Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Gwener 6 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gwener 6 a viz Gwenholoñ

06/09/2024

Perlezennoù, voulouz du pe orañjez, brozoù biskoazh bravoc'h, stamennoù dic'hortoz ha bravigoù dilhad, setu peadre da roiñ daoulagad d'ho taoulagad bammet oa bet an dud oa deuet de welet obererezhioù [Mathias Ouvrard] (https://www.mathiasouvrard.com/) e Gwened pe b'An Oriant e-pad an hañv. Iwan ha Capucine oa e-mesk an dud gwisket gant Mathias, o tibuniñ e Festival An Arvor pe Emvod ar Gelted. Ar sonerezh oa krouet get Etienne Chouzier. Atersadennoù get Enora Molac.

Muioc'h àr ar brezhoneg er gelaouenn [Bretons] (https://bretons.bzh/) e kompagnunezh ar penn-redaktourez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, e Pennad-kaoz ar suzhun-mañ.

Adkavit ivez ar medisin e retret Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.

Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy (anim dre-eeun e RKB)
Teknik: Gweltaz Heno


Avel em fenn - Gwener 5 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gwener 5 a viz Gwenholoñ

05/09/2024

Petra eo sell tud a Vreizh àr o sevenadur/idañtelezh? Un nebeu goulennoù bet savet e-pad Emvod ar Gelted get Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, e Pannad-kaoz ar sizhun mañ!

Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhonek FR3 Breizh, a zo nec'het get ar fet e vehe diverket pe ampellaet ar programmoù e brezhoneg àr ar chadenn, evit ober plas d'ar c'hoarioù olimpek.

Distro skol eo ivez evit Ti ar Vro Gwengamp ! Muioc'h get ar gopradez nevez Vonig Fraval, doc'h mikro Yann Boishardy.

Keleier ar vro: Metig Jakez Vargas (Radio Kerne e Ploneis)
Avel em fenn: buheziñ get Enora Molac ha Yann Boishardy, teknik get Gildas Héno


Avel em fenn - Merc'her 4 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Merc'her 4 a viz Gwenholoñ

04/09/2024

Distro ar c'hrevredigezhioù eo, àr an dro get hani ar skolioù! Degemeret oa bet Eflamm Louis prezidant Kerlenn Pondi, evit roiñ neventioù ag ar strollad. Foto ar podkast-mañ tennet e-pad arvest an dañserion & dañserezed e koñkour Meliaj 2024. (Foto get Le monde de Roselyne).

Radio Breizh, petra eo da vat ? Muioc'h da c'houied get gopradez ar gevredigezh Tara Adeux, e-karg ag ar c'hehentiñ!

Adkavit ivez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons àr ar feson de jediñ an niver a emlac'hoù e Frañs (talvoudus evit komprenn gwelloc'h ar sifroù, ha tro-spered tud ar vro ivez).

Keleier ar vro: Gwenvaël Delanoe dre-eeun a Wengamp evit RKB.
Avel em fenn oa buhezet ha lakaet da vout skignet get Enora Molac, dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Meurzh 3 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Meurzh 3 a viz Gwenholoñ

03/09/2024

Krouidigezhioù farsus a zo bet kinniget get Un Faux Graphiste da mirdi ar c'hartennoù post e Baod. Un diskouezhadeg a zo moian monet da welet beteg fin ar blez 2024. Muioc'h get Mikael Bihannig, den nevez ar c'h/Quatro karget ag ar c'hehentiñ.

Pennad-kaoz ar sizhun get Maiwenn Raynaudon-Kerzerho: daoust hag eh eus un diazez sifret da vat, evit displegiñ ar c'hlicheoù a c'hell pegiñ re dost doc'h tud a Vreizh pa hor bro? Muioc'h get ar gazetennerez a-hed ar sizhun, goude ar c'heleier.
Maiwenn a vo genomp ivez a-hed ar blezad, evit roiñ da anavout muioc'h ar pezh a vez graet get ar gelaouenn Bretons Magazine. Adkavit anezhi tro 18' en enrolladenn mañ.

Keleier ar vro get Anton Burel, Avel em fenn oa buhezet a Bondi henoazh get Yann Boishardy, buhezet ivez ha skignet get Enora Molac adal studio RBG.


Avel em fenn - Lun 2 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Lun 2 a viz Gwengolo

03/09/2024

Evit distro Avel em Fenn: degemer a reomp Yann Boishardy, paotr bro Goelo, a vo an animatour nevez o kas an abadenn asambl get Enora Molac.

Distro-skol e bed ar c'helenn e brezhoneg: bresk e chom serten traoù c'hoazh, muioc'h get Renan Kerbiket goprad Kelennomp. Lâr a ra penaos emañ ur c'hlemm dirag ar justis àr ar stern, da gas ar Stad C'hall dirag e giriegezhioù!

Alies e c'heller klevout "fall an amzer e Breizh" pe emañ ur vro evouriohn daonet. Gevier razh anezhe, sur a wal. Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons a zo bet da furchal er sifroù, evit gouied a betra ehamp o komz, eh he levr Ploucs? Clichés agaçants sur la Bretagne et les bretons. Pedet eo bet da gomz a-hed ar sizhun àr an afer.

