Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Lun 11 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 11 a viz Meurzh

12/03/2024

Adlañset program boutin Avel em fenn!

Er podkast-mañ e klevehet:

- Resisadurioù a-ziàr an dysménorhée (loéradoù/amzerioù poanius) get testeni Marie Goyet ha displegadennoù ar medisin staliet e Sizun Benjamin Franckaert. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.

- [Arfolk] (https://arfolk.bzh/) , setu distro ar label nevez-kozh! Barregezhioù produiñ Coop Breizh a vez tapet getoñ. Muioc'h get ar rener Romain Sponnagel, a-hed ar sizhun-mañ.

- Distro prantad [Ar Prizioù] (https://www.youtube.com/watch?v=3yMqEiCcvjE) , ar blez mañ e vo b'An Naoned. Muioc'h a-ziàr an darvoud e kompagnunezh Mael Gwenneg, rener ar programmoù brezhonek e Fr3.

Adkavit ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg a-ziàr ar zero ha [ Keleier ar vro & ar bed] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) kinniget dre-eeun a Landerne (Arvorig FM) get Erwan Blanchard. Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.


Poltred a-gleiz: Romain Sponnagel, rener Arfolk.


Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

07/03/2024

Bec’h zo war ar servijoù yec’hed er vro war digarez e vank tud da labourat en ospitalioù, ispisial e Aodoù-an-Arvor : e Lannuon e vo krennet degemer an urjañsoù bemnoz betek an hañv da vihanañ. Hag e Gwengamp emañ e sell Ajañs Rannvro ar Yec’hed da serriñ ar servij gwilioudiñ ha da grennañ ar surjianerezh noz-deiz en ospital. Gallout a rafe an diouer a dud bezañ diskoulmet buan a-walc’h koulskoude. Met Penaos ‘ta ?

O tegemer medesined eus Kuba, eme lod. Da goulz ar C’hovid-19 dija e oa bet ur c’henlabour etre ar Frañs ha Republik ar C’haraib da gas labourerien eus Kuba d’an Antilhez. Hag e-kreiz miz C’hwevrer - souezhusat tra ! - pedet e oa bet Otto Vaillant, kannad Kuba, da zont da Wengamp gant Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull. En deiz-se e oa bet renablet an ezhommoù tud e pep servij gant sikour sindikadoù an ospital. Ha da heul e oa bet graet un emvod kelaouiñ war an ton bras. Abretoc’h e-kerzh an devezh en doa bet tro Tomaz Laken da c’houlennata Gael Roblin, koñsailher e Gwengamp, a oa diwanet en e benn ar mennozh goulenn sikour digant Kuba

Kannad Kuba en doa respontet « Ya ! Gallout a reomp kas medesined eus Kuba da Wengamp ! ». Met un dekred a vo afer digant ar gouarnamant d’ober deus ar c’homzoù-se dont da wir.

Daoust d’un embargo amerikan a bad abaoe ouzhpenn 60 vloaz e vez arc’hantet gant Kuba ur warez sokial digoust evit an holl. Stank-hardizh eo ar vedesined war an enezenn. 8 medesin zo evit 1000 a dud.
Ha dre-se e vez kaset medesined gant Kuba da galz a vroioù er bed. Ar brigadennoù-se zo un doare arm diplomatek efedus hag ur vammenn arc’hant evit gouarnamant Kuba. Hennezh a vira gantañ ul lodenn eus an arc’hant a vez roet dezhañ gant ar broioù o c’houlenn sikour. Reiñ a ra ar peurrest d’e vedesined divroet o deus ur gopr uheloc’h evit an hini o dije war an enezenn memes tra.
Diskuliet eo bet gant ONGoù zo ar c’hontrad a liamm medesined divroet Kuba ouzh o gouarnamant. Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull, en doa disklêriet e miz C’hwevrer e tleje ar vedesined kuban a zeuje bezañ paeet kenkoulz ha re ar vro.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken









Avel em fenn - Merc'her  a viz Meurzh

Avel em fenn - Merc'her a viz Meurzh

06/03/2024

Abadennoù ispisial a vez kaset get Avel em fenn ar sizhun mañ.

Hiriv e kenigamp deoc'h monet pell beteg broioù Nepal & Malaisia, e kompagnunezh Sklaerenn Galloudeg. Bet e oa bet enno get he familh, ha kontet an avañturioù doc'h mikro Caroline Trouillet, en abadenn Tavarn Kreiz Mitin.


