Pistriet, entoksekaet, eo bet merc'hed gant an ensteudoù histaliñ Essure, an implant koñtraseptif. An itron Splann a displeg deomp perak eo bet gwerzhet an ensteudoù-mañ tra ma lod a oare dija e oant dañjerus, ha perak ar sistem evezhiañ Bro-C'hall n'en deus ket graet e labour. Teknik : Tomaz Laken
Ul labour fonnus e vez graet bep miz gant Laouen Nikolaz,a ra war-dro ar gelaouenn Rouzig, ur gelaouenn gouestlet d'ar vugale etre 3 ha 6 bloaz. Muioc'h dre bellgomz gant Enora Molac.
Saig Jestin, anvet "medisin ar c'hleuzioù"en deus c'hoant lakaat war-well pegen talvoudus eo ar c'hleuzioù. Displeget a ra an traoù ouzh mikro Yann Boishardy.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boisardy
[Ensteudoù (impañioù) Essure: droug mouget e korf ar merc'hed] (https://splann.org/br/enklask/essure-drouk-mouget-e-korf-ar-merched/) , setu eil lodenn enklask Splann! get Radio Breizh, da glevout e penn kommañs an abadenn. Get mouezhioù Erwan Blanchard, Yuna Cojean hag Itron Splann.
Pouezus bras ar c'hleuzioù er vro. Evit ar loened, an deur, an ekosistem. Muioc'h gant Saig Jestin a zo arbenniger àr an afer. Un atersadenn doc'h mikro Yann Boishardy.
Maiwenn Raynaudon Kerzerho a gont hirroc'h a-ziàr niverenn Miz Gouel-Mikel ar gelaouenn [Bretons] (https://bretons.bzh/) . (Miz Gouel-Mikel a zo miz Here!). Un taol pellgomz get Yann Boishardy.
Keleier ar vro & ar bed: Erwan Blanchard dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne
Avel Em Fenn: Yann Boishardy & Enora Molac dre-eeun ag RBG e Pondi
Teknik: Enora Molac
Essure, un embregerezh a broduiñ ensteudoù histaliñ - implant koñtraseptif - a oare e oa noazus-tre e ensteudoù evit yec'hed ar merc'hed. Koulskoude, en deus heuliet an embregerezh kinnig seurt ensteudoù. Klevet e vez testeni merc'hed eus Breizh o deus stourmet evit o yec'hed hag enep Essure. Al lodenn gentañ eus enklask media dizalc'h Splann. Teknik : Tomaz Laken ha Metig Jakez-Vergas.
Entanet gant ar c'hleuzioù eo Saig Jestin abaoe e vugaleaj. Staliet e Pouldouran, e bro Dreger, en doa divizet krouiñ Skol ar C'hleuzioù. Displegañ a ra petra eo pal ar skol-mañ ouzh mikro Yann Boishardy.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, diwar-benn An Istor livet, ur c'houlzad gouestlet d'ar re o doa graet istor Breizh, evel an hini vrudetañ, Anna Vreizh.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy
[White Oak Standing] (https://white-oak-standing.com/) a zo anv un triad sonerezh folk-pop & neo-klassik ag ar vro mañ, get testennoù ar varzhez Blue Ink Ditty. Douget eo get Stefanie Theobald ha Mara Devaux àr ar c'han hag ar piano, àr sonerezh Jonathan Dour (violoñ & gourrebed). Ur bed klok kevrinus ha dic'hortoz a vez degaset get ar sonerion.ezed. Muioc'h da glevout get Jonathan Dour e penn kommañs an abadenn-mañ.
"Kerzh" a zo anv diskouezhadeg an arzourez Anna Graham. Hi 'zo an hani pedet en abadenn ar sizhun-mañ. An diskouezhadeg 'zo da welet en Ailleurs Café b'An Alre beteg fin miz Gouel-Mikel (Here). Aterset e oa bet get Enora Molac ha Yann Boishardy.
Adkavit ivez kronikenn edito skiantel Loeiz Belleg.
Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe dre-eeun ag RKB (Rostrenn).
Avel em Fenn: buheziñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG (Pondi).
Pladenn nevez Hamon Martin 5tet a zo e tan donet er maez. Muioc'h get ar sonour sistrenn ha kanour Ronan Pellen doc'h mikro Morgane Cotten (Radio Kerne).
Kerzh a zo anv diskouezhadeg an arzourez mil donezon Anna Graham. Staliet eo b'An alre, en Ailleurs Café. Hirroc'h geti e Pennad-kaoz ar sizhun mañ.
Tugdual Jaffré a zo e Kevrenn Alré a-houde pellig. Er bagadig tud gouestlet d'an darvoudoù emañ bremañ. Muioc'h getoñ a-ziàr ur prantad sevenadurel gouriet mat e Bro An Alre a vo dalc'het a ben Disadorn.
