Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Imbril

Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Imbril

10/04/2024

Cheñchamantoù a zo evit lojeizoù Kemper. Muzulioù a zo lakaet e pleustr a-houde miz Meurzh evit anav gwelloc'h an tier hag ar perc'hennerion·ezed, ha reoliiñ ar marc'had. Resisadurioù get Uisant Crequer, eilmaer e-karg ag an demokratelezh e Kemper. Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.

Metodologiezh Freinet & Calandreta: setu un eured a c'hell roiñ deur d'ar preder a-fed pedagogiezh. Muioc'h e pannad-kaoz hiriv get Maëlle Ausias.

Adkav a rahet ivez Awen Prigent er gronikenn Daouarn ha pri (sellit doc'h ar foto!) ha Padrig Drean, evit ur lared a sirkoñstañs.

Keleier ar vro get Erwan Blanchard, Avel em fenn oa kinniget get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Imbril

09/04/2024

Distro àr koñkour [Faltaziañ] (https://www.kenleur.bzh/%C3%A9v%C3%A8nement/faltazian-3/) Kenleur, d'ar Sadorn 6 a viz Imbril b'an Naoned. Get Elias (Kelc'h Keltieg Klisson); Loeiza (Montroulez, Dañserien Bro Klegereg); Morvan Jegou animatour er gengevread, en doa labouret àr raktres Klas Dañs Baod. Deuet an trofe get strollad Eskell An Elorn, ha roet ur priz ivez da glas Dañs Baod. 4 strollad a zo labelizet adal bremañ: Eskell an Elorn, Klas Dañs Baod, Kelc'k Keltieg Klisson ha Dañserien Bro Klegereg.
Poltred ar podkast get [Norbert Fest-noz] (https://www.facebook.com/norbertfestnoz.bzh) . Ur reportaj get Enora Molac.

Adkavit ivez Cédric Binet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ àr ar bedagogiezh Freinet (get Maëlle Ausias), ha Florent Grouin evit Brezhoweb àr ar serienn nevez da welet e streaming [Korf & ene] (https://www.brezhoweb.bzh/Korf-hag-ene_385.html) .

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Un abadenn animet get Enora Molac.


Avel em fenn - Lun 8 a viz Imbril

Avel em fenn - Lun 8 a viz Imbril

08/04/2024

« Tri, daou, unan »… E klub melldroad an Oriant ema degemeret ar c’hoarierion e brezhoneg ! A-c'houde ar blez paseet ema an diskounter e brezhoneg, er stad. FC an Oriant en deus sinet karta ya d’ar brezhoneg ha posubl eo ivez heuliañ ar c’hogadoù get live-twettoù e brezhoned, dre X, ar twiter kozh. Plantet mat eo ar brezhoneg er c’hlub a zo e lig unan ur seurt ! Liammoù zo bet savet etre FC an Oriant ha skol Diwan an Oriant. Klask a rae ar c’hlub tud evit sevel pennadoù skrid e brezhoneg. Ur skipailh entanet get ar raktres zo bet savet, bodet get mammoù ha tadoù ar skol Diwan. En o zouez ema Florian Pedrot, kenurzhier Emglev Bro an Oriant. Un atersadenn get Yuna Cojean.
Pennad-kaoz ar sizhun mañ a zo gouestlet d'ar bedagogiezh Freinet, Cédric Binet a zo doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB.

Adkavit ivez Mael Gwenneg e-karg a programmoù brezhonek FR3 Breizh, àr neventioù programmoù ar chadenn; ha Loeiz Belleg, evit ar gronikenn War hentoù an antroposenn.

Keleier ar vro get Tomaz Laken (e RKB), Avel em fenn oa kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Gwener 5 a viz Ebrel

Avel em fenn - Gwener 5 a viz Ebrel

05/04/2024

Morgane Lefebvre a zo kenurzhierez Ti ar Vro Sant Brieg ha kontañ a ra hiroc'h diwar-benn an diskouezadeg anvet Buzudel a vo staliet adalek al lun 8 a viz Ebrel hag ar bodad lenn lañset gante e miz Gwengolo.
Ar gronikenn Barzhaz, gant Magali Baron, diwar-benn al levr barzhonegoù Arall, skrivet gant Iwan Couée.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Carmen Briz o kontañ deus mikro Enora Molac he beaj e Bo Ladakh.


Avel em fenn - Yaou 4 a viz Ebrel

Avel em fenn - Yaou 4 a viz Ebrel

04/04/2024

Un diskouezadeg nevez a vo e Mirdi Skol Botoha adalek an 21 a viz Ebre diwar-benn ar bedagogiezh Freinet. Cedric Binet a labour eno ha displegañ a ra petra eo ar bedagogiezh-mañ ha penaos eo ganet an diskouezadeg-mañ : un toullad taolennoù livet gant bugale 10 vloaz brav abominabl deus ur c'hlasad, meret d'ar c'houlz-se gant Annick Auvray, ur skolaerez a gase ar bedagogiezh Freinet e skol Plerin.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war an anvioù-lec'h keltiek e inizi Feroe.
Keleier ar vro hag ar bed kaset gant Erwan Blanchard
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Carmen Le Bris o kontañ he beaj e Bro Ladakh e Tibet deus mikro Enora Molac
Hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren war ar c'hoant staotaat pa vez riv ganeomp.