Avel em fenn - Meurzh 5 a viz Meurzh

Avel em fenn - Meurzh 5 a viz Meurzh

06/03/2024

Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.

Hiriv e vo klevet ha desket anvioù evned (laboused) zo, e kompagnunezh Padrig Dréan hag e stajidi & stajiadezed. Ur staj natur oa bet aozet e-pad vakañsoù an Hollsent get Stumdi, degemeret e Ekomirdi Sant Degan.

Keleier ar vro [DA ADKAVOUT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61497) .


Avel em fenn - Lun 4 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 4 a viz Meurzh

06/03/2024

Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.

Hiriv e kenigamp deoc'h klevout penaos e oa bet ar Genskrivadeg Etrevroadel Backhold, e Pondi Disadorn 2 a viz Meurzh. Ur reportaj get Yuna Cojean.

Muioc'h en abadenn a-ziàr ar Gazeg Veurzh. Un atersadenn get Benjamin Bouard (Radio Kerne).

Evit adkavout ar c'heleier, [KLIKIT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61474) .


Yann ar C'horr hag ar festival Plié-Deplié

Yann ar C'horr hag ar festival Plié-Deplié

01/03/2024

Yann ar C'horr a zo soner akordeons o chom e Rostren ha deuet eo da gomz deus ur festival aozet gant e gevredigezh, ar gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 e mediaoueg Rostren hag ur staj d'ar 16 ha 17.
Un ton anvet Holen en deus ivez sonet war-eeun e studio Radio Kreiz Breizh.


Avel em fenn - Gwener 1añ a viz Meurzh

Avel em fenn - Gwener 1añ a viz Meurzh

01/03/2024

"An dourvarc'h na ouie ket neuial" sed aze ul levr evit ar vugale savet e brezhoneg penn da benn. Penn-kentañ an abadenn e vo klevet ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron o komz deus al levr-mañ heuliet da c'houde gant atersadenn an dresourez Chloe Garel-Delval deus mikro Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan ar C'hoz, bet e bro Jeorji hag o kontañ deus ar supra.


Avel em fenn - Yaou 29 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 29 a viz C'hwevrer

01/03/2024

Evit un devezh ken dreistordinal hag an 29 a viz C'hwevrer eo bet pedet Yann Ar C'horr, soner akordeons war eeun en abadenn evit komz deus ur festival aozet gant e gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 hag ur staj sonerezh d'ar 16 ha 17.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan Ar C'hozh o kontañ e vloavezh e bro Jeorji


"An tonioù a choaz un den kanañ a lâr un dra warnañ" - Lors Jouin

"An tonioù a choaz un den kanañ a lâr un dra warnañ" - Lors Jouin

01/03/2024

Distro eo an daouad gant Jean-Michel Veillon ha Lors Jouin evit un nebeut sonadeg. Un digarez da gontañ kaoz gant hemañ diwezhañ evit kaout e sell war pouezusted ar fed kompren ar pezh a vez lâret er c'hanaouennoù hag ar sonerezh a vez kompozet da heul, petra lâr ur ganaouenn choazet war un den ha penaos dremene an traoù pa oa eñ yaouank o labourat e tier-feurm Breizh.


An dourvarc'h na ouie ket neuial

An dourvarc'h na ouie ket neuial

01/03/2024

« An dourvarc’h na ouie ket neuial ». Setu aze un istor souezhus. Istor Peskennig un dourvarc’h eus Bro-Genya ha na oa ket heñvel ouzh an dourvarc’hed all… Deuet eo an istor-se da wir a-drugarez da zaou zen o deus graet anaoudegezh an eil gant egile e-skeud ur stummadur hir da zeskiñ brezhoneg. Ijinet eo bet an istor gant Jakez Segalen war zigarez ur boelladenn. Eñ ‘noa kinniget d’e stummerez, Chloe Garel-Delval, pinvidikaat e skrid gant tresadennoù… Ha setu deuet er-maez ar wask ul levr kaer ha leun a fent evit ar vugale bras ha bihan, bet embannet e komañsamant ar bloaz gant An Alarc’h Embannadurioù a zo ezel eus Kuzul ar Brezhoneg.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine