ha e aozañ ar Festival Taol Kurun. Eizhtez zo o doa resevet 600 haïku dija...
Yolande Tirilly a vo en abadenn an DON a-benn disadorn. Livourez eo, desket he deus peñturiñ pa oa aet war he leve un nebeut a vloavezhioù 'zo bremañ. A-bep seurt livadennoù a ra, pe gant liv ha dour (aquarelle) pe gant peñtur-eoul (peinture à l'huile). Ul levr he doa embannet e 2015 memes, da ziskouezh he labour d'an dud. Benjamin Bouard a zo bet 'n'im gavet asambles ganti e Pouldregat, e-kichenn Douarnenez. UL LEVR, UN OBEROUREZ 'Olive Kitteridge', gant Elizabeth Strout BARZHAZ Hudu e vo lakaet ar gaoz e-barzh ar gronikenn Barzhaz diwar-benn ur romant nevez deuet maez gant An Alarc'h Embannadurioù. « Ar re vrizhellet », un droidigezh kaset da benn gant Herve ar Beg, ur vouezh anavezet mat gant selaouerien ar radioioù brezhoneg...hag ur bluenn ivez, da dreiñ oberenn ar skrivagner deus Iwerzhon, Hugo Hamilton. Emañ Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg asambles gant Tomaz Laken EL MAOUT, GUTAMA Bet on o kaout El Maout pa dro ur c'hlip nevez dre internet, bet savet da vont gant ar ganaouenn 'Gutama' METEO.... Ar c'heleier gant Tunvezh Vloaguen... Peseurt mod 'vez lâret 2020 12 17 Fonologiezh ar brezhoneg 16 Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg hag ar mod 'vez lusket ar frasennoù e brezhoneg. Tammoù traoù a zo da lâret c'hoazh, e-giz lakomp ar mod 'vez lakaet bogalennoù ouzhpenn e-barzh serten komzoù, da aesaat ar gaoz.Youenn Wloegen zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen. AR GOMISION DA VREZHONEGAN KEMPER EN-DRO Gant kêr Gemper emañ ar c'hoant da sevel «komisionoù tra-kêr», a-benn d'an dilennidi gellet labourat gant ar c'hevredigezhioù war sujedoù 'zo. Diriaou tremenet zo bet votet krouidigezh ar gentañ komision gant ar c'huzul kêr, an hini hag a denno da yezh ar brezhoneg. Anna-Vari Chapalan, kuzulierezh kêr en karg deus yezh ar brezhoneg ha deus al liested, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Re Bell b'an ti Merc'her 16 a viz Kerzu Tangi Poisson, dre bellgomz gant Maïna, Sterenn hag Enora, merc'hed yaouank deus skolaj Diwan Sant-Ervlan, enrollet e-doug un atalier radio renket gant Radio Naoned. Dominique Merrien en-dro, da safaret deomp deus an traoù zo da welet en oabl da noz. Alan Kloareg, prezidant RKB, dre bellgomz gant Tunvezh Wloegen, da gontañ deomp pezh oa c'hoarvezet d'ar radio ar sizhun baseet, pa oa bet tud o klask dont tre e-barzh o studioioù e Sant-Nigoudem hag e Rostren. Kronikennoù : Tennit o Anal / Buhez Bro an Naoned / Kronikenn Yec'hed / Kronikenn ar Babigoù Keleier gant Erwan Blanchard