Azasadennoù a vez graet evit ingaliñ an traoù àr an tu mat, evit ar merc'hed. E lise Diwan Brizeux e kaver bremañ dasparzherioù produioù evit ar loéradoù (an amzerioù). Muioc'h get liseidi ha liseadezed (Laouena, Maian, Circé, Gwenole, Ewen, Lucille, Margot, Bleunwenn, Bleuenn, Zelie, Maï ha Lucie) ha Nadège Montfort a zo kelennerez enno, doc'h mikro Morgane Bramoullé (Radio Kerne).
Digresk an FSER (Fonds de soutien à l'expression radiophonique) a vehe ur c'holl spontus evit ar radiooù kevredigezhel, en o mesk RKB, RBG, Radio Kerne, Radio Naoned hag Arvorig FM. Muioc'h get prezidant BhS Alan Kloareg a zispleg an traoù a-hed ar sizhun mañ doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Dastum ou la maison des sources, un teul-film nevez get FR3 ken-broduet get teleoù lec'hel ar vro. Muioc'h àr an oberenn nevez-savet get Mael Gwenneg karget ag ar programmoù e FR3 Breizh.
Keleier ar vro: Gwenvael Delanoe dre-eeun a Wengamp (RKB)
Avel em fenn: Buheziñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG)
Daoust cheñchamantoù al lezenn e chom hir an hent dre ar PMA evit an holl
vaouezed o deus ur raktres kerent, evit ar c'houbladoù heñvelreizh pe an dud
dizimez. Evit lakaat se war wel, o deus ijinet Rosalie ha Marian ur c'hoari
gwazi PMA e-pad ar festival "La Gouinerie" e Roazhon. Aterset eo Rosalie
gant Morgan Cotten, eus radio Kerne.
Piv a lavarout petra, ha deus pelec'h ?
Gant Tara Adeux, eus Radio Breizh, e teskomp anavezout muioc'h
mouezhioù eus ar pemp radio e brezhoneg...dre ur blind test aozet gant
Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
10 million a euroioù nebeutoc'h evit ar radioioù kevredigezhel. Setu ar pezh
a ginnig ar gouarnamant nevez gant e raktres budjed 2025. Petra a dalv-se ?
Breskaat ar vuhez lec'hiel er vro a-bezh ha breskaat muioc'h c'hoazh ar
vuhez demokratel. Muioc'h gant Alan Kloareg, Prezidant Brudañ Ha
Skignañ, ouzh mikro Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno
Buheziñ : Enora Molac ha Yann Boishardy
War un ton bras eo bet digoret Keriadenn Sonerezh Breizh e Bear, ul lec'h
gouestlet d'ar sonerezh hengounel met ivez d'ar grouidigezh pe d'an
enklask. Entanet gant ar raktres eo Marthe Vassalo, arzourez eus ar vro.
Gant Inès Leraud e vo embannet ur bannoù-treset nevez, diwar-benn an
adlodennañ. Setu perak e vo gwelet he dremm war golo ar gelaouenn
Bretons nevez. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar
gelaouenn.
Penaos e vezont arc'hantaouet ar radioioù kevredigezhel dre vras hag en o
zouez ar radioioù e brezhoneg ? Gant an FSER, da lâret eo ar "Fonds de
soutien à l'Expression Radiophonique Locale". Met ar gournanmant Barnier
en deus c'hoant nullañ ar foñs-mañ. Penaos ober neuze ? Alan Kloareg,
Prezidant Brudañ Ha Skignañ a lavarout muioc'h deomp.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ Avel em Fenn : Yann Boishardy
En arvar emañ ar radioioù ba Frañs a-bezh abalamour d'ar raktres lezenn
finañs gouarnamant Barnier : tennet e vefe 10 million a euroioù eus o
budjed, da lavaret eo ne vefe ket mui tapet arc'hant digant an FSER, ar
"Fonds de Soutien à l'Expression Radiophonique Locale". Alan Kloareg,
prezidant Brudañ Ha Skignañ, a ra war-dro ar pemp radio e brezhoneg, a
rein displegadennoù.
An Daou Dangi, Tangi Merien, komedian, ha Tangi Le Gall-Carré, soner
akordeoñs, a ginnig "Ar Boufon hag an ozac'h", un arvest gouestlet d'ar
vugale, leun a fent ha startijenn. Ha soñjet o deus embann anezhañ gant ar
stal-embann Timilenn. Penaos eo bet aozet al labour ?
Muioc'h gant Tangi Merien.
Marion ar Faoued, un dudenn mil anavezet e Breizh , ur seurt vojenn, pell eus
ar wirionez. Setu ar pezh en deus c'hoant diskouezh ar rann eus an heuliad
"Istor Livet",produet gant Brezhoweb. Florian Grouin a ginnig ar rann-mañ.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehen ha Metig Jakez-Vargas
Teknik an abadenn : Mael Crenn ha Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy
Produet e vez ar whisky er bed keltiek kentoc'h ha strillerezhioù a zo e Breizh.
E-touesk anezhe, strillerezh Warenghem e Lanuon he deus resevet prizioù e
Live Whisky Pariz. Un digarez evit mont da Lannuon da welout Gianni
Castellano, a labour er strillerezh. Displegañ a ra petra eo ar whisky ha
penaos e vez fardet.
Kronikenn Barzhaz : Tomaz Laken ha Magali Baron o deus lennet an
dastumad danevelloù "An Amzer-grenn", skrivet gant Joel Donarzh ha splujet
int bet en ur bed iskis a-walc'h !
Al lodenn diwezhañ diwar-benn "Kerzhadeg ar boued" aozet koste Pondi.
