Kaozioù ha marvailhoù

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Ar priñs na felle ket dezhañ eus ur vaouez niaset

Ar priñs na felle ket dezhañ eus ur vaouez niaset

13/04/2023

Ar priñs na felle ket dezhañ eus ur vaouez niaset Ur priñs, chaseour ampart, ne fell ket dezhañ eus ur vaouez niaset (arasket) evel merc'hed e gêriadenn. Un deiz e teu eus ar strouezh un estrañjourez he c'hroc'henn flour.Taol skoaz ar ginarou Sabounyouma a ziviz ober e bark eus ur strouezh a oa d'ar ginaryi, tudennoù hud kornog Afrika. Skoazellet e vo ganto e kement a ray. Siwazh dezhañ !


Ar plac'h he zaboulin hud

Ar plac'h he zaboulin hud

13/04/2023

Ur sorbienn inuit eo. Ur plac'h na fell ket dezhi heuliañ an hengoun hon lusk e troioù kaer ha souezhus.


Mab Roue Iwerzhon

Mab Roue Iwerzhon

13/04/2023

Ur sorbienn dastumet e Bro-Skos, kozh Noe ha mil anavezet er bed bras adal an amzerioù koshañ. Penaos o sellout ouzh ur vran e c'haller en em gavout en un aridennad darvoudoù eus ar souezhusañ.


Amadou Kekediourou

Amadou Kekediourou

13/04/2023

Penaos ur paotrig eus Afrika, speredek ha gwidreüs, a zeu a benn eus un enebourez galloudus. Diwallit, ne vo ket tener an traoù.Amadou Kêkédiourou


Ur sorbienn mil anavezet dindan stummoù disheñvel : Meudig, Hansel ha Gretel.

Ur sorbienn mil anavezet dindan stummoù disheñvel : Meudig, Hansel ha Gretel.

13/04/2023

Perak eo bet kollet ar vugale er c'hoad avat, ha penaos ez int en em dennet eus an enkadenn ? Marteze e vo kavet aze un tamm respont.Jean et Jeannette


Div sorbienn dastumet e Rusia

Div sorbienn dastumet e Rusia

13/04/2023

Gaouiad ! Gevier ha gevier c'hoazh, evit ar blijadur hag evit skrapañ un nebeut roubl digant an Aotrou. Ar wirionez hag ar gaou Daou geneil paour o vont gant an hent, unan a soñj eo ret bevañ er wirionez, hag an eil eo ret ober gant ar gaou. Kriz eo an degouezh. Ha setu ma teu diaouled o nijal. Diaes ober e vennoz. Deux contes collectés en Russie.Menteur !


Distro ar bleunioù & Nyanya

Distro ar bleunioù & Nyanya

13/04/2023

Distro ar bleunioù Bez e oa ur vro hep bleunioù. Bez e oa anezho en istorioù met hag e oa anezho evit gwir ? Ur paotr bamet dirak kened bleunioù an istorioù a ya d' o c'hlask. Nyanya Nyanya he deus ur breur bihan seizet. Ober a ra pep tra evitañ, hogen un deiz e timez hag e lez he breur e-unan penn. Petra a c'hoarvezo ganto ?


Eus pelec'h e teu an heol hag al loar

Eus pelec'h e teu an heol hag al loar

13/04/2023

En amzerioù goshañ eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez. Ha neuze, a belec'h e teu an Heol hag al Loar a anavezomp hiziv ?


Peder sorbienn verr, ha fentus

Peder sorbienn verr, ha fentus

13/04/2023

Ur person gant e laer, unan all gant ur maouter a ya d' an iliz evit ar wech kentañ, un den paour gwallchañsus dirak ar barner, hag un den kozh a zo kollet e gazeg.


Ar mesa e Krouac'han

Ar mesa e Krouac'han

13/04/2023

Mesaer Krouac'han a oa dezhañ tri mab. Tost da vervel e c'halv pep hini anezho da c'houzout hag e kemero unan anezho ar mesa e Krouac'han. Unan anezho en deus graet ha c'hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.