Keleier ar vro: Erwan Blanchar, dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne
Buheziñ & Teknik Avel Em Fenn: Enora Molac, dre-eeun a Bondi e studio RBG
Birvilh bras a vez alies e bro An Alre. Gouel Alré Gouel Bamdeiz a zo àr ar stern evit an 20vet gwezh. Muioc'h get Olier Berson, goprad e [Ti Douar Alré] (https://bzh.tidouaralre.com/) . Da lakaat ho anv evit ur welladenn e brezhoneg a ziskouezhadeg Jean Mingham: ksk@ksk.bzh
Anna Graham a zo arzourez e bro An Alré ivez, awenet get he skiant-prenet àr Hent Sant Jak, e Pennad-kaoz ar sizhun.
[Rouedad Radio Breizh] (https://www.radiobreizh.bzh/fr/a-propos) a vod kazetennerion, kazetennerez ha gopradezed da gas ur labour àr un dachad ledan mat. Muioc'h a-ziàr ar re a labour àr ar bemdeiz evit kelaouiñ an dud get Tara Adeux gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ.
Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac (RBG e Pondi)
Ar skipailh Kleor en deus graet ul labour a-feson evit kinnig ur podcast gouestlet d'al lennegezh e brezhoneg. Enrollet eo bet al levr Ar Vastardez, gant Yann Vadezour Lagadeg. Muioc'h diwar-benn labour Kleor gant Mael Thepault, unan eus o izili, ouzh mikro Gwenvael Delanoe.
Maïwenn Raynaudon, eus Bretons, a displeg deomp penaos e vez fardet ha skrivet atersadennoù ha pennadoù ar gelaouenn.
Kan a ra Anna Graham met n'eo ket awalc'h eviti ! En Ailleurs Café, en Alre, he deus staliet he fotoioù e gwenn ha du. Tost eo eus ar spered soufi met kerzhet he deus ivez war hentoù Sant-Jakez. Kontet he deus se er studioioù RBG, ouzh mikroioù Enora Molac ha Yann Boishardy.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ Avel em fenn: Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno
Poent e oa !Abaoe penn-kentañ miz Gwengolo ez eus ur c'houskva nevez er skolaj Diwan Kemper ! Echu eo ar mone-done etre enez Tudi hag ar skolaj evit an dibarzhidi. Hag ouzhpenn da se e vo rannet ar savadur gant kevredigezhioù sevenadurel all. Setu ar pezh a ra plijadur d'ar grennarded ha d'ar krennarderezed !
Aterset eo bet rener ar skolaj, Erwan Ar Berr , Chloé ha Lilwenn, dibarzhidi ar skolaj, gant Morgane Bramoullé eus Radio Kerne.
E Brezhoweb oa moien da sell ouzh abadennoù kegin, met en ur mod hengounel. Cheñchamant a zo er mare-mañ : un digoradur war gegin ar bed hag amprouennoù all, perak pas ? Displeget eo gant Florian Grouin, eus ar media Brezhoweb.
Ur plac'h mil okuped eo Anna Graham : sonerez, kanerez, luc'hskeudennerez, hag all, hag all....Muioc'h gant Enora Molac ha Yann Boishardy
Keleier ar vro: Anton Burel
Buheziñ Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno
Mil vrudet e oa Matao Gall eus Gwareg evel soner bombard etre an daou Vrezel Bed. Aozet eo ur brezegenn gant Dastum diwar e benn. Muioc'h gant Kristian Rivoalen eus Dastum Breizh-Izel.
Tapet vezer gant alerjiezh gant pollen pe traoù all ? Displeget eo an traoù gant Alan Goulwen ouzh mikro Enora Molac, RBG.
Pennad Kaoz ar Sizhun : Valentin Fabre, animatour e Ti ar C'hoadoù, aterset gant Yann Boishardy (RKB).
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ Avel Em Fenn : Enora Molac ha Yann Boishardy
Teknik : Enora Molac
Ba Rostren emañ ar strollad Eben a-benn pleustriñ war ur bladenn nevez. Jonathan Dour ha Marine Lavigne a gomz eus labour ar strollad.
C'hwi a zo dirak ho skramm bep Sul da 10 eur ? Marteze oc'h sot gant Bali Breizh. Mael Gwenneg e-karg eus an abadennoù e brezhoneg war Frañs 3 a displeg penaos e ya an traoù gant ar programmoù e brezhoneg.
Pennad Kaoz ar Sizhun : Valentin Fabre, animatour e Ti ar C'hoadoù, aterset gant Yann Boishardy (RKB).
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ Avel Em Fenn : Enora Molac ha Yann Boishardy
Teknik : Enora Molac