E Zambia 'zo bet kavet daou damm koad bras e-barzh al lagenn e-kichenn ur stêr. Evit an arkeologourien 'c'hallfe bezañ ul lodenn eus un diazez koad brasoc'h lec'h ma teue an dud gwechall d'azeañ pe da gousket. Met gant oad an tammoù koad-se eo bet souezhet an arkeologourien dreist-holl : ar re-mañ zo 476 000 bloaz !
Er broioù azian eo boaz an dud da zebriñ bezin abaoe pell zo, war-dro pemp mil bloaz 'zo Jezus da neubeutañ. Evel ur meuz eus ar re wellañ tout 'veze gwelet ar bezin e Bro-China memes. Met e Europa n'eo ket ar memestra hag an istorianed a soñje dezho n'eus ket bet debret bezin morse gant ar pobloù european. Met n'eus ket pell zo eo bet prouet ar c'hontrol gant arkeologourien eus skol-veur York ha skol-veur Glasgow : bezin a veze debret e Europa gwechall-gozh !
D'ar 14 a viz-Here 2023 'oa dalc'het ur refereñdom e Aostralia. Goullet oa bet gant an Aostralianed hag-eñ oant kontant d'ober muioc'h a blas d'an Aborijened e buhez politikel ar vro ha dreist-holl da cheñch ar C'hoñstitusion evit anveout anezho evel ar re gentañ bet o chom war an enezenn.
Kant vloaz 'zo e vez an arkeologourien o fouilhañ e Hattuša, kêr-gabital an impalaerded hitit, en Turki bremañ. Kavet 'zo bet eno war-dro 30 000 tabletenn savet e pri, gant sinadoù kuneiform skrivet war-c'horre. Met ar bloaz-mañ 'zo bet kavet un dabletenn all c'hoazh ha souezhet-mik eo an arkeologourien : n'eo ket hititeg an hini zo skrivet war-c'horre, met ur yezh all ha n'anveer ket c'hoazh !
Hungaria pe Hoñgri eo anv ar vro e brezhoneg, hag Hungared pe Hongred eo an dud a zo 'chom en enni. Met eno ne vez ket implijet an anvioù-mañ morse : Magyarország eo anv ar vro ha magyarok anv an dud. Met 'blam da betra ne vez ket implijet ar memes anv partout ? Ha deus pelec'h teu an anvioù-se ?
D'an 28 a viz-Ebrel 1947, an añtropologour Thor Heyerdahl yae kuit deus ar Perou da vont d'ar Polinezi. Hennezh faote dezhañ prouiñ neuze 'oa bet poblet inizi ar Pasifik gant tud deuet deus an Amerik e-bourzh bagoù bihan evel an hini 'noa savet gant e gamaraded, ar c'hKon-Tiki. Deuet 'oa a-benn da dreuziñ ar Pasifik, met en em dromplet 'oa memestra ...
Petra c'hoarvezo gant Bro-Rusia a-benn pemzek, ugent pe tregont vloaz ? Den ne oar dre just, met meur a senario zo bet kinniget gant an istorianed. Lod a soñj dezho 'c'hallfe serten pobloù kaout c'hoant d'en em zistagañ diouzh Moskou, pe serten republikoù kuitaad ar Federasion.
An Aleouted zo 'chom en inizi Aleout evit ar wech. Ar re-mañ zo kerañchoù tost d'an Inuited er C'hanada ha d'ar pobloù yupik en Alaska hag er Siberi. N'eus ket seizh mil deuzouto ken en deiz-hiziv hag o c'hultur zo aet d'an traoñ : e 2022 ne chome ken pevar-ugent Aleout gouest da safaret o yezh, an aleouteg.