Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Festival Penn ar Bed 2018 #1

Festival Penn ar Bed 2018 #1

12/04/2023

Morgane ha Benjamin zo war-eeun deus ar festival Penn ar Bed e Kraon evit an tri devezh gouel ! Matmatah, Mélissa Laveaux, Gael Faye, Goran Bregovitch war al leurenn, festivalourien ha tud a youl vat war an dachenn hag heol forzh pegement !


Gouel sinema DZ 2017 Abadenn 1

Gouel sinema DZ 2017 Abadenn 1

12/04/2023

Skipailh Radio Kerne bodet e Douarnenez, hor studio staliet e burevioù ar festival. Un abadenn gouestlet da ved ar c'hleweled e Breizh hiziv.


Gouel sinema Dz 2017 abadenn 2

Gouel sinema Dz 2017 abadenn 2

12/04/2023

skipailh Radio Kerne war eeun eus kalon festival Douarnenez. Un 40 bloavezh gouestlet d'an harzoù. Hiziv e klevimp Gwenole Larvol hag ana vari Chapalan war ar c'hontradoù sikouret lakaet en arvar gant ar gouarnamant, Saif said Hussain ur paotr Yezhidi eus kurdistan divroet en Alamagn Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Cécile Jacque a gemero perzh en tabut war ar feministelezh bouzar hag hini ar breizhadezed Mich Beyer hag he deus heuliet ar festival abaoe 40 vloaz, hep c'hwitout bloavezh ebet.


gouel sinema DZ 2017 abadenn 3

gouel sinema DZ 2017 abadenn 3

12/04/2023

Staliet eo radio kerne e Gouel sinema Douarnenez a hed ar sizhunvezh. En abadenn e klevimp: Norma Iglesias un enklaskourez a studi abaoe 40 vloaz an harz etre Mejxico hag ar stadoù unanet. Eskemm a rimp war bed al lesbianezed, un lodenn eus an emsav LGBTQI Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Daniel Kernalegenn war e envorennoù a paotr an taxi evit steredennoù ar gouel


War-eeun eus Penn ar Bed

War-eeun eus Penn ar Bed

12/04/2023

E Penn ar Bed, e ledenez Kraon, e oa skipailh Radio Kerne evit an tri devezh festival ! Benjamin ha Morgane o deus bet tro atersiñ an dud a youl vat, an arzourien hag ar festivalourien deuet da gemer perzh e 18vet gouel ar Boudum.


Penn ar Bed 2017, berzh bras !

Penn ar Bed 2017, berzh bras !

12/04/2023

Setu echu festival Penn ar Bed 2017 ! Amzer vrav zo bet, leun chouk prad Landaoudeg ha pinvidik ar program sonerezh. Sed amañ ur rentañ kont gant Benjamin ha Morgane bet en tri devezh gouel.


Permiere Cai d'avant