Avel em fenn - Merc'her 3 a viz Ebrel

Avel em fenn - Merc'her 3 a viz Ebrel

03/04/2024

Ur reportaj gant Benjamin Bouard war ar glokom hag ar fed da goll ar sell tamm ha tamm. Aterset eo bet Henri Dreau, tapet gant ar c'hleñved, ha Dominique Merrien o komz deus levrioù evit an dud start dezho gwelout mat.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri war an tass stumm ur ruskenn wezenn bezv hag ur stumm werenn anvet "Buzug"
Keleier ar vro hag ar bd kinniget deoc'h gant Metig Jakez Vargas
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Carmen Le Bris o kontañ braventez maezioù bro Ladakh hag ar vuhez kriz eno.


Avel em fenn - Meurzh 19 a viz Meurzh

Avel em fenn - Meurzh 19 a viz Meurzh

03/04/2024

Kleuzioù ha girzhier en arvar, setu [enklask nevez Splann!] (https://splann.org/br/enklask/kleuziou/) e tonet er maez. E pennad-kaoz ar suhun mañ e adkavehet Juliette Cabaço Roger he doa labouret àr an danvez, hag en tamm mañ e klevehet ivez Gi Yonkour, a-ziàr ar bodadeg get "Kleuzioù" e Kallag d'ar 24 a viz C'hwevrer 2024. Ur sujed get Tomaz Laken.

Ur c'hoñsept arz dre bellgomz a zo nevez arriv e Breizh Izel: Istoérioù ba penn an orjalenn, pe [Histoires au bout du fil] (https://histoiresauboutdufil.fr/bzh/#artistes-et-structures) . Un taol pellgomz a vez graet get arzourion·ezed d'an dud enskrivet, evit kontiñ istoérioù dehe e brezhoneg gallaoueg pe galleg, seniñ traoù brav d'o ambroug en ur bed marvailhus & arzhel. Muioc'h get Marc-Antoine Ollivier a labour e galleg & e brezhoneg.

Jakez Karter unan ag an dudennoù lakaet ar gaoz àrne get Brezhoweb e kronikenn Nikolaz Grainig [An istoér livet] (https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html) . Hirroc'h àr an abadenn get Florent Grouin, karget a produiñ!

Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean, Avel em fenn kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Meurzh 2 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 2 a viz Imbril

02/04/2024

[Prizioù a vez roet d'an dud a labour start evit lakaat àr raok ar brezhoneg bep plez, get OPAB hag FR3 Breizh] (https://www.brezhoneg.bzh/208-priziou-dazont-ar-brezhoneg.htm) . Ur lid a zo bet e kreiz ar miz paset, b'An Naoned. Annon e oa bet roet 3vet priz ar pladenn kanet e brezhoneg d'an daouad [Morwenn Lenormand] (https://www.morwennlenormand.com/) ha Roland Conq, evit o fladenn: Daou. Muioc'h da glevout ivez get an dilennadez karget ag ar brezhoneg evit An Oriant Tolpad Kerioù Laure Le Maréchal, ha Pierre-Yves Le Roho, ag an Ofis e penn kommañs an abadenn!

Adkavit ivez Florent Grouin àr [ 4munut e Breizh àr ar road gwad. ] (https://www.brezhoweb.bzh/Rei-gwad-munud-breizh_fiche_4340.html)
Carmen Le Bris oa bet da studial teknikoù bevañs ha labour an desaverion loened e Ladakh. Hi an hani eo a zo bet pedet ar sizhun mañ evit komz ag he skiant-prenet.

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Merc'her 27 a viz Meurzh

Avel em fenn - Merc'her 27 a viz Meurzh

28/03/2024

E abadenn hiriv e adkavehet:

Patrick Béchard, ag APE skol divyezheg Rohan Gwened, àr fest-noz Disadorn aozet gete evit souten ar skol, o lidiñ he 25 plez!

Alan Stivell àr e skiant prenet èl soner, a zo troet 80 vlez e penn kommañs 2024.

Daouarn ha pri get Awen Prigent. Ur gronikenn poderez keniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn oa animet dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Meurzh 26 a viz Meurzh

Avel em fenn - Meurzh 26 a viz Meurzh

26/03/2024

Tourioù-avel àr vor e bro Gerne? Evit poent, n'eus ket. Met tud 'zo krog da brederiiñ àr an afer, èl Marc Andro, a zo dilennad Kemper Breizh Izel. Setu-eñ doc'h mikro Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).

Adkavit Alan Stivell àr e vuhez soner/stourmer, goude ar c'heleier. En abadenn e vez klevet ivez Lena Le Foll a gomz deus skol Diwan Rianteg. Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas.
Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine