Kaozioù ha marvailhoù

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

A Vouïedhmim, va mab !

A Vouïedhmim, va mab !

13/04/2023

A Vouïedhmim, va mab ! Tu bennak e Kabylia e oa un den en doa ur glujar a gare dreist pep tra. Un deiz, e verc'h a lez e c'hlujar da dec'hout. Derou un hir a veaj souezhus dre Gabylia ha dre ur vuhez pad eo.


Ar priñs e bluñv

Ar priñs e bluñv

13/04/2023

E menezioù Tibed e koll teir c'hoar ar vualez a oa o holl binvidigezh. Kejañ a reont gant ul labous gwenn a doull kaoz ganto. Met piv eo al labous-se ?


Fantig

Fantig

13/04/2023

Fantig zo kaer ha n'he deus ket aon da vont e penn soudarded he zad d' en em gannañ ouzh ur roue amezek, betek ar penn e rank en em ren e soudard a-dal d' ar roue yaouank strafuilhet gant kened e enebour. Hag e ouezo tremen e-biou d' an trapoù astennet dezhi ?


Div sorbienn, ur soudard e pep sorbienn

Div sorbienn, ur soudard e pep sorbienn

13/04/2023

Ar soudard kentañ a zistro d' ar vro. Klask a ra boued ha bod evit an noz. An eil zo aet skuizh gant ar vicher soudard hag ez a da foetañ bro. Kejañ a ra war an hent gant ur paotr a ginnig dezhañ ul labour, aes, ha gopret mat.


Aerouant ar Wawel / Ar gwaz-naer

Aerouant ar Wawel / Ar gwaz-naer

13/04/2023

Aerouant ar Wawel : Pell 'zo eo bet spontet kêr Krakow gant un aerouant. N'eo ket padet pell met nag un afer eo bet ! Ar gwaz-naer : Dimeziñ d'un naer ramzel ne seblant ket bezañ gwall blijus. Ha penaos c'hell c'hoarvezout ?


Nanie Rozette

Nanie Rozette

13/04/2023

Ur plac'hig a zo marlonk evel ur silienn-vor a dec'h ganti un asiedad leun-barr gant boued lipous. Kaset gant he lontegezh e tegouezh en ul lec'h pell diouzh ti he mammig, ha dañjerus kenañ


An dourlestr aour / Ar plac'h lemm he spered

An dourlestr aour / Ar plac'h lemm he spered

13/04/2023

An dourlestr aour Ur roue a gav ur vlevenn e-mesk e varv. Kement-se e gaso da gemer divizoù spontus evit poblañs e rouantelezh. Ar plac'h lemm he spered Un aotrou a chome dizimez peogwir e soñje gouzout pep tra diwar-benn an dud hag an doare d' ober ganto. Ne anaveze ket merc'h ar botaouer.


An daou vreur, rann 2

An daou vreur, rann 2

13/04/2023

Marcuccio ha Parmiero, an daou vreur, en em gav dre hentoù disheñvel e rouantelezh Prad Meur. Pep hini a ra burzhudoù diouzh e du war lerc'h bezañ bet en arvar da goll e vuhez. Hag ez echu mat an traoù pe get ?


An daou vreur, rann 1

An daou vreur, rann 1

13/04/2023

Un tad o vervel a ro d' e zaou vab alioù mat da ren o buhez gant furnez. Unan a ziviz mont war e studioù, an all a vev didrabas o lipat banneoù hag o c'hoari. Gant piv emañ ar gwir ?


Ar paotr kozh Mizer ha Sant-Per

Ar paotr kozh Mizer ha Sant-Per

13/04/2023

Istor ur paotr kozh hag e wreg a vo profet dezho ur favenn gant Sant-Per a oa o vale dre hentoù Breizh. Ur favenn ! N' eo netra. N' eo ket sur.