War-eeun eus festival sinema Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres. En abadenn hiziv : Morgane Lincy Fercot, eus Tita Productions Daoulagad Breizh, diwar-benn ar film Akelarre Christina Alexopoulos De Girard, enklaskerez, diwar-benn minorelezhioù Gres Kristian Braz, diwar-benn Gres er bloavezhioù 70 Alexis Belbeoc'h diwar-benn levraoueg ar festival Rentañ kont ar film La pierre triste gant Filippos Koutsaftis Kinniget gant Laetitia Fitamant, Tunvezh Glwagen-Grandjean, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.
War-eeun eus festival sinema Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres. En abadenn hiziv : Elen Rubin, Daoulagad Breizh, war aozañ ur festival da vare ar c'hovid Soazig Daniellou, sevenourez ar film e brezhoneg Noz, skignet er festival d'ar Meurzh Klet Beyer, sevener ar film Tuning life Rentañ kont ar film Aube Dorée gant Angélique Kourounis Kinniget gant Laetitia Fitamant, Tunvezh Glwagen-Grandjean, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.
20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Ravid Kahalani deus ar strollad Yemen Blues deuet deus Israel ; Cimafunk, kaner funk yaouank deus bro gKuba ; Sterenn Gwilhouz, Kevin Roudaut, ha Manu ha Marion Arnaud, arvesterien ; Tud a-bolontez-vat : Julien Bourrié, paotr ar surentez, ha Meven Kabon, paotr ar privezhioù sec'h ; Hag ur gronikenn « Staotiñ en he sav », gant Marianne oc'h implij ar beñveg-se graet evit ar merc'hed. Trugarez da vManu Arnaud ha da Iffig Penneg evit bezañ jubennet Cimafunk, etre spagnoleg ha brezhoneg !
20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Madelyn Ann, kanourez e brezhoneg pedet war bladenn ziwezhañ Robin Foster ; Elisapie, kanourez pop-rock Inuit a vro gKanada ; Mikro-riblennoù ar festival, gant ur bern brezhonegerien ; Tud a-youl-vad : Dorothé ar Saout, oc'h ober al liamm etre kazetennerien hag arzourien, ha Kristian ar Rouz, o werziñ frouezh evit ar stal Le Saint.