Pa oa komañset an dud da labourat an douar 'oant komañset d'en em bozañ ivez, da sevel tier ha kêrioù bihan. Ha pront goude-se 'oa bet dav dezho sevel mogerioù d'en em zifenn ivez ! 6000 bloaz 'zo dija oa mogeriet ar c'hêrioù kentañ er Mezopotami. Met kavet 'zo bet koshoc'h evit an dra-se c'hoazh e Amnya, er Siberi !
Ar re Shompen zo 'veviñ e koadeier Enez Nikobar Bras evit ar wech, met en deiz-hiziv ne chom ket kalz deuzouto ken. Met hebdale marteze a-walc'h ne chomo ket gour ebet ken : gouarnamant New-Delhi zo soñj sevel un "Honk-Kong" nevez war an enezenn. Evit an dra-se vo distrujet war 130 km² a goadeier eno, lec'h m'emañ ar re Shompen o chom.
Ar Bachkortostan, pe ar Bachkiri, zo ur republik vihan deus Federasion ar Rusi, etre ar menez Oural hag ar stêr Volga. Ar pep brasañ deus an dud zo bachkir eno, ur bobl turk ha muzulman. Met un tammig 'zo bremañ eo trenket ar soubenn etre an dud hag ar gouarnamant ha d'ar seitek a viz-Genver 2024 'oa bet ur bern tud o vanifestiñ da soutenn ur stourmer deus ar vro, Faïl Alsynov, kondaonet gant ar justis da vont d'ar prizon e-pad pevar bloavezh.
10% a vuzulmaned a zo er Bulgari. Ar pep brasañ deuzouto zo Turked ha pell 'zo emaint o chom er vro. Ar re-se zo bugale vihan an Turked oa deuet d'en em staliañ er Bulgari e komañsamant ar XVvet kantved a-benn 'oa bet konkedet ar vro gant an Otomaned. Met Bulgared muzulman a gaver ivez, pe "Pokamed" e-giz ma vênt leshanvet eno.
John Allen Chau oa ur misioner amerikan yaouank ha 'noa lakaet en e soñj da vont d'ar broioù pell da zigas ar C'heloù Mat d'ar re n'o doa ket klevet anezho c'hoazh. E 2018 oa aet da North Sentinel, un enezenn vihan hag a soñje dezhañ 'oa bro an Diaoul. Pezh eo, ar Sañtineled n'int ket bet troet morse da zegemer tud all war o enezenn ...
Mervel a ra ar yezhoù evit ar wech tout. Kalz yezhoù zo dispariset dija. Kement-all evel ma zo deuzouto n'eo ket bet gouest ar yezhourien da renabliñ anezho tout, na da lâret pevare na penaos int bet laosket da gouezhañ. Ar sumerianeg lakaomp vez anveet gant ar yezhourien, met n'int ket evit lâret dre just pevare oa dihanet da gaozeal sumerianeg gant an dud. Met petra vefe ar c'hentañ yezh hag omp gouest da lâret deiz-ha-deiz pevare eo marv ? Ar respont gant ar gronikenn !
An Ojieked zo 'chom er C'henia. Er c'hoadeier emaint o veviñ evit ar wech tout, met diaesoc'h eo ar vuhez bremañ. Tamallet ez eus bet dezho chaseal al loened ha distrujañ an natur ha lod deuzouto zo taolet 'maez deus o douaroù. E 2022 'oa bet kondaonet ar vro gant ar CADHP (Cour Africaine des Droits de l'Homme et des Peuples) hag oblijet da zizomachiñ an Ojieked. Met an traoù n'int ket cheñchet kalz abaoe.