Adkavit ivez Florent Grouin karget ag ar produiñ evit Brezhoweb àr ar serienn nevez Dinozaorus, ha Padrig Drean get ur lared pinvidig.

Avel em fenn a oa lusket e studio RKB get Enora Molac & Yann Boishardy, skignet àr ar gwagennoù get Gweltaz Héno.


Avel em fenn - Gwener 28 a viz Even : abadenn diwezhañ ar bloavezh

Avel em fenn - Gwener 28 a viz Even : abadenn diwezhañ ar bloavezh

28/06/2024

Ur reportaj e Kreizenn dudi Karaez gant Caroline Andrieux deus mikro Tomaz Laken.
Div gontadenn deus ar gronikenn Ur wezh e oa gant skolidi skol Intron Varia e Rostren o kontañ '4 mignon e toues an erc'h' ha 'Kabellig ruz"
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Tomaz Laken
Ar gontadenn diwezhañ deus ar gronikenn Ur wezh e oa : "Ar bleiz tener e galon"


Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 25 a viz Even

25/06/2024

Ur [goulenn PER Epona] (https://www.morbihan.gouv.fr/contenu/telechargement/70661/549276/file/2024_04_06_Demande%20de%20permis%20exclusif%20de%20recherche%20de%20ressources%20min%C3%A9rales%20dans%20le%20Morbihan_%20pr%C3%A9sentation%20de%20la%20d%C3%A9marche%20aux%20%C3%A9lus%20locaux%20dans%20le%20cadre%20de%20linstruction_def.pdf) a zo bet kaset da brefeti ar Mor Bihan e fin ar blez paset get embregerezh Breizh Ressources. Ar pal a zo gouied ma zo metaloù ral (aour, argant, lithium...) e-dan leur kumunioù Kervignag, Langidig, Nostang hag An Henbont. Kinniget e oa bet ar raktres d'ar maered e miz C'hwevrer, hag e miz Imbril d'ar c'huzulioù-kêr. Muioc'h get Tifenn Siret kuzulierez kêr b'An Henbont, ha Jean-Paul Runigo ezel er gevredigezh Deur ha Sterioù Breizh o chom e Kervigneg. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean & Enora Molac.
Pennad-kaoz ar sizhun: treuskas ar sonerezh er familhoù, get Garvan hag e dad Luis-Jacques Suignard, doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB (eil tamm ar gaozeadenn).
Doérioù Brezhoweb e-pad an hañv, Florent Grouin (karget ag ar produiñ) dre bellgomz.

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, Avel em fenn oa kaset dre-eeun get Enora Molac e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 24 a viz Even

Avel em fenn - Lun 24 a viz Even

24/06/2024

38 pastell-vro a zo e Breizh 5. Dreist-ordinal an traoù get ar c'hoñtekst politikel. Petra 'zo da gomprenn e-keñver an dilennadegoù depute añtisipet da zonet? Komzamp ag an tric'hornioù en eil-tro get Gaël Simon, sekretour meur ar strollad LIOT er breujoù. Un atersadenn get Yuna Cojean.

Pennad-kaoz ar sizhun: an treuskas a zo un elfenn talvoudus bras. Louis Jacques ha Garvan Suignard doc'h mikro Maëlle Ausias (RKB), a-ziàr treuskas ar c'han er gêr.

Adkavit ivez Maël Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh àr frankiz ar gazetennerion·ezed, hag embann Kuzul Sevenadurel da gervel an dud da votiñ.



Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Even

19/06/2024

Hiriv muioc'h a-ziàr istoér an divodiñ an Asamble get Yuna Cojean evit digoradur an abadenn. Da-heul e vo klevet Anaig Rouxel o chom e Vigouden Uhel àr ar maezioù àr he soñj a-ziàr ar pezh a vev hag ar pezh a soñj (un atersadenn get Morgane Bramoullé - Radio Kerne).

Adkavit ivez Clara Thabard àr yezh ar re vouzar er hor bro, penaos e vez raktresoù sevenadurel e tiorren ha rouedadoù ar re vouzar kentoc'h àr-dro ar c'herioù, tro 45' en abadenn mañ. Aterset e oa bet en [abadenn Tavarn Kreiz Mitin] (https://rbg.bzh/episode/62755) get Caroline Trouillet.

Adkavit ivez un atersadenn get ar moraer Tomaz Andre doc'h mikro Dewi & Goulwen, liseidi Diwan er rubrikenn Chutuged.

Keleier ar vro get Yuna Cojean & anim an abadenn get Enora Molac, o ziv dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Meurzh 18 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 18 a viz Even

19/06/2024

50 vlez eo ar gevredigezh Bugale Melrant. Muioc'h get Mannaig Le Dortz, e tañsal er strollad dañs. Muioc'h a vo lâret ivez a-ziàr ar stummadur nevez de zeskiñ brezhoneg e Pondi adal miz Gwenholoñ.

Adkavit Clara Thabard e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, àr istoér an dud vouzar doc'h mikro Caroline Trouillet (RBG).

Florent grouin karget a broduiñ evit Brezhoweb a gomz a rann diwezhañ an istoér livet.

Keleier ar vro get Anton Burel. Avel em fenn oa buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Cai a sieudr Dâraine