Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Erer Kozh 2023 #3 : Sul

Erer Kozh 2023 #3 : Sul

20/07/2023

Hiziv en trede abadenn da geñver an Erer Kozh 2023 e vezimp asambles gant Metig ha Yuna e-pad un eurvezh. Reiñ a rimp ar gaoz d'un nebeud tud hag a zo o kemer perzh 'barzh ar festival 'pad ar pevar devezh.

Roll an abadenn hiziv :
- Distro diwar marv Jane Birkin gant Anna Turc'h
- Pennad-kaoz gant Marion Gwenn hag Arzela Abiven deus ar strollad Kaolila a zo bet war leurenn Gwernig kinniget gant Yuna
- Atersadenn gant Thierry Le Ster diwar-benn Regie Tavarn savet gant Metig
- Kronikenn diwar-benn Jain savet gant Padrig
- Reportaj diwar-benn c'hoarioù an Erer Kozh (La Fête à Toto, Canardrome ha stand brezhoneg gant Lucie ha Fulup) savet gant Milig
- Kronikenn diwar-benn Rosalia savet gant Lilidour
- Atersadenn gant Ambre hag Aziliz deus ar strollad Digabestr savet gant Yuna
- Atersadenn gant Aela ha Lila a-youl vat er stand krampouezh kinniget gant Yann-Ber Guyader
- Kronikenn diwar-benn ar strollad Gwendoline savet gant Yuna

Sonerezh :
- Kaolila - Boutika
- Jain - Alright
- Gwendoline - Audi RTT

Kinniget gant Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.
Teknik gant Erwan Uguen.


© Skeudenn : Eric Legret


Erer Kozh 2023 #2 : Sadorn

Erer Kozh 2023 #2 : Sadorn

20/07/2023

Hiziv en eil abadenn da geñver an Erer Kozh 2023 e vezimp asambles gant Morgane, Metig ha Yuna e-pad un eurvezh. Reiñ a rimp ar gaoz d'un nebeud tud hag a zo o kemer perzh 'barzh ar festival 'pad ar pevar devezh.

Roll an abadenn hiziv :
- Pennad-kaoz diwar-benn Marine Lavigne & Sterenn Diridollou o seniñ da heul Barrut war leurenn Gwernig savet gant Metig
- Atersadenn diwar-benn Louis hag Owen o labourat 'barzh ar festival savet gant Yuna
- Kronikenn diwar-benn Lorenzo savet gant Anton
- Atersadenn gant Soa diwar-benn prientiñ lojamant an dud 'zo o labourat evit an Erer Kozh ha Maëlle o kontañ ar pezh a blij dezhi 'barzh ar festival savet gant Milig
- Kronikenn diwar-benn Rosalia savet gant Padrig
- Kronikenn diwar-benn Rosalia savet gant Lilidour

Sonerezh :
- Barrut ha Lavigne/Diridollou - Embruns
- Lorenzo - Légende vivante
- Rosalia - Catalina
- Rosalia - Despecha

Kinniget gant Morgane Cotten, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.
Teknik gant Erwan Uguen.


© Skeudenn : Eric Legret


Erer Kozh 2023 #1 : Gwener

Erer Kozh 2023 #1 : Gwener

20/07/2023

Hiziv en abadenn gentañ da geñver an Erer Kozh 2023 e vezimp asambles gant Yuna, Morgane ha Metig e-pad un eurvezh. Reiñ a rimp ar gaoz d'un nebeud tud hag a zo o kemer perzh 'barzh ar festival 'pad ar pevar devezh.

Roll an abadenn hiziv :
- Mikro-trot' savet gant Metig
- Pennad-kaoz gant Goulven Troadeg (a-youl vat gant ar Fiselerezh)
- Kronikenn diwar-benn KO KO MO savet gant Padrig
- Pennad-kaoz gant Elouan Le Saoz hag Elouan Koulz diwar-benn Kreiz Breizh Akademi savet gant Morgane
- Pennad-kaoz gant Tomaz diwar-benn ar strolladoù Blur pe Red Hot Chili Peppers savet gant Laetitia

Sonerezh :
- KO KO MO - Need Some Mo
- Blur - Song 2
- The Wacky Jugs - Dirty Bizness

Kinniget gant Yuna Cojean, Morgane Cotten ha Metig Jakez-Vargas.
Teknik gant Erwan Uguen.


© Skeudenn : Eric Legret


Taol-grenn Gouel Broadel ar Brezhoneg 2023 - Langonned

Taol-grenn Gouel Broadel ar Brezhoneg 2023 - Langonned

20/07/2023

Un daol-grenn 'zo bet staliet da geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned d'ar sadorn 01 a viz Gouere 2023 gant aozerien ar festival asambles gant rouedad ar radioioù e brezhoneg RadioBreizh.
Kinniget e vo deoc'h ur gaozeadenn gant Morgane Cotten ha Maëlys Poublanc tro-dro d'ar yezh brezhoneg er bed niverel hag e vo savet ar goulenn-mañ : penaos treuzkas ar yezh dre an teknologiezhioù a-vremañ ?
Tud pedet :
- Fulup Jakez (rener Ofis Publik ar Brezhoneg)
- Erwan Denez (bet goprat EduBreizh)
- Bernez Quere (prezidant Mervent)
- Maëlys Princé (krouerez ar chadenn YouTube "Bretonne")
- Gwenola Coïc ha Gwenole Peaudecerf (ezel eus ar gevredigezh "Heklev Podcast")
Kinniget gant Morgane Cotten ha Maëlys Poublanc.
Teknik gant Erwan Uguen.


