Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar serbo-kroateg

Ar serbo-kroateg

13/06/2023

Kroateg a vez kaozeet e Kroatia, bosnieg e Bosnia, serbeg e Serbia ha montenegreg e Montenegro. Met evit ar yezhourien n'eus ket deus ar yezhoù-se : serbo-kroateg an hini a kaozeet er peder bro-se. Ar c'hroateg, ar bosnieg, ar serbeg hag ar montenegreg n'int ket rannyezhoù eus ar serbo-kroateg memes. Kompliketoc'h eo evit an dra-se avat !


Kroateg Molise hag an arberecheg

Kroateg Molise hag an arberecheg

30/05/2023

Kalz yezhoù a vez safaret e Bro-Italia, ur bern ! Al lod brasañ zo yezhoù latin pe "romanek" e-giz ma vez lâret. Met lod all n'int ket, evel ar c'hroateg, a zo ur yezh slav, pe c'hoazh an arberecheg, a zo karr d'an albaneg.


Ar c'hredoù-karbon

Ar c'hredoù-karbon

23/05/2023

Ar c'hredoù-karbon (crédits-carbone) oa bet krouet gant protokol Kyoto e 1997 evit oblijañ ar broioù hag an embregerezhioù da broduiñ neubeutoc'h a garbon. Met gour deuzouto 'neus klasket gwellaat an traoù, kar kinniget 'zo bet dezho ivez prenañ ar c'hredoù-karbon-se peurvuiañ : lakaat moneiz war an daol evit arc'hantaouiñ raktresoù "propr" e lec'h all. Pezh eo, ne vez kontrollet, koulz lâret, netra. Netflix ha Meta o deus roet arc'hant evit ur raktres pakañ karbon er C'henia ha lakao ar pobloù Maasaï ha Borana en danjer.


Kentañ yezh an Istor

Kentañ yezh an Istor

16/05/2023

N'ouzer ket dre just pevare eo komañset an Homo Sapiens da vezañ gouest da gaozeal na pevare eo deuet war-wel ar yezhoù kentañ. Ha ma vefe ket bet 'met ur yezh war an Douar da zigentañ tout ? Ar memes hini evit tout an dud ? An deorienn-mañ zo bet difennet gant meur a yezhour abaoe penn-kentañ ar c'hantved diwezhañ.


Dizomachiñ Ameridianed ar C'hanada

Dizomachiñ Ameridianed ar C'hanada

09/05/2023

E-pad kant vloaz, pe ouzhpenn, er C'hanada 'veze dispartiet ar vugale amerindian deus o familh ha lakaet anezho e pañsion ken ac'hann 'oant deuet kozh a-walc'h evit mont da labourat. An Iliz Katolik 'ni rae war o zro peurvuiañ hag alies ne veze ket graet brav d'ar vugale-se. Kalz deuzouto zo bet graet droug dezho, lod zo bet forset ha war-dro pevar-mil deuzouto zo marv.
Met dre voneur eo gwellaet an traoù bremañ : serret eo bet ar skolioù-lojañ ha gouarnamant Justin Trudeau 'neus prometet n'eus ket pell zo dizomachiñ an Amerindianed : 3 miliard dollar vo roet dezho ne vo ket a-bell.


Distrujañ ar c'hoadeier en Indonezia evit sevel gweturioù elektrik

Distrujañ ar c'hoadeier en Indonezia evit sevel gweturioù elektrik

25/04/2023

Halmahera zo unan deus an inizi Molukez, en Indonezi. Nikel zo bet kavet eno n'eus ket pell zo, ur metal hag a vez implijet da sevel baterioù evit ar gweturioù elektrik bremañ. Ar gouarnamant indonezian en deus roet koñje d'an embregerezhioù da zont da Halmahera da zistrujañ koadeier an enezenn evit gallout tennañ nikel. Met pezh eo, tud ha zo 'veviñ er c'hoadeier-se, evel ar pobl Hongana Manyawa.


Moldaveg pe roumaneg ?

Moldaveg pe roumaneg ?

13/04/2023

Cheñchet yezh ofisiel e Moldavia ha ramplaset ar moldaveg gant ar roumaneg e-barzh ar C'hoñstitusion ! Met petra zo c'hoarvezet ? Ha peseurt langaj a vez safaret er vro neuze ?


Fall an traoù gant Amerindianed ar Perou

Fall an traoù gant Amerindianed ar Perou

13/04/2023

Er Perou eo aet skuizh ar pobloù amerindian gant ar betrolerien vras. Polluet eo ar stêrioù ha distrujet vez ar c'hoad da dennañ petrol pe gaz. Met an Amerindianed n'int ket sikouret kalz gant ar gouarnamant. Ar c'hontrol eo : ul lezenn nevez zo bet kinniger er Parlamant evit diskarañ o statud ispisial.


Seksualegezh ar Romaned

Seksualegezh ar Romaned

13/04/2023

Gwechall-gozh, e Roma, ne veze ket klevet kaoz na deus an heteroseksualegezh na deus an homoseksualegezh. Homo pe hetero, pep hini rae ar pezh 'noa c'hoant. Met ne veze ket graet forzh petra memestra ! Plas an den er gevredigezh oa tout : ar renk oa kalz evit ar Romaned. Met n'eus ket pell zo 'zo bet kavet ur frazenn war-c'horre ur voger gozh e Pompei ha lod o deus kavet da lâret eo ur gunujenn homofob. Met n'eo ket ken simpl ha se !


ADN ar Vikinged ?

ADN ar Vikinged ?

13/04/2023

Alies a-walc'h vez klevet lâret 'vefe an Normañted a-vremañ bugale vihan ar Vikinged. E 2016, ur skipailhad klaskerien oa bet e departamant ar Manche o studiañ ADN an dud ha klask goût hag-eñ zo chomet ur roud bennak deus ar Vikinged.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine