Ur bern tud zo daoulagad moan dezho, en Azia hag e-lec'h all ivez ! Met o daoulagad n'int na moanoc'h na bihanoc'h evit ar re all ! Un tamm kroc'henn muioc'h o deus a-us d'al lagad : an epikañtus. Hag un tammig 'zo emañ an añtropologourien o klask goût penaos eo deuet war-wel.
Ar prezidant Jair Bolsonaro ne rae ket forzh deus an Amerindianed er Brasil. Keit-ha oa bet e penn ar gouarnamant 'noa graet netra evit difenn anezho. Ar c'hontrol-bev eo : evitañ 'oa dav kemer douaroù an Amerindianed evit pilañ ar gwez, sevel saout hag ober soja. Met ar prezidant nevez, Lula, n'eo ket memes-mod.
"Rouantelezh Koush" a vez graet deus ar sivilizasion oa gwechall-gozh er Soudañ. Ken pinvidik oa ar Gouchited o doa savet kêrioù bras, tamploù ha piramidennoù, un tammig evel re an Ejipsianed. Met e-pad pell n'eo bet gwall intereset an arkeologourien gant ar rouantelezh. Betek ar brezel diwezhañ memes, lod a soñje dezho ne oa netra da studiañ eno ... peogwir oa du ar Gouchited !