Gouel sinema Douarnenez 2022 - 3/4

Gouel sinema Douarnenez 2022 - 3/4

13/04/2023

War-eeun eus gouel sinema Douarnenez, gouestlet da Suis ar bloaz. An tem : Helvet Underground.

Klevet 'vo

Gianna Olinda Cadonau ha Chasper Pult, romañchegerez ha romañcheger

Camille Augsburger, diwar-benn idiomoù an italianeg suis

Stéphanie Pihéri, he deus savet ur podkast diwar-benn an devgasoni

Mikro-riblenn Tugdual war plasenn ar festival

Gant : Laetitia Fitamant, Tugdual Chartier, Tunvezh Gwlagen-Grandjean, Marianne Vaidie, Yuna Kojan, Morgane Bramoullé


Gouel sinema Douarnenez 2022 - 2/4

Gouel sinema Douarnenez 2022 - 2/4

13/04/2023

War-eeun eus gouel sinema Douarnenez, gouestlet da Suis ar bloaz. An tem : Helvet Underground.

Klevet 'vo

Gianna Olinda Cadonau, barzhez ha skrivagnerez e romaneg hag e alamanteg

Alexis Belbeoc'h, e stal al levrioù war ar porzh rhu

Mikro-riblenn Tugdual war plasenn ar festival

Gant : Laetitia Fitamant, Tugdual Chartier, Marianne Vaidie, Morgane Bramoullé

Sonerezh :
Bound by Endogamy, bhfajp
Sophie Hünger, Die Ganze Welt
Il silip e la furmia


Gouel sinema Douarnenez 2022 - 3/4

Gouel sinema Douarnenez 2022 - 3/4

13/04/2023

War-eeun eus gouel sinema Douarnenez, gouestlet da Suis ar bloaz. An tem : Helvet Underground.

Klevet 'vo

Belen Requelme, eus La Obra evit ar festival Hors les murs

Avel Corre, sevener Termaji

Mikro-riblenn Tugdual war plasenn ar festival

Gant : Laetitia Fitamant, Tugdual Chartier, Tunvezh Glwgen-Grandjean, Marianne Vaidie, Morgane Bramoullé

Sonerezh :
Nolwenn Korbell & Hélène Brunet, Da belec'h
Yello, Oh yeah
In the City, Amami


Gouel sinema Douarnenez 2022 - 1/4

Gouel sinema Douarnenez 2022 - 1/4

13/04/2023

War-eeun eus gouel sinema Douarnenez, gouestlet da Suis ar bloaz. An tem : Helvet Underground.

Klevet 'vo

Yvon, bet o chom e Suis

Manon Renault, coach evit an aktourezed vihan, bet labouret ganti evit ar film Libre Garance, diskouezet er festival

Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh, diwar-benn programmadur ar gevredigezh er festival

Mikro-riblenn Tugdual war plasenn ar festival

Gant : Laetitia Fitamant, Tugdual Chartier, Tunvezh Glwgen-Grandjean, Morgane Bramoullé

Sonerezh :
Takemo vs corps pur, Unesco
Boris Viande, American
Amami, You say me


22vet Festival Penn ar Bed # 2 Ar Sul

22vet Festival Penn ar Bed # 2 Ar Sul

13/04/2023

An abadenn war eeun deus 22vet festival Penn-ar-Bed e Kraozon !

Ar radioioù e brezhoneg e Penn-ar-Bed o deus strollet o nerzh da reiñ deoc'h ar festival da glevet.

# 1 Ar Sul

En abadenn-mañ e klevtafec'h Pascuala Ilabaca deus bro Chile, ha Jean-Didier Hoareau deus ar Reunion, evit e strollad Trans Kabar

Met ivez tud a sikour a bolontez-vat war ar festival, Yvan Kerever ha Jennifer Skouarneg

Hag arvesterien !

Gant Marianne Vaidie ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne, hag Erwan Ugwen deus Arvorig FM.


22vet Festival Penn-arBed # 1 Ar Sadorn

22vet Festival Penn-arBed # 1 Ar Sadorn

13/04/2023

An abadenn war eeun deus 22vet festival Penn-ar-Bed e Kraozon !

Ar radioioù e brezhoneg e Penn-ar-Bed o deus strollet o nerzh da reiñ deoc'h ar festival da glevet.

# 1 Ar Sadorn

En abadenn-mañ e klevtafec'h an Israelo-Iranadez Liraz hag ar Gatalaniz Festucs

Met ivez tud a bolontez vat, Ana an Doujet ha Gaidig ar Rouz, hag arvesterien.

Gant Marianne Vaidie ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne, hag Erwan Ugwen deus Arvorig FM.