Displeget e vez da Enora Molac perak e c'hallfe bezañ efedus kenañ ur Seku
Sokial ar boued evit an dud hag evit an natur.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy
Bokedoù, livioù flamm ha c'hwekter... Setu ar pezh a c'heller gwelout àr oberennoù an arzourez Soazig BK e Biocoop Callune ar miz mañ. A vro Bondi emañ, hag ur prantad da eskemm geti a vo a benn Disadorn etre 10e ha kreisteiz. Un atersadenn get Enora Molac da glevout e penn kommañs an abadenn.
Muioc'h àr kerzhadeg ar boued aozet e Pondi an dibenn-sizhun mañ get Maryline Pollet prezidantez Amap Pondi hag Andrea Ar Gal, ezel Ekolokobio (teirvet lodenn Pennad-kaoz ar sizhun mañ).
Skipailhad Bali Breizh a zo bet da welet tud bro Ploërmel ar wezh mañ. Adkavit Mael Gwenneg rener programmoù FR3 Breizh àr an afer.
Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG e Pondi.
Cheñch sell an dud war ar repuidi, war an harluidi, sikouriñ anezhe : setu ar pezh a ginnig ar festival "Les Mots de l'Exil" e Pempoull etre an 12 a viz Here betek an 19 a viz Here. Petra a zo da welout ha da glevout ? Lavaret eo gant Julian Lannou.
Maïwenn Raynaudon, eus ar gelaouenn Bretons, a displeg deomp penaos e vez choazet, penaos e vez aozet golo ar gelaouenn.
Lakaat war-wel boued bio eus ar vro, ur soñj vat. Met penaos ober ? Gant stalioù, kevelouri ha gevredigezhioù, e vez kinniget "Kerzhadenn ar boued", ur valeadenn dre vro Pondi evit mont d'ober anaoudegezh gant produioù eus ar vro met ivez gant ar re a broduiñ anezhe. Muioc'h gant prezidantez an Amap, Maryline Pollet hag Andrea Ar Gal ezel er gevredigezh Ekolokobio, ouzh mikro Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy
Ouzhpenn 1 700 lec'h Natura 2000 a zo e Frañs. Ur rouedad krouet gant Unvaniezh Europa evit gwareziñ ha mirout lec'hioù hag annezvaoù naturel ar plant, ar loened hag an evned. O kemer e kont an intrudu ekonomikel, sokial, sevenadurel ar vro. Muioc'h get Erwan Stricot a zo animatour natura 2000 e bro Ar C'hab, àr e vicher. Un atersadenn get Marianne Vaidie (Radio Kerne).
Kerzhadegoù a oa aozet an dibenn-sizhun paset e pep korn bro Frañs, evit difenn ur feson da broduiñ boued lec'hel, bio hag a galite. Ur gerzhadeg lipous 12km a vo an dibenn-sizhun e tonet d'ar Sadorn 19/10 e Bro Pondi. Aozet eo get 7 aozadur ag ar vro (Amap, Biocoop, Ekolokobio, Cantine des Halles, La châtaigne, Abc, stal an Nervenn Vras - Gros Chêne). Muioc'h àr an darvoud get Maryline Pollet prezidantez an Amap, hag Andrea Ar Gal a zo ezel Ekolokobio.
Un devezh evit istitliñ ur video 10 munut... Nag a labour kaset da benn evit uhelaat kalite ar pezh a kinniger. Talvoudus eo digoriñ hor labour d'ar muiañ niver a dud. Ur seurt tra a zo bet komprenet mat get skipailhad [Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/) . Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele.
Keleier ar vro: Anton Burel dre-eeun a Roazhon
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG.
Pouez ar boued er vuhez a zo kreñfoc'h c'hoazh evit ar pezh a ijiner. An dra-se a ouier pa yuner. Muioc'h a-ziàr levezon ar yun àr ar spered hag ar c'horf e Pennad-kaoz ar sizhun, get Jean-Yves Broudig a zo akourset da yuniñ.
Diaes erwal eo diagnostikiñ alzheimer. Traoù a c'heller ober neoazh evit parat ar c'hleñved da ziorren. Displegadennoù Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.
Muioc'h get Yuna Moysan a-zivoud he labour animiñ prantadoù sport e ehpad Krahon, doc'h mikro Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).
Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe hag Aodren Trehun
Avel em Fenn: teknik hag anim get Enora Molac
Muioc'h a emrennerezh evit Breizh, a c'hellehe bout ur perzh bras e diskar ar servijoù yec'hed er vro. Diaesterioù bras a vez bevet get trumadoù ospital Karaez, hag a benn Disadorn àr-an-dro get ar vanifestadeg (11e30) e vo aozet un devezh prederiadennoù get Breizh Mestr, Breizh Impacte hag ar bonedoù ruz. Yann-Klaod ar Ruyet a zo ezel Breizh Mestr a zo bet aterset get Maëlle Ausias (RKB).
[Tomaz Frankiz hag ar mor bras] (https://www.france.tv/france-3/bretagne/bali-breizh/6536006-tomaz-frankiz-hag-ar-mor-bras.html) a zo anv teul-film Ronan Hirrien. War hirr dermen en deus heuliet ar skipper yaouank Tomaz. Muioc'h get Mael Gwenneg, rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh. Tañva son tennet ag ar skignadenn àr FR3.
Yuniñ a c'hell bout mat hag ober an diforzh evit naetaat ar c'horf, met emañ ret diwall mat. Evit ar medisin Alan Goulwen ne faot ket en ober pa vezer klañv. Muioc'h getoñ ha Jean-Yves Broudig e 4vet tamm an heuliadenn Pennad-kaoz ar sizhun.
Keleier ar vro hag ar bed: Gwenvael Delanoe (dre-eeun a studio RKB e Gwengamp)
Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac (dre-eeun ag RBG e Pondi)